Pasquale Paoli : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot Ouzhpennet: cs:Pasquale Paoli
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 16:
Evit bezañ degemeret gant an holl, ha pa n’o dije ket votet evitañ, ha peogwir e kare e vro, e klaskas Paoli kas da benn unaniezh ar vroad war an dachenn bolitikel. Ur wech trec’het war e enebourien (an dud o doa votet evit lakaat tud all e penn an emsavadeg pe ar re a-du gant Genoa), e voe, da vat, rener ar vro. Ur [[Bonreizh|Vonreizh]] a voe savet ha roet e voe ar gwir da votiñ d’an holl. Bonreizh Korsika a voe skrivet gant tud a lezenn eus an enezenn, bodet gant Paoli. Gant ar Vonreizh-se e voe awenet hini ar [[Stadoù-Unanet]]. Dont a rae Korsika da vezañ ar stad demokratel gentañ en Europa. Trec’h e voe ar Gorsiz war armeoù Genoa a voe kaset er-maez eus an enezenn, war-bouez un nebeud kêrioù war an aod. Neuze e stagas Paoli da sevel da vat ur gwir stad, ma veze rannet ar galloudoù, ha gant ur velestradurezh efedus. Krouet e voe ur skol-veur e [[Corti]]. E Corti ivez edo sez ar gouarnamant.
 
War dachenn an [[armerzh]] e voe klasket reiñ harp d’al labour-douar, dizourañ ar geunioù hag al lec’hioù mouest, broudañ ar c’henwerzh. Krouet e voe ur gêr nevez, [[L’IsulaL'Isula Rossa]], e [[1758]], evit kempouezañ ar galloud armerzhel a oa c’hoazh gant kêrioù chomet etre daouarn Genoa evel [[Calvi]]. Kroget e voe da skeiñ [[moneiz]] e Muratu ([[1762]]). Savet e voe un ti-moullañ broadel evit embann ''Ragguagli dell’Isola di Corsica'', un doare [[kazetenn ofisiel]] evit ar vro. Ur [[morlu]] a voe savet ivez.
 
E [[1767]] e voe aloubet gant Korsikiz enezenn [[Capraia]], un enezenn en hanternoz da enez [[Elba]], war aod Toskania, a oa betek neuze e dalc’h Genoa. Ar re-se, o welet n’o doa spi ebet da drec’hiñ war Korsika, a zivizas gwerzhañ an enezenn da roue [[Bro-C’hallC'hall]], dre Emglev Versailhez, sinet d’ar [[15 Mae|15 a viz Mae]] [[1768]]. Korsikiz ne asantjont ket d’an dra-se ha votiñ a rejont stourm gant armoù a-ene o mistri nevez. E-pad bloaz e stourmas armeoù Paoli a-enep soudarded [[Loeiz XV]] a oa dilestret war an enezenn. En [[emgann Ponte Nuovu]], d’an [[8 Mae|8 a viz Mae]] [[1769]], e vo pilet arme Paoli gant ar C’hallaoued a oa kalz niverusoc’h. Rankout a reas Pasquale Paoli tec’hout kuit ha kavout a reas repu e [[Bro-Saoz]], goude tremen e meur a vro, [[Italia]], [[Aostria]], an [[Izelvroioù]]. E pep lec’h e kave tud oc’h estlammiñ ouzh e stourm, brudet dre skridoù tud evel war ar Saoz [[James Boswell]] ("Account of Corsica") pe ar C’hallaoued [[Jean-Jacques Rousseau|Rousseau]] ha [[Voltaire]]. Pedet e oa bet gant roue Bro-Saoz ha degemeret e voe gant ar Saozon war an ton a zere ouzh pennoù stadoù.
 
Da vare an [[Dispac’hDispac'h gall]], 21 bloaz goude bezañ kuitaet e enezenn, e voe aotreet gant galloud nevez Frañs da zistreiñ da Gorsika, rak un distaoliadeg a oa bet kinniget gant [[Mirabeau]] d’an holl Gorsikiz divroet. Goude bezañ tremenet dre [[Pariz|Bariz]] ma voe degemeret gant dispac’hourien evel Mirabeau pe [[Robespierre]], ez erruas e Korsika d’ar [[14 Gouere|14 a viz Gouere]] [[1790]]. Dilestrañ a reas e Macinaggio hag un degemer eus ar c’hentañ a voe graet dezhañ gant tud ar vro. Dilennet e voe da brezidant Kuzul-ren an [[departamant]] nevez ha pennrener ar Warded Broadel war an enezenn. Buan avat ez eas faezh Paoli gant dirollerezh an Dispac’h, war an dachenn relijiel da skouer. Tamallet e voe gant ar [[Kuzuliadeg|Guzuliadeg]] a lavare e oa un treitour ha torret e voe diouzh e gargoù. Galvet e voe Korsikiz d’en em vodañ en ur c’h-Consulta (bodadeg) e Corti e 1793.
 
Ur wech adarre en em gave Paoli e penn an emsavadeg. Kavout a rae dezhañ e oa gwelloc’h da Gorsika bezañ dispartiet diouzh Frañs ha goulenn a reas skoazell Breizh-Veur. Dont a reas ar morlu saoz da reiñ dorn da armeoù Paoli en em ganne ouzh ar [[Republik]]. Buan en em gavas an darn vrasañ eus an enezenn etre daouarn emsaverien Korsika. Goulenn a reas Paoli gwarez Breizh-Veur evit ar stadig nevez. Ur rouantelezh ''saoz ha korsikat'' a voe savet hag ur besroue a voe anvet en he fenn gant Breizh-Veur. Met kouezhañ a reas e veud en e zorn da Baoli : ur Saoz, [[Gilbert Elliot]], eo a voe anvet da vesroue. Ne badas ar ''rouantelezh saoz ha korsikat'' nemet daou vloaz. Buan a-walc’h e savas freuz en enezenn. E miz Here [[1795]], war c’houlenn Elliot, e voe galvet Paoli da vont da [[Londrez]]. Er bloavezh war-lerc’h e voe adaloubet Korsika gant ar C’hallaouedC'hallaoued, hep nemeur a emgannoù. Tremen a reas Paoli ar peurrest eus e vuhez en harlu e Londrez, diwar ul leve paeet dezhañ gant roue Breizh-Veur. Mervel a reas eno d’ar [[5 C’hwevrerC'hwevrer|5 a viz C’hwevrerC'hwevrer]] [[1807]]. Abaoe [[1889]] emañ e relegoù e Korsika en-dro, e bered kêriadenn Morosaglia.
 
Goude m’en doa tremenet 47 vloaz eus e vuhez en harlu, e vez sellet ouzh Pasquale Paoli evel un haroz e Korsika, betek hiziv. Ober a reer anezhañ e [[korseg]] ''"U Babbu di a Patria"'' (e brezhoneg : " Tad ar Vro"). E anv zo bet roet da skol-veur KortiCorti, zo bet addigoret e [[1981]].
 
Meur a gêr er [[Stadoù Unanet]] a zoug an anv ''Paoli'' pe ''Paoli City'', en enor dezhañ.
Linenn 33:
 
==Liammoù diavaez==
* [http://www.pasqualepaoli.com/ Lec’hiennLec'hienn diwar-benn Pasquale Paoli]
* [http://perso.wanadoo.fr/bludimare/paoli.htm Buhez Pasquale Paoli]
* [http://www.corsica.net/corsica/fr/discov/hist/histhom.htm Corse : Les figures de l’histoire]