Kelted : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 53:
Marc'hadourien c'hresian o doa diazezet Marsilha war-dro 600 kent J.-K., evit eskemmañ gant [[Traoñienn ar Ron|Traoñienn ar Ron]], met nebeut amzer goude 500 goude J.-K. e oa bet direizhet ar c’henwerzh ha lakaet da dreiñ dreist an Alpoù war-du traoñienn ar Po en Italia. En em gavout a reas ar Romaned e traoñienn ar Ron en eil kantved goude J.-K. ha kavet o doa ur C’halia ma veze komzet keltieg dreist-holl. Ezhomm he doa Roma da astenn ar c’hehentiñ gant he froviñsoù iberek ha trec'h e oa bet war ar boblSaluvii goude bezañ brezeliet ganto en Entremont e 124-123 kent J.-K. Tamm-ha-tamm e kontrollas ar Romaned an astenn, hag ar [[Proviñs roman|Broviñs roman]] a voe krouet a-hed a-hed aod kreizdouarel. Anavezet e oa ar peurrest evel Galia.
 
E 58 kent J.-K. o doa divizet ar bobl Helveteii envroañ war-du ar c’hornôg met rediet e oant bet gant Julius Kaezar da vont war o giz. Neuze en doa brezeliet gant meuriadoù a bep seurt e Galia ha war-dro 55 kent J.-K. e oa bet aloubet an darn-vrasañ eus Galia. E 52 kent J.-K. en em savas VercingetorixVerkingetorix a-enep aloubadenn ar Romaned met trec’h a oa bet warno pa oant bet o lakaat ar seziz war Alezia ha kodianet o doa gantañ.
 
Da-heul Brezelioù Galia 58-51 kent J.-K. e yae Keltia d’ober al lodenn vrasañ eus ar C’halia Roman. Diskouez a ra an lec’hanvioù dielfennet e vez graet gant ar c’heltieg e reter ar Garona hag e su ar Saena hag ar Marne {{Citation needed|deiziad=Mae 2008}}.
 
====Iberia====