Cunedda : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
[[Mab]] e oa da [[Edern]] ("Eternus" e [[latin]], ha [[mab-bihan]] da [[Padarn Beisrudd|Badarn Beisrudd]] ("Paternus" e latin) a oa mab da [[Tegid]] ("Tacitus").
 
Diouzh an anvioù e weler e oa kreñv al levezon roman war an tiegezh, ha krediñ a ra da lod e oa "Peisrudd" en anv e dad-kozh abalamour d'ur vantell ruz a veze gant ofiserien uhel an arme roman. Hennezh a oa un ofiser e penn an armeoù roman e bro ar [[Votadini]], edeuet da vout rouantelezh [[Manaw Gododdin]] (pe [[Clackmannanshire]] kalz diwezhatoc'h), lakaet eno gant [[Magnus Maximus]] , daoust ma c'haller krediñ ivez e oa ur penn-meuriad [[brezhon]] hag a oa bet roet un titl ofisiel dezhañ gant ar Romaned, evel a c'hoarveze a-wechoù. Legadet e voe e garg d'e vab [[Edern ap Padarn]] ha war e lerc'h da Gunedda.
 
Kas a reas Cunedda ar Votadini en od'an stourmemgann ouzh ar [[Pikted|Bikted]] hag an [[Iwerzhoniz]] e su [[Moger Hadrian]] met war-dro [[430]] e voe dilec'hiet e lu da norzh Kembre d'heda difennzifenn ouzhar vro diouzh aloudabegoù tud Iwerzhon. En em staliañ a reas Cunedda e bro ar [[Venedoti]], er pezh a vo egin [[Rouantelezh Gwynedd]]. N'eo ket sklaer petra e oa abegoù an dilec'hiadeg-se. Marteze en doa sentet Cunedda ouzh urzhioù Maximus, pe ouzh re [[Vortigern]], penn-roue ar Vrezhoned goude disparti ar Romaned.
 
N'eo ket an holl istorourien a ya a-du gant an istor-se, avat. Krediñ a ra [[David Dumville]] n'eo ket gwall wirheñvel e kontrole ar melestradur goude-roman mat a-walc'h e dachenn er {{Vvet kantved}} da vezañ barrek da zilec'hiañ pobloù en doare ma rae an [[impalaeriezh roman]]. Evel ma oa bet marvet Maximus e [[388]] hag e oa aet kuit [[Constantine III]] gant ar pezh a chome eus al lu roman e [[407]] eo douetus he-doa an impalaeriezh kalz levezon c'hoazh war ar pezh a c'hoarveze e [[Preden]].