Gwladus (santez) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
==Etre mojenn hag istor==
 
Anavezet eo dre buhezskridoù daou sant brezhon, hini Cadoc, savet war-dro 1100 gant [[Lifris]]<ref>Lifris, '[[Vita sancti Cadoci]])', Vitae sanctorum Britanniae et genealogiae, ed. and trans. A. M. Wade-Evans (1944), 24–141 </ref> ha hini Sant [[Gwynllyw]] (war-dro 1120) <ref>'Vita sancti Gundleii', Vitae sanctorum Britanniae et genealogiae, ed. A. W. Wade-Evans (1944), 172–93 </ref> . Munudoù disheñvel a zo en daou skrid. Meneget eo anv Gwladus e rolloù rouaned Kembre ivez.
 
Hi eo an hini anavezetañ eus bugale niverus Brychan. Brudet e oa he c'hened, ha plijout a reas d'ar roue [[Gwynllyw]] a rene e [[Gwynllwg]] e kreisteiz Kembre. Hervez '' [[Buhez Kadog]] '' e nac'has he zad reiñ anezhi da Gwynllyw , ma teuas danvez e vab-kaer da gerc'hat e bried gant 300 soudard hag e kasas anezhi gantañ eus [[Talgarth]].