Agence Bretagne Presse : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Mont en-dro: reizhañ ar yezh
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
D Keleier
Linenn 1:
'''ABP''' pe '''Agence Bretagne Presse''' zo un aozadur kelaouiñ diwar-benn [[Breizh]] a ya en-dro e [[galleg]], [[brezhoneg]] ha [[saozneg]], ha dezhi stumm ul [[lec'hienn Internet]]. Savet e oa bet e miz Here [[2003]] gant [[Philippe Argouac'h]], un ijinour war an [[urzhiataerezh]], ganet e [[1950]] er [[Sables-d'Olonne]].
Diwar skouer an ABP eo bet krouet, e miz Here [[2009]], al lec'hienn ''[[Vendée News]]'' gant [[Guy-André Coquet]].
 
==Krouidigezh==
Pa oa Philippe Argouac'h o labourat e [[Kalifornia]] en doa meret lec'hienn Kevredigezh Breizhiz Kalifornia en doa krouet e [[2000]]. Pa reseve kemennadennoù war ar brizonidi vreizhat en doa savet ur [[rubrikenn]], dezhi an [[talbenn]] "Agence Bretagne Presse" , a reas berzh bras. Ur wech deuet da Vreizh endro e 2001 e talc'has Philippe Argouac'h da adsevel ul lec'hienn dindan an anv-se. Miret en deus [[geriadur Favereau]] enlinenn ha [[renabl]] al lec'hiennoù breizhat.
 
==Danvez==
Linenn 11 ⟶ 12:
N'eus [[gopr]]ad ebet ha Philippe Argouac'h a ra war-dro ar [[servijer]] e-unan e-pad 6 eur bemdez. An herberc'hiañ ne ya ket ouzhpenn 400 euros pep bloaz.
6 den o deus kinniget bezañ anavezet evel kenskridaozerien e Breizh ha pelloc'h ha kas a reont [[keloù|keleier]] evit netra. Ouzhpenn-se ez eus tost da 1 000 den enskrivet evel [[mouezh]] o [[aozadur]]ioù. Kemennadennoù a bep seurt a vez lakaet enlinenn ha kaset e vezont gant [[strollegezh]]ioù, [[kevredigezh]]ioù ha [[strollad politikel|strolladoù politikel]], lies-tre o mennozhioù.<br>
En un pennad-kaoz embannet gant [[Bremañ (kelaouenn)|Bremañ]] e miz Ebrel 2008, islinennañ a ra Philippe Argouac'h ne goust kazi netra lakaat enlinnenn miliadoù a bennadoù e n'eus forzh peseurt [[yezh]], ken eo aes kavout meur a destenn vrezhonek en ABP, ar pezh n'eo ket posubl gant priz ar paper.<br>
E derou ar bloaz 2008, ne oa ket mui posubl d'ar servijer orin gouzañv ar gweladennoù niverus pa rae berzh an ABP er bed a-bezh hag 2 400 euro a oa dleet. Ur galv evit rastellat [[arc'hant]], ar ''Webothon'' hervez ar merour, a zegasas 4 000 euro evit prenañ un urzhiataer galloudusoc'h.<br/>
Er pennad-kaoz e embanne Philippe Argouac'h e veze 5 000-6 000 gweladenn bemdez ha war-dro 200 000 bep miz.
 
==Liammoù diavez da Amsez Wask Breizh==
*[http://www.agencebretagnepresse.com/. Doare pennañ e galleg]
*
*[http://www.agencebretagnepresse.com/actu.php?langue=bzh Pajenn ar c'heleier brezhonek]
*[http://www.agencebretagnepresse.com/actu.php?langue=english Pajenn ar c'heleier saoznek]
 
==Lennadurezh==
* [[Milio Latimier]], Ar Benveg Priziet. ''In'' : [[Bremañ (kelaouenn)|Bremañ]], n° 318, Ebrel 2008. Pennad-kaoz diwar [[komz]]où Philippe Argouac'h.
* [[Prezegenn]] c'hallek gant Philippe Argouac'h diwar-benn an ABP d'an 8 a viz Mae 2008 e [[Naoned]] : ["[http://www.agencebretagnepresse.com/play3.php?video=conf-abp.mpg&play=stop&photo=10635.jpg&width=340&height=286"]]
 
[[Rummad:Mediaoù Breizh]]