Diforc'hioù etre adstummoù "Kelted"

3 675 okted ouzhpennet ,  11 vloaz zo
ouzhpennañ ur pennad
(ouzhpennañ ur pennad)
Unan eus dezverkoù pennañ an arz kelt eo e veze graet kalz a dresoù a daolenne tud pe elfennoù eus an natur, evel ar gweadegoù, ha techet e vezent da ezteuler traoù difetis. En he bleuñvenn e oa ar c’hiz-se, a oa deuet eus ar sevenadur hallstat, pa voe graet enlivadurioù an dornskridoù keltiek eus Iwerzhon pe Skos d'ar mare ma oa bet troet pobloù d'ar feiz kristen war an enezenn. [[Levr Kells]] zo e-touez an dornskridoù-se (gwelet ivez manati [[Iona (Skos|Iona]]).
*an delv zo bet adkavet war bezioù zo a daolenn paotred en o sav, dezho kreskennoù a bep tu d'o fenn. Ouzhpenn ma taolennont kadourien e c’hallfe bezañ drouized anezho ivez. Gant ar re-mañ e veze touzet o fenn a-us d’o zal ha lezet e veze ganto o blev da greskiñ a bep tu ha plezhennoù a veze graet ganto. Ar c’hreskennoù-se a vije, a-hervez, un doare eeun da daolenniñ ar plezhennoù blev-se savet a bep tu d’o fenn.
 
=== Drouiziezh ===
 
[[Image:Two Druids.PNG|thumb|Daou zrouiz war izelvos Autun.]]
{{gwerenn-greskiñ|Drouizelezh}}
 
A-raok ma voe aloubet Galia gant ar Romaned, ha, war a seblant, goude ma oa bet aloubet an inizi, e oa an drouiziezh perzh pennañ relijion ar Gelted kozh. Testeniekaet eo ar « gloer » zrouizel gant meur a aozer en Henamzer da vareoù disheñvel hag e lec'hioù disheñvel er bed keltiek. En Iwerzhon, hervez an hengoun, e soñjer e vije bet krouet an drouiziezh gant ar [[Partholien|Bartholonien]], hag a oa en em gavet en Iwerzhon e 312 goude J.-K. war-lerc’h al Liñvadenn. E Galia e soñjer e voe hollbouezus ar roll c’hoariet gant an drouized en emsavadeg [[52 kent J.-K.|-52]] ha, goude e stourmoù ar C’halianed er c’hantved kentañ. Abalamour da unan eus ar stourmoù-se, bet danevellet gant [[Tacite]] en e “Istorioù”, e vije bet krog pennoù-bras Roma e [[21|21 goude J.-K.]] da sevel a-enep an drouized c’halian.
 
Karget e oa ar « gloer » zrouizel da blediñ gant al lidoù sakr ha sevenadurel : an drouized hepken o doa gwir da ginnig aberzhoù tud a-wechoù met dreit-holl aberzhoù loened pe aberzhoù arouezel (evel m'eo testeniekaet war taolennoù-gouestl e koad bet krouet en andon ar Saena). Abalamour ma veze kinniget aberzhoù tud, ouzhpenn se, e voe berzet ouzh an drouized seveniñ o relijion da vare an Impalaer [[Tiberius Caesar Augustus]] (pe [[Klaodius Iañ]] evit skrivagnerien zo).
 
Gwirioù brientek all o doa an drouized : an deskadurezh, an diplomatiezh, an istor, al lignezouriez, al lec'hanvadurezh, ar vezegiezh hag an divinouriezh. Hanterourien etre an doueed hag an dud e oa an drouized, dre ma oa bras o anaoudegezh (Studioù a raent war-dro 20 vloaz, hervez Julius Kaezar) ha dre ma vezent mistri war ar strobinellerezh.
 
An drouiz a c'hoarie ivez roll ur c'huzulier politikel evit ar roue. Int o-daou a c'hallje bezañ un daouad hag ar roue a rene e vro dindan levezon an drouiz. An drouiz [[Diviciacos]], kempred ad [[Marcus Tullius Cicero]] a oa bet an hini kentañ o soñjal aloubiñ Galia, a oa penn politikel an Haedui, war a seblant.
 
Tudenn greñvañ ar gevredigezh keltiek e oa an drouiz e pep keñver. Ministr an azeulerezh, prederour, mirour an Anaoudegezh hag ar Furnez, istorour, den a lezenn hag ivez kuzulier milourel ar roue ha klas ar gadourien war un dro e oa. Posubl eo e oa bet reoliet buhez-holl ar Gelted gant an drouized da vareoù zo.
 
Gallout a reer soñjal en doare-se o doe an drouized ur roll diazezer evit ar sevenadur keltiek a-bezh hag evit a sell ouzh holl reolennoù ar gevredigezh kelt.
 
Gouzout a ouzomp hep mont re don penaos e voe aozet klas ar veleien. Tri seurt « micherioù » relijiel a vez anavezet er bed keltiek :
*an drouiz, da lavaret eo pep ezel eus ar c'hlas belegek, a gase e gefridi e domanioù ar relijion, an aberzhañ, ar justis, an deskadurezh, ar varzhoniezh, an divinouriezh, h.a. ;
* ar '''[[Barzh (drouiziezh)|barzh]]''' a oa un arbennigour war ar varzhoniezh skrivet ha dre gomz. Kefridiet e veze da flemmañ, da pe da damall;
* an '''[[ovat]]''' zo un devinour. Plediñ a rae dresit-holl gant an azeulerezh, an divinouriezh hag ar vezegiezh. Ar maouezed a gemere perzh er gefridi-se a ziouganerezed.
 
Peuzsur omp e oa eus un urzhaz drouizel e Galia ivez, hervez an testennnoù latin zo chomet ha drezo e ouzer e veze aozet ur vodadeg bep bloaz gant an drouized (war dachenn an [[Carnutes]] (Latin Carnuti), e-kichen [Chartres]]. Gouzout a reomp ganto ivez e oa ur "Grutater", da lavaret eo ur penndrouiz, en dije kemeret perzh da vat e politikerezh Galia. Ul liamm, war a seblant, e vije bet an drouizelezh, etre ar pobloù kelt.
 
==Levrlennadurezh==
[[vi:Người Celt]]
[[zh:凯尔特人]]
 
----
428

modifications