Kelted : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Testennoù ouzhpennet
Linenn 26:
 
=== Mammennoù kentistorel===
{{SeeMain|Oadvezh an Houarn en Europa}}
[[Image:Hallstatt culture.png|thumb|300px|Kartenn ar Sevenadur Hallstatt]]
E [[roll an diskiblezhioù akademiek |diskiblezhioù akademiek]] a bep seurt e vez sellet ouzh ar Gelted evel un anadenn eus Oadvezh an Houarn e Kreiz Europa, dre ar sevenadurioù Hallstatt ha hini La Tène. Rouez eo ar c’havadelloù arkeologoel a-fet ar sevenadur Hallstatt ha hini La Tène el ledenez iberek, ha dre-se ne n’eus ket trawalc’h a brouennoù evit lavaret e oa bet ur senario sevenadurel heñvel ouzh hini Kreiz Europa. Ken diaes eo ober ul liamm etre orin al ledenez kelt ha sevenadur ar parkadoù jarligoù kañv kent. Dre-se e soñjer abaoe nebeut amzer e oa bet ur seulad kentistorel hag un argerzh sevenadur a oa bet an deroù anezhañ en Oadvezh an Arem [[Sevenadur kloc'hheñvel|Sevenadur kloc'hheñvel]].<ref
Linenn 38:
Sevenadur La Tène ar C’hornôg a glot gant [[Galia|Galia Geltiek]] istorel. Ma talvez an dra-se e oa lakaet holl ar sevenadur La Tène war anv ur bobl gelt unvan ez eo diaes da briziañ; henoniourien o devez kendastumet meur a wech ne oa ket ar yezh, ar sevenadur danvezel hag ar [[strollad politikel|c’henezeladur politikel]] o ren keñver-ha-keñver dre ret.
Stadañ a ra Frey an dra-se er [[5vet kantved]], “Ne oa ket heñvel al lidoù kañv er bed keltiek; strolladoù lec’hiet o doa o c’hredenn dezho o-unan ha dre-se o doa bet ivez eztaoladennoù arzel disheñvel”.<ref>*[http://web.archive.org/web/20071203185235/http://www.ria.ie/publications/journals/journaldb/index.asp?select=fulltext&id=100427. Otto Hermann Frey, "Un doare nevez da dostaat ouzh an arz keltiek abred"]. Setting the Glauberg finds in context of shifting iconography, [[Royal Irish Academy]] (2004)</ref> Neuze, tra ma klot sur a-walc’h ar sevenadur La Tène gant [[Galia]], e c’hall bezañ dleet an artefaktoù La Tène d’an darempredoù sevenadurel ha ne lavar ket e veze bepred bezant ar geltiegerien.
[Image:Hallstatt.png|thumb|left|330px|Hallstatt & La Tene cultures]]
 
 
=== Mammennoù istorel===