Diforc'hioù etre adstummoù "Kelted"

1 843 okted ouzhpennet ,  11 vloaz zo
ouzhpennañ ur pennad
(ouzhpennañ ur pennad)
 
En em ziazezet e oa ar Gelted muioc'h er su d'ar Po evel ma c'haller gwelet war meur a gartenn. Dismantroù e Doccia, ur gêr e proviñs [[Emila-Romagna]], a ginnig tiez e-ratre-vat savet gant ar Gelted adalek ar 4e kantved kent J.-K.{{Citation needed|deiziad=Miz Genver 2009}}
 
 
=== Avielañ Iwerzhon ===
 
En Iwerzhon e padas pell a-walc'h ar sevenadur keltiek dre ma oa un enezenn eus Iwerzhon. N’o doa ket al legionoù roman treizhet [[Mor Iwerezhon]] hag e-se n’o doa ket draset sevenadur ar vro gant o hini, ha pa veze darempredoù etre ar [[Gouezeled|Ouezeled]] hag an [[Impalaeriezh roman]] adalek ar [[1añ kantved kent J.-K.]]
 
Pa voe gounezet ar pobloù kelt d’ar feiz kristen, ar re a oa oc’h ar begenn anezho da gentañ, ez antreas Iwerzhon er [[Krennamzer|Grennamzer]] europat. Cheñchet o doa relijion met n’o doa cheñchet o renkadoù belegek : kouezhañ a reas an [[drouizelezh]]en he foull met an drouized a voe kristenaet da gentañ ha dont a rejont da vezañ [[Beleg katolik|beleien]] an iliz nevez. Gant an deskadurezhioù nevez degaset d'ar seulad kelt e voe krouet ar pezh a anver ar [[gristinelezh keltiek]].
 
N’anavezer ket penaos e oa bet avielet ar vro hag ar mammennoù zo en ho kerzh zo buhezioù ar sent dreist-holl. E [[431]] e kasas ar pab [[Celestin 1añ]] ur [[Galian]], a oa Palladius e anv, da avielañ ar « [[Skoted] ». E [[452]] ez eo ar [[Breton-ha-Roman]] Maewyn Succat, lesanvet [[sant Padrig]], a zouaras en enezenn. Hañvalout a ra e oa bet an hini kentañ o kas da benn e gefridi e [[Leinster]] hag an eil en [[Ulster]] hag e [[Connaught]]. Brudet eo Padrig rak skarzhet an naeron kuit eus an enezenn ha displeget en doa an [[Dreinded santel]] war-bouez ur velchonenn deir.
 
Dre ma oa ar gevredigezh keltiek ur seurt [[doueriegezh]] ne c'hallas lakaat ar pobloù kelt da dreiñ d'ar feiz kriten hep kregiñ gant ar c'hlas belegek ha « diskouezet » en dije Padrig d’an drouized e oa kreñvoc’h e vre eget o re dezho. Ma chom roudoù zo eus an hengoun keltik e ranko Iwerzhon talañ ouzh ur sevenadur all, hini ar Vikinged, e dibenn {{an VIIIvet kantved}}.
 
 
==Levrlennadurezh==
*Tadhg O Droichead. Orin ar ger kelt. ''In'' : [[Al Liamm]], n° 250, Gwengolo-Here, 1998.
*[[Wenceslas Kruta|Kruta, Wenceslas]]. Les Celtes.
 
{{Liamm PuB|it}}
 
428

modifications