Alwen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : Ar '''Stêr Alwen''', pe ''Afon Alwen'' e kembraeg, zo ur stêr eus hanternoz Kembre, adstêr d'an Dyfrdwy. Dont a ra eus ul lenn, Llyn Alwen, war [[Mynydd Hiraethog...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 25 Du 2009 da 04:40

Ar Stêr Alwen, pe Afon Alwen e kembraeg, zo ur stêr eus hanternoz Kembre, adstêr d'an Dyfrdwy.

Dont a ra eus ul lenn, Llyn Alwen, war Mynydd Hiraethog e sir Conwy.

Alese e red war-du ar gevred hag e tegouezh e Cronfa Alwen, ul lenn artifisiel.

Goude e tremen dre Pentre-llyn-cymmer, ma teu an Afon Brenig da gejañ ganti. Kenderc'hel a ra gant he hent etrezek ar gevred, tremen dre Llanfihangel Glyn Myfyr ha Betws Gwerful Goch, ha dont a ra an Afon Ceirw da gemberiñ enni un tamm er reter da Maerdy.

Adstêr eo d'an Dyfrdwy un tamm en hanternoz da Cynwyd.

Brezhoneg

Eus an anv Alwen e teufe an anv-badez brezhoneg nevez Alwena.