Diforc'hioù etre adstummoù "Kelted"

3 294 okted ouzhpennet ,  11 vloaz zo
Testennoù ouzhpennet
(Testennoù ouzhpennet)
 
==Istor ar Gelted==
 
=== Mammennoù kentistorel===
{{See|Oadvezh an Houarn en Europa}}
[[Image:Hallstatt culture.png|thumb|300px|Kartenn ar Sevenadur Hallstatt]]
E [[roll an diskiblezhioù akademiek |diskiblezhioù akademiek]] a bep seurt e vez sellet ouzh ar Gelted evel un anadenn eus Oadvezh an Houarn e Kreiz Europa, dre ar sevenadurioù Hallstatt ha hini La Tène. Rouez eo ar c’havadelloù arkeologoel a-fet ar sevenadur Hallstatt ha hini La Tène el ledenez iberek, ha dre-se ne n’eus ket trawalc’h a brouennoù evit lavaret e oa bet ur senario sevenadurel heñvel ouzh hini Kreiz Europa. Ken diaes eo ober ul liamm etre orin al ledenez kelt ha sevenadur ar parkadoù jarligoù kañv kent. Dre-se e soñjer abaoe nebeut amzer e oa bet ur seulad kentistorel hag un argerzh sevenadur a oa bet an deroù anezhañ en Oadvezh an Arem [[Sevenadur kloc'hheñvel|Sevenadur kloc'hheñvel]].<ref
 
name=Lorrio>[http://www.uwm.edu/Dept/celtic/ekeltoi/volumes/vol6/6_4/lorrio_zapatero_6_4.html] The Celts in Iberia:An Overview - Alberto J. Lorrio (Skol-veur Alicante) & Gonzalo Ruiz Zapatero ([[Skol-Veur Complutense Madrid| Skol-Veur Complutense Madrid]]) - Journal of Interdisciplinary [[Celtic studies|Celtic Studies]], Volume 6: 167-254 The Celts in the Iberian Peninsula, February 1, 2005</ref>
 
Sevenadur Oadvezh an Houarn [[Sevenadur Hallstatt|Hallstatt]] (war-dro 800 kent J.-K.) ha hini [[Sevenadur La Thène|La Tène]] (war-dro 500-50 kent) zo liammet peurliesañ ouzh ar C’hentistor hag ar Sevenadur keltiek. .<ref>F. Fleming, ''Heroes of the Dawn: Celtic Myth'', 1996. p. 9 & 134.</ref>
 
Aet e oa ar Sevenadur La Tène war-raok hag e barr e bleuñv e oa bet e-pad Eil Oadvezh an Houarn (adalek 450 goude J.-K. betek aloubadenn ar Romaned er c’hantved kentañ goude J.-K.) e reter [[Frañs]], e [[Suis]], en [[Aostria]], e mervent [[Alamagn]], e [[Republik Tchekia]], e [[Slovakia]] hag en [[Hungaria]]. Aet e oa war-raok er-maez eus ar sevenadur Hallstatt hep ma vije un torr er sevenadur, dindan levezon vras ar sevenadur gresian, ha goude gant sevenadur an Etrusked. Cheñchet e oa bet diazezadurioù kreizennoù zo er 4e kantved.
 
Sevenadur La Tène ar C’hornôg a glot gant [[Galia|Galia Geltiek]] istorel. Ma talvez an dra-se e oa lakaet holl ar sevenadur La Tène war anv ur bobl gelt unvan ez eo diaes da briziañ; henoniourien o devez kendastumet meur a wech ne oa ket ar yezh, ar sevenadur danvezel hag ar [[strollad politikel|c’henezeladur politikel]] o ren keñver-ha-keñver dre ret.
Stadañ a ra Frey an dra-se er [[5vet kantved]], “Ne oa ket heñvel al lidoù kañv er bed keltiek; strolladoù lec’hiet o doa o c’hredenn dezho o-unan ha dre-se o doa bet ivez eztaoladennoù arzel disheñvel”.<ref>*[http://web.archive.org/web/20071203185235/http://www.ria.ie/publications/journals/journaldb/index.asp?select=fulltext&id=100427. Otto Hermann Frey, "Un doare nevez da dostaat ouzh an arz keltiek abred"]. Setting the Glauberg finds in context of shifting iconography, [[Royal Irish Academy]] (2004)</ref> Neuze, tra ma klot sur a-walc’h ar sevenadur La Tène gant [[Galia]], e c’hall bezañ dleet an artefaktoù La Tène d’an darempredoù sevenadurel ha ne lavar ket e veze bepred bezant ar geltiegerien.
[Image:Hallstatt.png|thumb|left|330px|Hallstatt & La Tene cultures]]
 
 
=== Mammennoù istorel===
Embann a reas [[Polybius]] un [[istor eus Roma]] war-dro [[150 kent J.K.]], m’en doa deskrivet Galia hag Italia hag ar brezelioù a oa etrezo ha Roma. Lavarout a reas [[Pausanias]] “en [[eil kantved kent J.-K.|eil kantved kent J.-K.]] e veve ar C’halianed, a veze anvet ar Gelted da gentañ, er ur vro er penn bellañ eus Europa war aod ur mor divent.” Deskrivañ a reas [[Posidonius]] Su Galia war-dro 100 kent J.-K. Kollet e oa bet e labour, koulskoude, daoust ma oa bet implijet diwezhatoc’h gant skrivagnerien evel [[Strabo]]. El levr diwezhañ, bet skrivet er [[1añ kantved|1añ kantved goude J.-K.]], e komzer eus Breizh-Veur ha Galia, koulz hag Hispania, Italia ha Galatia. Skrivañ a reas [[Julius Kaezar|Kaezar]] diwar-benn [[Brezelioù Galia]] (Commentarii de Bello Gallico) e 58-51 kent J.-K. [[Diodorus Siculus]] a skrivas diwar-benn ar Gelted eus Galia ha Breizh-Veur en en unan al levrioù Istor bet skrivet gantañ.
 
=
==Dasparzh==
 
=Kelted ar c’hevandir=
428

modifications