Erigone : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
wikif
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{digejañ}}
 
[[Erigone]] a oa karet gant [[Dionysos]] ha [[mamm]] e oa d’an [[haroz]] [[Stafilos]].
 
He zad [[Ikarios]], eus [[Aten]], a oa hegarat ouzh Dionysos, hag an doue a roe [[gwin]] d'e vesaerien.
 
==Ar vojenn==
Un deiz e oant mezv, hag e soñje dezho en doa klasket Ikarios o c'hontammañ. Hag int, droug enne, d'e lazhañ. Kavet e voe e gorf gant e verc'h hag he c'hi [[Marea]]. Ma’z eas foll Erigone gant ar glac’har hag ez eas d’en em grougañ.
 
Ha mantret Dionysos, ha droug ennañ. Da gentañ e lakaas ar vosenn da redek dre gêr [[Aten]]. Goude e vroudas ar merc’hed[[merc'h]]ed yaouank [[dimeziñ|dizimez]] d’en em grougañ ouzh skourroù ar gwez [[pin]].
 
Kenderc’hel a reas an traoù er stumm-se betek an deiz ma lavaras [[orakl]] [[Delfi]] e oa ret kastizañ ar vesaerien a oa kiriek da vuntr Ikarios evit habaskaat Dionysos. Ma voent krouget d’o zro, ha lakaet e voe un deiz da enoriñ Erigone.