Shanawdithit : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : thumb|right|200px|Delwenn Shanawdithit e lec'hienn [[beothuk ar Boyd's Cove, e Douarnevez.]] Sellet a reer ouzh '''Shanawdithit''' (1801 – [[6...
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Ganet e oa sañset e 1801. Goude pakadeg [[Demasduwit]] pe Mary March, moereb Shanawdithit, e 1819, e tec'has kuit ar re vBeothuk a chome. Mervel a reas he zad e-pad amzer-nevez 1823 o kouezhañ dre ar skorn pa oa o klask achap ouzh chaseourien. Naon du dezho hag hep gwarez, Shanawdithit, he mamm hag he c'hoar a zivizas mont d'an trevadenner tostañ, un traper anvet William Cull, evit klask damant. Kaset e voe an teir maouez da [[St. John's]] e lec'h e varvas ar vamm hag ar c'hoar gant [[torzhellegezh]].
 
Shanawdithit, adanvet Nancy, a oa kaset da Exploits Island ha labourat a reas evel matezmatezh e ti John Peyton Jr. Kaset e oa en-dro da St. John's e Gwengolo 1828 gant [[William Cormack]] hag a lakaas war paper ur bern traoù a voe lavaret ganti diwar-benn he fobl. E emell Cormack e chomas betek he disparti eus Douar-Nevez e penn-kentañ 1829. Kemeret e oa war kont ar pennprokulor James Simms e lec'h e tremenas an nav mizvezh a chome gant he buhez.
 
He yec'hed bresk a zalc'has da vont da fall. Gweladennet e voe kalz gant [[William Carson]]. Mervel a reas gant an torzhellegezh e ospital St. John's e 1829.