Kelted : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
ouzhpennañ ur pennad
ouzhpennañ ur pennad
Linenn 123:
*an delv zo bet adkavet war bezioù zo a daolenn paotred en o sav, dezho kreskennoù a bep tu d'o fenn. Ouzhpenn ma taolennont kadourien e c’hallfe bezañ drouized anezho ivez. Gant ar re-mañ e veze touzet o fenn a-us d’o zal ha lezet e veze ganto o blev da greskiñ a bep tu ha plezhennoù a veze graet ganto. Ar c’hreskennoù-se a vije, a-hervez, un doare eeun da daolenniñ ar plezhennoù blev-se savet a bep tu d’o fenn.
 
=== Drouiziezh ===
 
[[Image:Two Druids.PNG|thumb|Daou zrouiz war izelvos Autun.]]
 
{{gwerenn-greskiñ|Drouizelezh}}
 
A-raok ma voe aloubet Galia gant ar Romaned, ha, war a seblant, goude ma oa bet aloubet an inizi, e oa an drouiziezh perzh pennañ relijion ar Gelted kozh. Testeniekaet eo ar « gloer » zrouizel gant meur a aozer en Henamzer da vareoù disheñvel hag e lec'hioù disheñvel er bed keltiek. En Iwerzhon, hervez an hengoun, e soñjer e vije bet krouet an drouiziezh gant ar [[Partholien|Bartholonien]], hag a oa en em gavet en Iwerzhon e 312 goude J.-K. war-lerc’h al Liñvadenn. E Galia e soñjer e voe hollbouezus ar roll c’hoariet gant an drouized en emsavadeg [[52 kent J.-K.|-52]] ha, goude e stourmoù ar C’halianed er c’hantved kentañ. Abalamour da unan eus ar stourmoù-se, bet danevellet gant [[Tacite]] en e “Istorioù”, e vije bet krog pennoù-bras Roma e [[21|21 goude J.-K.]] da sevel a-enep an drouized c’halian.
Linenn 146:
 
Peuzsur omp e oa eus un urzhaz drouizel e Galia ivez, hervez an testennnoù latin zo chomet ha drezo e ouzer e veze aozet ur vodadeg bep bloaz gant an drouized (war dachenn an [[Carnutes]] (Latin Carnuti), e-kichen [Chartres]]. Gouzout a reomp ganto ivez e oa ur "Grutater", da lavaret eo ur penndrouiz, en dije kemeret perzh da vat e politikerezh Galia. Ul liamm, war a seblant, e vije bet an drouizelezh, etre ar pobloù kelt.
 
==Deiziataer relijiel==
 
[[Image:Coligny.jpg|right|thumb|200px|Deiziataer Coligny]]
Hervez mammennoù Iwerzhon e veze lusket ar bloavezh keltiek gant pevar [[Gouel relijiel keltiek|gouel relijiel]] bras a oa ret. A bouez e oa daou anezho : « [[Samain]] » d’an 31 a viz Here pe d’ar 1añ a viz Du (diouzh hon deiziataer) ha “[[Belthaine]] d’an 30 a viz Ebrel pe d’ar 1añ a viz Mae. Ne oa ket ken pouezus an daou ouel all : « [[Imbolc]] » d’ar 1añ pe d’an 2 a viz C’hwevrer ha « [[Lugnasad]] d’ar 1añ a viz Eost. « Gwelet ar studiadenn gant Christian-J. Guyonvarc’h ha Françoise Le Roux, « Ar gouelioù keltiek », Ouest-France Université, dastumad « De mémoire d’homme : an Istor ».
 
* '''[[Samain (mojennerezh)|Samain]]''', a veze lidet d’ar 1añ a viz Du eus hon deiziataer, a glot gant deroù ar bloaz ha gant hini ar c’houlad du. Daou goulzad hepken a oa er bloavezh keltiek : ur c’houlzad du eus Samain da Veltaine, hag ur c’houlzad sklaer. Un tregont bloaz bennak a yae d’ober ar « c’hantvedoù ». Ur gouel tremen e oa ha padout a rae ur sizhunvezh, da lavaret eo e veze lidet tri devezh a-raok ha tri devezh goude. Deroù ar bloaz nevez ha dibenn ar bloaz kozh e oa war un dro. Lidoù a veze graet gant an drouized, bodadegoù, evadegoù ha banvezioù lidel. Dibar e oa dre ma oa digor war ar « Bed all », da lavaret eo ar [[Sidh]] gant Iwerzhoniz) ha gantañ e veze harpet an darempredoù etre an dud hag an doueed. E Galia e oa ivez eus ar gouel-se, anvet “Samonios” (ar ger a dalvez da envel ar miz a glot mui pe vui gant hor miz Du). Testeniekaet eo e deiziataer Coligny.
* '''[[Imbolc]]''', a veze lidet d’ar 1añ a viz C’hwevrer. N’ouzer ket gwall dra diwar e benn. Ur gouel glanañ ha lufrañ e vije, a-hervez.
* '''[[Beltaine]]''', a veze lidet d’ar 1añ a viz Mae, a verke un torr er bloaz, da lavaret eo ez eus an tremen eus ar c’houlzad du d’ar c’houlzad sklaer, sklêrijennus. Degas a rae cheñchamantoù e buhez an dud peogwir ez akroge an dud gant obererezhioù diouzh deiz : chaseal, brezeliañ, skrapadegoù, aloubadennoù gant ar vrezelerien, deroù labourioù an douaroù hag ar maezioù evit al labourerien-douar hag an desaverien loened.
* '''[[Lugnasad]]''', da lavaret eo « bodadeg Lug », a veze lidet d’ar 1añ a viz Eost da vare an eostadoù. Gouel ar roue e oa ha dreist-holl hini ar riegezh dre ma veze addasparzhet ar pinvidigezhioù. Un ehan e oa ivez evit ar soudarded. Ganto e veze lidet ar peoc’h, ar vignoniezh, ar builhentez ha berzh ar rouantelezh.
 
Gant [[deiziataer Coligny]], ar vammenn bennañ zo en hor c’herz, e vez anavezet an deiziataer keltiek ganimp. Krouet e oa bet da vare ar C'halianed-ha-Romaned.
 
 
 
==Levrlennadurezh==