Franz Kafka : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: pag:Franz Kafka
D Robot tennet: pag:Franz Kafka; Kemm dister
Linenn 1:
[[Skeudenn:180px-Kafka1906.jpeg|right|Franz Kafka war-dro 1917]]
[[Skeudenn:FranzKafkaGravePrague.JPG|right|thumb|Bez Kafka, Kevrenn 21, Bered yuzev nevez (Nový židovský hřbitov), [[Praha]]]]
[[skeudennSkeudenn:FKV.jpg|right||thumb|Golo orin Die Verwandlung (An Treuzfeurmadur)]]
 
'''Franz Kafka''' a zo bet ganet d'an [[3 Gouere|3 a viz Gouere]] [[1883]] e [[Praha]], [[Aostria-Hungaria]], ha marvet d'an [[3 Mezheven|3 a viz Mezheven]] [[1924]] e Kierling ([[Klosterneuburg]]), [[Aostria]].
Linenn 13:
== E vuhez ==
 
Franz Kafka a zo bet ganet e [[Praha]]. E dad-kozh, Jacob Kafka a zeue eus ur gêr vihan anvet Osek. En em staliañ a reas e Praha hag eno e tigoras ur stal. Mab Hermann Kafka (1852-1931) ha Julie Kafka, bet ganet Löwy (1856-1934), eo Franz Kafka. Daou vreur en deus bet, Georg ha Heinrich, an daou anezho bet marvet pa oant bugel (e 1885 hag e 1887), ha teir c’hoar : Gabrielle (Elli) (1889-1941), Valerie (Valli) (1890-1942) hag Ottilie (Ottla) (1892-1943). E-pad an eil brezel bed e voe kaset an teir anezho da c’hetto Łódź , ha mervel a rejont ennañ pe en ur c’hamp-kreizennañ. E-unan e voe Franz e-pad e vugaleaj. E yezh-vamm a voe an alamaneg.
 
Yuzev e oa familh Kafka. Gant Kafka e vez taolennet e dad (diaes e voe an darempredoù kenetrezo) evel ur fougaser hag un den mestronius. Memes ma ne oa ket gwall zon an darempred gant e vamm, e seblant Kafka bezañ bet dedennetoc’h gant he familh dezhi, brudet evit bezañ desket, er c’hontrol da hini e dad.
 
 
Etre 1889 ha 1893 ez eas Kafka da skol kentañ-derez Fleischmarket (« Marc’had ar c’hig », hiziv an deiz straed Másna) e [[Praha]]. A-fed deskadurezh yuzev e lidas e vBar Mitsva pa voe 13 vloaz, hag e kemeras perzh peder gwech ar bloaz el lidoù er sinagogenn.
Goude ar skol kentañ-derez ez eas d’ar skolaj stad alamanek e [[Praha]] (Altstädter Deutsches Gymnasium). Echuiñ a reas gant e zeskadurezh e 1901.
Buan-tre e voe dedennet gant al lennegezh (aet eo diwar wel e skridoù kentañ, chañsoù zo e vefent bet distrujet gantañ) ha gant ar sokialouriezh. E vignoned a voe d’ar mare-se Rudolf Illowy, Hugo Bergmann, Ewald Felix Pribram hag Oskar Pollak.
E vakañsoù a drememe war ar maez, e ti e eontr Siegfried, mezeg e Triesch.
E vachelouriezh a dapas e 1901, ha goude-se e veajas e Norderney hag e Helgoland. E-pad ar goañv 1901 e krogas e studioù e skol-veur Charlez e Praha. Goude div sizhunvezh war ar gimiezh e cheñchas hag e studias ar gwir, an alamaneg hag istor an arzoù. Ne veajas ket kalz, ha kemer a reas perzh er gevredigezh anvet ''Lese- und Redehalle der Deutschen Studenten'', ur gevredigezh he fal aozañ abadennoù gouestlet d’al lennegezh.
E 1902 e kejas gant [[Max Brod]], hag a voe e vignon gwellañ hag a lakaas embann e oberenn. E 1906 e voe degemeret evel doktor war ar gwir gant ar c’helenner Alfred Weber hag ur staj a reas e-pad ur bloaz e lez-varn Praha.
E 1909 e lakaas embann e skridoù kentañ e-barzh ar gelaouenn munikian ''Hyperion''.
D’ar 1añ a viz Du 1907 e krogas da labourat evit ar gompagnunezh asurañs italian ''Assicurazioni Generali''. Eno e chomas e-pad 9 miz hag e roas e zilez d’ar 15 a viz Gouere 1908. Hervezañ e oa kement a labour ken ne c’halle ket skrivañ. Pemzektez goude e krogas da labourat evit an ''Arbeiter-Unfall-Versicherungs-Anstalt für das Königreich Böhmen'' (ensavadur asurañs evit ar gwallzarvoudoù labour e rouantelezh Bohemia). Eno e chomas betek ma vefe kaset war e leve gant lañs, e 1922. Ma oa techet Kafka da zisprizañ e labour, e voe gwelet mat, hag e pignas e diabarzh ar gompagnunezh.
Ouzhpenn e labour evit ar gompagnunezh asurañs e kendalc’has da skrivañ hag ur programm pemdeziek a savas : labour er burev diouzh ar mintin, kousk-ae da greisteiz, goude-se pourmenadenn, pred gant mignoned pe gant e familh, ha stagañ a rae gant ar skrivañ diouzh an abardaez betek diwezhat en noz. E-pad unan eus an nozvezhioù-se e savas “evel ma vefe bet mezv” an istor anvet ''Das Urteil'' (Ar Varnadenn).
Linenn 32:
 
E vignoned wellañ a voe [[Max Brod]], ar prederour [[Felix Weltsch]], ar sionour [[Hugo Bergman]] hag ar soner piano [[Oskar Baum]].
A-hed e vuhez en devoe Kafka darempredoù diaes gant ar merc’hed. E 1912 e kejas gant Felice Bauer, ur plac’h eus [[Berlin]]. Kenskrivañ a rejont e-pad pemp bloaz ha div wech e timezjont hep eurediñ gwech ebet. Met karantez platonek a oa evit Kafka, diazezet war ar c’henskrivañ dreist-holl. Tamm-ha-tamm e verzas ne blijfe ket dezhañ bevañ gant Felice, hag o darempred a chomas a-sav e 1917.
 
