Koulm (sant) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: hu:Szent Kolumba kemmet: pl:Kolumban Starszy
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[File:Columba at Bridei's fort.jpg|thumb|right|260px|Sant Koulm, avieler ar Bikted]]
Sant '''Koulm''' pe ''[[Koulmkell]]'' (''Colm Cille'' en [[iwerzhoneg]], ''koulm an iliz'') a oa ur [[manac'h]] ha sant [[iwerzhonat]], ganet d'ar [[7 a viz Kerzu]] [[521]] ha marvet d'an [[9 a viz Mezheven]] [[597]]. Koulskoude e lavarer eo e [[594]] e voe skrivet ar varzhoneg iwerzhonek kentañ da enoriñ ar sant marv.
 
Sant Koulm zo, gant sant [[Padrig]] ha santez [[Berc'hed]], unan eus tri sant meur Iwerzhon. Diazezañ a reas meur a vanati en [[Iwerzhon]], a-raok divroañ, er bloavezh 563, da enez [[Iona]], een [[Inizi Gall]] [[Bro-Skos]], el lec'h ma reas e annez gant daouzek diskibl. Prezeg a reas an aviel e Bro-Skos ma c'hounezas ar [[Pikted|Bikted]] d'ar feiz kristen. Marteze ivez e teuas da [[Breizh|Vreizh]]. Goude bezañ beajet kalz war vor, evit e abostolerezh, e varvas en enez Iona.
 
E Breizh e kaver roud anezhañ en anv ar chapel Sant-Koulm e Lokmaria-Kemper (dismantret) hag e [[Plougouloum]] (iliz-parrez ''sant Koulm'' pe ''sant Kouloum'', anvet ''église saint Colomban'' e galleg).
Linenn 9 ⟶ 10:
Hervez [[Donatien Laurent]] e vefe [http://wikisource.org/wiki/Gwerz_Skolvan| gwerz Skolvan] diwar-benn buhez Sant Koulmkell. Al "levr bihan" meneget er werz en dije da welet neuze gant an dornskrid bet adskrivet diwar hini [[Sant Finnian a Moville]], a vije bet kaoz hervez lod da emgann Cul Dréimhne. En abeg d'al lazhadeg-se e vije bet roet pinijenn da Sant Koulm kuitaat e vro, ha mont da dreiñ ouzh Doue kement a eneoù estren evel ma oa bet lazhet en emgann.
 
Gouel sant Koulm a vezzo d'an [[9 a viz Mezheven]].
 
==Liamm diavaez==