William Shakespeare : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 5:
==Buhez==
N'eo ket gwall anavezet buhez William Shakespeare. Pa oa e vamm ganet en un [[tiegezh]] perc'henned douar e timezas ur [[pelleter]] a c'hounezas bezañ anvet da [[maer|vaer]] Stratford. Ha William, trede bugel diwar 8, a yeas da studiañ d'ur ''grammar school'' (ur skol eil derez) ar gêr hag a yeas marteze da [[Skol-Veur Oxford]] e-pad un nebeud mizioù. Koulskoude e timezas, yaouankik a-walc'h, pa oa 18, gant Ann Hathaway. Tri bugel a zeuas er [[familh]] dindan 3 bloaz ha ne ouzer ket pelec'h e oant o chom.<br/>
E 1592 e ouzer e oa o chom e [[Londrez]] hag anavezet dija evel [[komedian]] ha dramaour. Soutenet e oa gant kont Southampton hag e tedias dezhañ un darn eus e varzhonegoù hag ur [[pezh-c'hoari]]. Prenañ a reas Shakespeare ul lodenn e kompagnunezh c'hoariva perc'hennet gant an aotrou [[kambrelan]] (Al ''Lord Chamberlain'' e saozneg).<br/>War-dro bloavezhioù diwezhañ ar {{XVIvet}} e oa Shakespeare unan eus pennoù C'hoariva ar Voul-Douar (Globe Theater) ha goude-se e teuas da vezañ lodenner C'hoariva ar Blackfriars. Ne seblant ket bezañ chomet komedian goude [[1603]].<br/>
War-dro [[1610]] e teuas da Stratford en-dro. Mervel a reas a-raok 6 vloaz goude.