Le Télégramme : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
Klokaat
Linenn 1:
'''"Le Télégramme de Brest et de l'Ouest"''' a zo anezhi ur gelaouenn bemdeziek rannvroel, gallek, hag a Vreizh. Diazezet eo e [[Montroulez]] ([[Penn-ar-Bed]]). Skignet e vez e [[Penn-ar-Bed]], en [[Aodoù-an-Arvor]] hag er [[Morbihan]]. Perc'hennet eo gant tud [[Coudurier]]. Ur 600 bennak a dud a labour eno, en o zouez ouzhpenn 200 kelaouenner. Embannet e vez 205 000 skouerenn anezhi bemdez. An Télégramme a zo kevezer gwirion diwezhañ [[Ouest-France]] e kornog [[Bro-C'hall]]. An Télégramme a zo ivez unan eus kazetennoù nemetañ Bro-C'hall gant ur c'hresk eus ar skignerezh war ar pemp bloaz tremenet (kresk broadel wellañ ar gelaouennoù e 2004, 2005, 2006, 2007 ha 2008). <br />
Resevet en eus an Télégramme ar priz "Meilleur quotidien 2009" d'ar 15 a viz Even [[2009]]. D'ar 15 a viz Here 2009 eo bet embannet an 20 000{{vet}} niverenn eus ar gazetenn.
 
A-raok hag e-pad ar brezel e oa anvet '''''[[La Dépêche de Brest et de l'Ouest]]'''''. Savet e oa bet ''La Dépêche'' e [[1866]] hag aet eo da get e [[1944]]. Goude bombezadeg ar re unanet e [[Brest]], e voe kaset ar gelaouenn-mañ da Vontroulez e 1941. E miz Gwengolo 1944, e voe difennet embann anezhi dre m'he doa kemeret perzh er c'henlabour gant ar melestradur Nazi hag kemmet e voe da heul se hec'h anv a-benn lakaat hini "Le Télégramme de Brest et de l'Ouest".
 
== Danvez spesius ==
 
Ouzhpenn d'ar pajennoù lec'hel, rannvroel, broadel ha etrevroadel e vez en Télégramme ur plas bras d'ar sevennadur breizhat. Bap Yaou ez eus ur bajenn e brezhoneg, anvet ''Spered ar vro''. Keleier a denn d'al [[Liger Atlantel]] a gaver er pajennoù ''Breizh'', er c'hontrol d'an [[Ouest-France]]
 
== Embannadurioù lec'hel ==
* 29 [[Penn-ar-Bed]], 162 000 skouerenn
** [[Montroulez]]
** [[Brest]]
** [[Karaez]]
** [[Kastellin]]
** [[Kemperle]]/[[Konk-Kerne]]
** [[Kemper]]
** Kornog [[Kerne]]
 
* 22 [[Aodoù-an-Arvor]], 22 000 skouerenn
** [[Sant Brieg]]
** [[Loudieg]]/[[Rostren]]
** [[Lannuon]]/[[Pempoull]]
** [[Gwengamp]]
 
* 56 [[Morbihan]], 20 000 skouerenn
** [[An Oriant]]
** [[Pondi]]
** [[Alre]]/[[Gwened]]
 
==Degouezhennig==
''Le Télégramme de Brest'' a zo ivez titl ur ganaouenn eus ar [[Wampas]].
 
==Liamm diavaez==