Diforc'hioù etre adstummoù "Kelted"

2 087 okted ouzhpennet ,  11 vloaz zo
ouzhpennañ ur pennad
(ouzhpennañ ur pennad)
(ouzhpennañ ur pennad)
 
En em ziazezet e oa ar Gelted muioc'h er su d'ar Po evel ma c'haller gwelet war meur a gartenn. Dismantroù e Doccia, ur gêr e proviñs [[Emila-Romagna]], a ginnig tiez e-ratre-vat savet gant ar Gelted adalek ar 4e kantved kent J.-K.{{Citation needed|deiziad=Miz Genver 2009}}
 
 
==Ar Gelted er Balkanioù==
 
[[Image:Celts.png|thumb|310px|right|Meuriadoù kelt e gevred Europa war-dro ar 1añ kantved kent J.-K. (e glas)]]
 
En em ledañ a reas ar Gelted ivez war ribloù an Danub hag hec’h adstêrioù. Ar [[ Scordisci]], unan eus ar meuriadoù levezonus, o doa diazezet o c'hêr-benn e [[Singidunum]]([[Beograd]] (Serbia) hiziv an deiz) en 3e kantved kent J.K.- Diskouez a ra an torgennoù mogeriet hag ar beredoù niverus e oa stank an dud o chom e [[Tisza]], traoñienn [[Vojvodina]] hiziv an deiz, [[Hungaria]] hag en [[Ukraina]]. An [[Dasianed]] o doa miret outo, koulskoude, d’en em ledañ e [[Romania]].
 
En em ziazezañ a reas ar Gelted pelloc'h er su e [[Trakia]] ([[Bulgaria]]), a oa bet renet ganto e-pad ouzhpenn ur c’hantved, hag en [[Anatolia]], ma oant en em ziazezet evel ar [[Galatianed|C’halatianed]]. Petra bennak ma oant pell diouzh ar peurrest eus ar bed keltiek, ar C'halatianed o doa kendalc’het d’ober gant o yezh keltiek e-pad seizh kant vloaz da nebeutañ. [[Sant Jerom]], a oa bet o weladenniñ Ancyra (Ankara hiziv an deiz) e 373 goude J.-K., en doa keñveriet o yezh gant hini an [[Treveri]] e norzh Galia.
 
Ar meuriad [[Booi]] en deus roet e anv da [[Bohemia|Vohemia]], [[Bologna]] hag ivez da [[Bavaria|Vavaria]] marteze. Artefaktoù keltiek ha beredoù zo bet dizoloet pelloc’h er reter, er broioù a anver [[Polonia]] ha [[Slovakia]] bremañ. Ur pezh moneiz keltiek ([[Biateg]]) eus [[Bratislava]] zo diskouezet war ur pezh moneiz slovak 5 kurunenn hiziv an deiz.
 
Evel ma ne c'haller ket prouiñ e oa bet aloubidigezhioù bras en un nebeud takadoù all d'ar mare-se, soñjal a ra ur skol a vremañ e oa en em astennet ar yezh hag ar sevenadur keltiek en takadoù-se dre zaremprediñ kentoc’h. Testeniekaet eo aloubidigezhioù Italia hag ar Balkanioù (Gres ha kornôg Anatolia) gant ar Gelted en Istor gresian ha latin.
 
Niverus e oa ar Gelted e gourc'hemennoù roueed Egipt. Miliadoù anezho a veze implijet e 283-246 kent J.-K. ha servijout a raent atav war-dro 186 kent J.-K. Klasket o doa diskar Plotemee II..
 
 
=== Avielañ Iwerzhon ===
 
En Iwerzhon e padas pell a-walc'h ar sevenadur keltiek dre ma oa un enezenn eus Iwerzhon. N’o doa ket al legionoù roman treizhet [[Mor Iwerezhon]] hag e-se n’o doa ket draset sevenadur ar vro gant o hini, ha pa veze darempredoù etre ar [[Gouezeled|Ouezeled]] hag an [[Impalaeriezh roman]] adalek ar [[1añ kantved kent J.-K.]]
 
Pa voe gounezet ar pobloù kelt d’ar feiz kristen, ar re a oa oc’h ar begenn anezho da gentañ, ez antreas Iwerzhon er [[Krennamzer|Grennamzer]] europat. Cheñchet o doa relijion met n’o doa cheñchet o renkadoù belegek : kouezhañ a reas an [[drouizelezh]]en he foull met an drouized a voe kristenaet da gentañ ha dont a rejont da vezañ [[Beleg katolik|beleien]] an iliz nevez. Gant an deskadurezhioù nevez degaset d'ar seulad kelt e voe krouet ar pezh a anver ar [[gristinelezh keltiek]].
428

modifications