E 1919 e prometas Kafka dimeziñ gant Julie Wohryzeck, ur sekretourez eus [[Praha]], met a-enep-krenn e oa e dad. An darempred ganti a chomas a–sav er memes bloavezh, diwar c’houlenn Julie war a seblant.
E penn-kentañ ar bloavezhioù 1920 en doe Kafka un darempred berr ha kreñv-tre gant ar skrivagnerez ha kazetennerez anarkourez tchek anvet [[Milena Jesenská]]. Marteze eo hi ar plac’h a sikouras anezhañ ar muiañ, met diaes e voe da Franz bezañ gant ur plac’h ken lirzhin.
E 1923 ez eas betek [[Berlin]] gant ar pal dont a-benn da skrivañ hep bezañ direnket gant e familh. Eno e kejas gant Dora Diamant, ur skolaerez 19 vloaz anezhi, o tont eus ur familh yuzev ortodoks a b[[Polonia]]. Asambles e vevjont, hag a-drugarez dezhi e voe dedennet Kafka gant an [[Talmud]]. E-pad ur pennad e soñjjont zoken divroañ da b[[Palestina]].
 
Linenn 47:
Daoust ma yae gwelloc’h an traoù gantañ (skrivañ a reas kalz) ur wech dilojet da v[[Berlin]], ez eas e yec’hed wa fallaat e-kerzh ar goañv 1923-24. Yen e chome e ranndi, hag abalamour da gresk ar prizioù e rankas goulenn ma vefe kaset traoù dezhañ eus [[Praha]]. Kemend-se ne sikouras ket anezhañ da bareañ.
 
Pa zeuas [[Max Brod]] da welout anezhañ e miz Meurzh 1924, e oa ken fall stad Kafka ken e tivizas [[Max Brod]] kas anezhañ da b[[Praha]] en-dro. E miz Ebrel e voe diouganet droug-skevent er c’harlochenn. Anat e oa neuze ne vevfe ket Kafka e-pad pell. D’ar mare-se ne oa na penisilin na treuzwazhiadur. Nebeutoc’h-nebeutañ e tebre Kafka, ar pezh a lakae anezhañ da vezañ heñvel ouzh Gregor Samsa, tudenn bennañ Die Verwandlung ([[An Treuzfeurmadur]]).
 
E-pad ar mizioù diwezhañ e voe sikouret gant e vignon, ar mezeg Robert Klopstock, hag a rae war e dro. Met re ziwezhat e oa.
Kafka a voe kaset da sanatoriom Kierling, nepell eus [[Vienna]], hag eno e varvas d’an 3 a viz Even 1924, kazi sur abalamour d’an dizvouediñ, en e gichen e oa Dora Diamant. E gorf a voe kaset en-dro da bPraha ha douaret e voe d’an 11 a viz Even 1924 er vered yuzev nevez Žižov (Praha-Strachnitz).
 
Linenn 72:
 
E 1961 e teuas a-benn Malcolm Paisley da zastum lod brasañ skridoù orin Kafka er Bodleian Library e skol-veur [[Oxford]]. Diwezhatoc’h e voe prenet skrid orin ar Prosez hag emañ bremañ e dielloù lennegezh alaman Marbach.
Ur wech dastumet gantañ ar skridoù e savas Paisley ur gevredigezh, gant ar pal adembann ar romantoù en o stad orin. Kemend-se a voe graet gant embannadurioù S. Fischer Verlag. Paisley a reas war-dro embannadur Das Schloß ([[Ar C'hastell]]) e 1982 ha hini Der Prozeß ([[Ar Prosez]]) e 1990. Jost Schillemeit a reas war-dro ''Der Verschollene'' (titl Kafka eo, gant Max Brod e oa deuet da vezañ Amerika) e 1983. An embannadurioù-se a c’haller gwelout war internet, dindan an anv Project Kafka.
Goude marv Kafka e voe dielfennet, burutellet ha meulet e oberenn. E dudennoù a vev en ur bed ne c’hallont ket meizañ ha dic’halloud en em gavont dirak nerzhioù dianv, damheñvel ouzh ur gwallhuñvre. Ar vuhez a seblant bezañ ur c’hevrin ne c’hallont ket diluziañ, evel ur milendall n’eus ket tu da guitaat.
E-touez temoù Kafka emañ an digenvez, an huñvreoù, spontoù ha kemplezioù. Ken kollet hag e dudennoù eo Yann Lenner.
Linenn 82:
 
 
== Oberennoù pennañ ==
 
* ''Ein Damenbrevier'' (1909)
Linenn 117:
* ''Forschungen eines Hundes'' (1922; Titr gant Brod)
* ''Das Ehepaar'' (1922)
* ''Der Bau'' (1923–1924; Titr gant Brod)
* ''Der Process'' (1925) ([[Ar Prosez]])
* ''Das Schloss'' (1926)([[Ar C'hastell]])
Linenn 213:
[[oc:Franz Kafka]]
[[os:Кафка, Франц]]
[[pag:Franz Kafka]]
[[pl:Franz Kafka]]
[[pms:Franz Kafka]]