Kelted : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: id:Bangsa Kelt
Linenn 25:
==Istor ar Gelted==
 
=== Mammennoù istorel===
Embann a reas [[Polybius]] un [[istor eus Roma]] war-dro [[150 kent J.K.]], m’en doa deskrivet Galia hag Italia hag ar brezelioù a oa etrezo ha Roma. Lavarout a reas [[Pausanias]] “en [[eil kantved kent J.-K.|eil kantved kent J.-K.]] e veve ar C’halianed, a veze anvet ar Gelted da gentañ, er ur vro er penn bellañ eus Europa war aod ur mor divent.” Deskrivañ a reas [[Posidonius]] Su Galia war-dro 100 kent J.-K. Kollet e oa bet e labour, koulskoude, daoust ma oa bet implijet diwezhatoc’h gant skrivagnerien evel [[Strabo]]. El levr diwezhañ, bet skrivet er [[1añ kantved|1añ kantved goude J.-K.]], e komzer eus Breizh-Veur ha Galia, koulz hag Hispania, Italia ha Galatia. Skrivañ a reas [[Julius Kaezar|Kaezar]] diwar-benn [[Brezelioù Galia]] (Commentarii de Bello Gallico) e 58-51 kent J.-K. [[Diodorus Siculus]] a skrivas diwar-benn ar Gelted eus Galia ha Breizh-Veur en en unan al levrioù Istor bet skrivet gantañ.
=
==Dasparzh==
 
=Kelted ar c’hevandir=
 
====Galia====
[[Image:Map Gallia Tribes Towns.png|thumb|200px|<center>Galia war-dro 54 kent J.-K.]]
{{Main|Galia}}
E deroù istor Europa e veve ar Gelted neuze en tiriad a anver Frañs hiziv hag a veze graet Galia anezhi d’ar mare-se gant ar Romaned. Tiriad ar pobloù a c’hoarveze, war a seblant, eus [[Izelvroioù|an Izelvroioù]], an Alpoù hag ar rannvro a anver Norzh Italia hiziv. Diskennidi ar pobloù-se a oa bet deskrivet gant Julius Kaezar en e levr [["Brezelioù Galia]]. Reter Galia a oa kalon ar sevenadur kornôgel la Tène. En eil Oadvezh an Houarn e oa heñvel an aozadur sokial ouzh hini ar Romaned, gant kerioù bras. Adalek an [[3e kantved kent J.-K.| 3e kantved kent J.-K.]] o doa ar C'halianed degemeret ar moneiz, koulz hag ar skridoù gant lizherennoù gresian a veze anavezet e Su Galia abaoe an eil kantved.
 
Marc'hadourien c'hresian o doa diazezet Marsilha war-dro 600 kent J.-K., evit eskemmañ gant [[Traoñienn ar Ron|Traoñienn ar Ron]], met nebeut amzer goude 500 goude J.-K. e oa bet direizhet ar c’henwerzh ha lakaet da dreiñ dreist an Alpoù war-du traoñienn ar Po en Italia. En em gavout a reas ar Romaned e traoñienn ar Ron en eil kantved goude J.-K. ha kavet o doa ur C’halia ma veze komzet keltieg dreist-holl. Ezhomm he doa Roma da astenn ar c’hehentiñ gant he froviñsoù iberek ha trec'h e oa bet war ar boblSaluvii goude bezañ brezeliet ganto en Entremont e 124-123 kent J.-K. Tamm-ha-tamm e kontrollas ar Romaned an astenn, hag ar [[Proviñs roman|Broviñs roman]] a voe krouet a-hed a-hed aod kreizdouarel. Anavezet e oa ar peurrest evel Galia.
 
E 58 kent J.-K. o doa divizet ar bobl Helveteii envroañ war-du ar c’hornôg met rediet e oant bet gant Julius Kaezar da vont war o giz. Neuze en doa brezeliet gant meuriadoù a bep seurt e Galia ha war-dro 55 kent J.-K. e oa bet aloubet an darn-vrasañ eus Galia. E 52 kent J.-K. en em savas Vercingetorix a-enep aloubadenn ar Romaned met trec’h a oa bet warno pa oant bet o lakaat ar seziz war Alezia ha kodianet o doa gantañ.
 
Da-heul Brezelioù Galia 58-51 kent J.-K. e yae Keltia d’ober al lodenn vrasañ eus ar C’halia Roman. Diskouez a ra an lec’hanvioù dielfennet e vez graet gant ar c’heltieg e reter ar Garona hag e su ar Saena hag ar Marne {{Citation needed|deiziad=Mae 2008}}.
 
====Iberia====
[[Image:Ethnographic Iberia 200 BCE.PNG|thumb|left|200px|Takadoù pennañ ar yezhoù en [[Ledenez iberek|Iberia]]. E glas emañ ar yezhoù keltiek, war-dro 200 kent J.-K.]]
{{Main|Keltiberianed}}
{{Gwelet ivez|Kentromaned al Ledenez iberek|Iberia ragistorel|Hispania|Lusitania|Gallaecia|Celtici}}
Betek dibenn an 19vet kantved e veze anavezet ar Gelted eus al ledenez iberek gant ar ouizien evel ur sevenadur danvezel a denn d’ar sevenadurioù [[Hallstatt]] ha [[La Tène]]. Ne oa ket nemeur a bobloù kelt en Iberia, hervez ar pezh a ouzer diwar-benn Oadvezh an Houarn en 19vet kantved ha n'eus ket eus ur senario sevenadurel ken aes da sevel ha hini Kreiz Europa. Soñjal a reer e oa eus tri seurt Kelted en Iberia : Ar [[Keltiberianed|Geltiberianed]] er menezioù e-kreiz al Ledenez Iberek, ar [[Celtici]] er mervent, hag ar [[Kelted|Gelted]] er gwalarn.
 
