Diforc'hioù etre adstummoù "Kelted"

4 909 okted ouzhpennet ,  11 vloaz zo
ouzhpennañ ur pennad
(ouzhpennañ ur pennad)
(ouzhpennañ ur pennad)
Gant [[deiziataer Coligny]], ar vammenn bennañ zo en hor c’herz, e vez anavezet an deiziataer keltiek ganimp. Krouet e oa bet da vare ar C'halianed-ha-Romaned.
 
==Doueed ha kredennoù==
 
Unan eus ar poentoù an diaesañ da gompren eo speredelezh ar Gelted peogwir n’eus ket a vammennoù orin.
 
Ar Gelted o doa, a-hervez, a veze azeulet ganto mui pe vui kement a zoueed hag ar C’hresianed hag ar Romaned (tost pevar c’hant doue kelt zo bet kontet), met n’ouzer ket hag azeulet e oant er memes mod e pep lec’h er bed keltiek hag e oa ur framm hepken. Doueed pennañ ar C’halianed, hervez deskrivadurioù Julius Kaezar, koulskoude, a oa o anv heñvel ouzh anvioù an Doueed zo meneget e mojennoù iwerzhonat ar Grennamzer, hag ar memes kargoù o doa.
 
An aozerien latin ha gresian o doa meneget un nebeud doueed galian en o skridoù, hep lavaret perak o doa dibabet anezho : [[Épona]], [[Taranis]], [[Esus]] ha [[Lug (doue)|Lug]] a vez anavezet evel-se.
 
Dre al lec’hanvadurezh ez anavezomp un nebeud traoù diwar-benn kredennoù ar Geltde kozh. Soñjal a reomp evel-se e veze azeulet [[Lug (doue)|Lug]] war an uhelennoù. Al lec’hanv Da skouer, “Lugdunum”, deuet da vezañ [[Lyon]] hiziv an deiz, a dalvez kreñvlec’h pe meneg Lug.
 
[[Image:Gundestrupkarret2.jpg|350px|thumb|right|Munud eus unan panelloù diabarzh [[pod-houarn Gunestrup]], Mirid broadel Danmark, Kopenhagen]]
Sevel a ra kudennoù evit a sell lec’h an doueed kelt en arz. E-pad pell amzer e oa bet hollbouezus [[pod-houarn Gunderstrup]], un pezh kavet en un taouarc’h en Danmark, dre ma sonjed gouzout hiroc’h diwar-benn doueed ar Gelted. Met hennezh, a oa bet kinklet warnañ un toullad mat a zoueed hag a laka war wel e-leizh a vojennoù a oa e boutin etre ar pobloù a oa o chom en Europa, hag a oa bet levezonet gant pobloù all estreget ar Gelted. Diskouez a ra, mod pe vod, un doue kornek a c’hallfe bezañ boutin gant un douee kelt ur penn-kirvi dezhañ, [[Cernunnos]] e anv, hag un doue gant ur rod heol, a c’hallfe bezañ [[Taranis]].
 
Evit a sell an delwennoù ez eus bet gwelet meur a wech dremmoù doueed daoubennek pe trifennek, a vefe boutin gant un Hermès. Posupl eo, mod pe vod, en doa al lusk triveder pouez e relijion ar Gelted kozh. Delwennoù “brezelerien en o c’hoazez”, bet krouet e kreisteiz Galia (Entremont, Roquepertuse), a laka gouizeien da dabutal diwar o fenn : diaes eo gouzout hag-eñ e voe taolennet doueed, brezelerion douelaet pe harozed gwarezus warno.
 
Kudennoù a sav ivez evit gouzout resis petra a oa bet taolennet gant hanterskeudennoù eus « Galia ar re vlevek ». Lod zo seblant warno bezañ lodenn grec’h ur wern dotemek, evel m’eo an hini e laton a voe dizoloet e Bouray-sur-Juine (Essonne) hag a daolenn un dudenn gant un torc’h ha pavioù ur penn-kirvi stilekaet, pe an hanterskeudenn a virer e mirdi Saint-Germain-en-Laye. Hemañ zo e maen-raz hag a daolenn un dudenn gant un torc’h hag ur pemoc’h-gouez.
 
Krediñ a rae ar Gelted kozh e oa divarvel an eneoù ha gant-se e c’haller displegañ, hervez testenioù zo, perak e sonjer e vezent kadarn, kalonek ha dispont en emgannoù. Ne oa ket, evit gwir, eus ar marv. Er c’hontrol, ne oa ket anv eus an adenkorfañ en o relijion, ne oa ket gwir ar pezh a oa bet sonjet e-pad pell abalamour ma oa bet lennet fall skridoù zo. El levr « Les Druides -An Drouized- » (e lodenn ar c’heriaoueg, pajenn 414, [[Christian-J. Guionvarc’h]] ha [[Françoise Le Roux) a ro dimp da c’houzout krak-ha-berr : « N’eus roud ebet eus an adenkorfañ en hengoun kelt, ne grede ket ar Gelted ennañ ».
 
Krediñ a rae ar Gelted en ur bed all ivez. En hengoun iwerzhonat treuskaset d’ar mare kristen, ar “[[Sidh]]” a dalveze ar “Bed all” keltiek. Er c’hornôg e oa, en tu all d’ar mor, en enezennoù hollgaer ; dindan vor, el lennoù hag er stêrioù. Ennoe oa palezioù maen-strink brav-kaer dezho porzhioù kevrinus ; dindan an torgennoù hag ar runioù. Chomadenn an [[Tuatha Dé Danann]] e oa.
Al lidoù, an aberzhoù tud, azeulerezh ar pennoù dibennet, pe c’hoazh an implij fonnus eus ar gwad el lec’hioù azeuliñ, a oa anezho elfennoù o doa maget ijin aozerien an Henamzer. Unan anezho, [[Pausanias le Périégège|Pausanias]], a skrive e veze debrerien-tud eus ar Gelted.
 
[[Julius Kaezar]] a skrivas : “ Ar gelted a rae gant ministrerezh an drouized a-benn ober an aberzhoù tud-se. Soñjal a reont, evit gwir, n’eus nemet dre adprenañ buhez un den gant buhez un den all e c’haller habaskaat galloudegezh an doueed divarvel. Tud zo o deus jakoù uhel-mat o ment, a vez lakaet tud vev en o c’hrogen aozilh plezhet. Tan a veze lakaet er jakoù-se hag an dud gronnet gant ar flammoù, a varve ».
 
Hervez roudoù chomet war o lerc’h e ouzer e veze graet pleustradegoù taer ganto, hep ma ouifemp resis petra a veze graet ganto : azeulerezh ar pennoù en [[Entremont]] (Bouches-du-Rhône), a vez adkavet soñj anezho e kinkladur panelloù an ilizoù en Iwerzhon er Grennamzer, lidoù kriz e [[Ribemont-sur-Ancre]], h.a.
 
 
428

modifications