Emgleo Breiz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: ca:Emgleo Breiz
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
- '''Emgleo Breiz''' zo ur c'hevredad, pe ur c'hengevredad, aozadurioù a ra gant ar brezhoneg, dreist-holl evit embann levrioù skrivet en doare-skrivañ a vez graet "[[skolveurieg]]" anezhañ gant e implijerien.
 
==Istor==
Linenn 6:
Pellaat a felle d'e renerien diouzh menozioù an emsav a-raok hag e-pad ar brezel, ha chom feal d'ar brezhoneg pobl.
 
Enebet e oa ouzh [[Kuzul ar brezhoneg]], savet e [[1959]], a felle dezhañ kenderc'hel gant labour [[Gwalarn (kelaouenn)]], ha brudañ ar [[peurunvan]].
 
==Embannadurioù==
Er bloavezhioù 1950, e voe embannet levrioù dindan anv ''Emgleo Breiz'', gant
* [[Ar Falz]]-Skol Vreiz, ur c'hevredad hag a oa dezhañ ur gelaouenn anvet [[Ar Falz]]-Skol Vreiz, renet e-pad pell gant [[Per Honoré]], eus [[Plourin-Montroulez]]; er bloavezhioù 1970 e savas a-du gant un trede doare-skrivañ, a vez graet "[[etrerannyezhel]]" anezhañ gant e implijerien; goude e troas a-du gant ar ''peurunvan'' hag e voe savet ti-embann [[Skol Vreizh]];
*ar gelaouenn [[Brud]], hiriv [[Brud Nevez]], renet e-pad pell gant [[Andreo Merser]], hag hiriv gant [[Fañch Broudig]].
 
Ur c'hatalog 450 oberenn zo gant Brud Nevez, Ar Skol Vrezoneg hag Emgleo Breiz. Bep bloaz e teu 10 pe 15 levr nevez gante.
 
==Liamm diavaez==
* [http://www.emgleobreiz.com/ Lec'hienn Emgleo Breiz]