Ar ouizien a vremañ, koulskoude, o deus prouet splann e oa eus ar Gelted en Iberia ha levezon vras o doa bet ar re-se enni, dreist-holl e rannvroioù ar c’hornôg hag an norzh. Rannet eo bet Ar Gelted en Iberia e daou strollad henoniel ha sevenadurel, ha pa ne vefe ket gwall splann an doare da vezañ rannet anezho evel-se : *ur strollad a veve a-hed aodoù [[Galizia]] hag a-hed aodoù atlantel Iberia. Bevañ a raent e Lusitania(e Portugal) hag er rannvro geltiek, a veze anvet Celticia gant [[Strabo]], a oa e mervent al ledenez iberek, en ur gontañ e-barzh an Algarve, ma veve ar pobloù [[Celtici]], [[Vettones]] ha [[Vacceani]] (eus gwalarn kreiz Spagn) hag ar pobloù [[Gallaecia]], [[Astures]] ha [[Cantabrian]] eus sevenadur ar C’hastelloù, e norzh hag e gwalarn Spagn ha Portugal.
*Strollad ar Geltiberianed eus kreiz Spagn ha traoñienn uhelañ an Ebre. Eus an tiriadoù zo e Frañs hiziv an deiz e oa deuet ar bobl-se da anneziñ Iberia, e-touez ar pobloù iberek a oa enni dija.
Dre studiañ orin ar Geltiberianed e c’hallfec’h intent gwelloc’h an argerzh anneziñ ar Gelted er peurrest eus al ledenez. N'eo ket an argerzh anneziñ mervent al ledenez gant ar ar bobl [[Keltoi]], koulskoude, un dra aes da gompren. Studiadennoù zo bet graet nevez zo war ar pobloù [[Callaici]] ha [[Bracari]] e gwalarn Portugal ha doareoù nevez da gompren ar sevenadur keltiek (yezh, arz ha relijion) zo bremañ e gwalarn Iberia.
 
===Alpoù ha traoñienn ar Po===
{{Pennadoù pennañ|sevenadur Golasecca|Galia Cisalpina}}
{{Gwelet|Istor an Alpoù|Lepontii}}
 
E-pad pell amzer e ouiemp e oa bet un takad keltiek ([[Lepontic]], a oa anvet Keltia Cisalpina, e [[norzh Italia]]. Enskrivadurioù eus ar 6vet kantved kent J.-K., evit gwir, a oa bet kavet ennañ.
 
Al lec'hiad [[Golasecca]], m’en em daol ar stêr [[Ticino]] eus al [[Lenn Bras]], a oa ul lec'h a-feston evit ober eskemmoù en diabell, ma oa ar C'holasccanied hanterourien etre an Etrusked hag ar sevenadur Halstaat eus Aostria. Kementadoù bras a holen a veze eskemmet etrezo.
 
[[Image:Hallstatt culture.png|thumb|left|300px|Saviad ar[[sevenadur Golasecca]] war-du su ar [[sevenadur Hallstatt]].
 
E 391 kent J.-K. e oa tremenet ar Gelted, o doa o ziez-annez en tu all d’an Alpoù, dre an odeoù gant o holl nerzhioù hag aloubet o doa an tiriad etre an Appenninoù hag an Alpoù, hervez [[Diodorus Siculus]]. Traoñienn ar Po hag ar peurrest eus norzh Italia (Galia Cisalpina), ma oa keltiegerien o chom. [[Milano]] a oa bet diazezet gant ar re-se. Diwezhatoc’h e oa bet trec’het al lu roman e-pad [[emgann Allia]] ha drastet e oa bet Roma gant ar [[Senoned]] e 390 kent J.-K.
 
E-pad emgann Telamon e 225 kent J.-K. e oa chomet stanket un arme bras a Gelted etre daou nerzh lu Romaned ha trec’h a oant bet warnañ.
 
Trec’h e oa bet ar Romaned war ar Samnited, ar Gelted hag an Etrusked, a oa kevredet an eil re gant ar re all, e-pad [[trede brezel ar Samnited]] hag adalek ar mare-se ne veze ket mui ar Gelted mestr war en Europa ar c’hevandir, met ne oa nemet e 192 kent J.-K. e krogas al luioù roman da aloubiñ rouantelezhiù diwezhañ dizalc’h ar Gelted en Italia.
 
En em ziazezet e oa ar Gelted muioc'h er su d'ar Po evel ma c'haller gwelet war meur a gartenn. Dismantroù e Doccia, ur gêr e proviñs [[Emila-Romagna]], a ginnig tiez e-ratre-vat savet gant ar Gelted adalek ar 4e kantved kent J.-K.{{Citation needed|deiziad=Miz Genver 2009}}
 
==Levrlennadurezh==