Kulhwch hag Olwen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 13:
==An istor==
[[Skeudenn:Culhwch.jpg|270px|thumb|left|Kulhwch e lez Arzhur]]
Tad Culhwch, ar roue Cilydd, mab Celyddon, a zo marvet e wreg Goleuddydd er [[gwilioud]]. Addimeziñ a ra, met Culhwch ne fell ket dezhañ klevout anv eus an dimeziñ ragaozet etrezañ hag e [[lezc'hoar]] gant e [[lezvamm]]. Ha hi fuloret ha teurel he [[mallozh]] warnañ hag embann n'hallo dimeziñ da blac'h ebet nemet Olwen, merc'h ar ramz [[Ysbaddaden Pencawr]]. <br />
Ha Culhwch, ha n'en deus ket gwelet anezhi biskoazh, da orgediñ outi. Met klevout a ra digant e dad ne gavo ket anezhi gwech ebet hep skoazell e genderv, ar roue Arzhur. Hag eñ mont da glask war-lerc'h e genderv brudet. E gavout a ra en e lez e Celliwig, e [[Kernev-Veur]]. Ha sed aze koshañ meneg eus lec'h lez Arzhur ivez . <br />
Prest eo Arzhur da sikour, ha kas a ra c'hwec'h eus e wellañ brezelourien davet Culhwch, da glask war-lerc'h Olwen. En o zouez emañ [[Cai]], a vo Sir Kay el lennegezh arzhurian, breur (advabet?) Arzhur; Bedwyr (Sir Bedivere) and Gwalchmei (Sir Gawain, niz daArthurda Arzhur).
Degouezhout a reont gant kerent da g-Culhwch a anavez Olwen hag a zo prest da aozañ un emgav dezho. Plijet eo Olwen gant Culhwch, met dimeziñ gantañ n'hall ket hep asant he zad. Hag hennezh ne fell ket dezhañ lezel e verc'h da vont hep reiñ un daou-ugent trevell bennak d'ober da zanvez e vab-kaer a-raok. <br />
Dre chañs ne gonter dimp nemet un toulladig anezho, ha lazhet eo ar ramz ha gallout a ra Olwen [[dimeziñ]] evel ma kar.
 
==Diwar-benn an istor==