Unix : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: kn:ಯುನಿಕ್ಸ್
D Robot kemmet: bg:Unix; Kemm dister
Linenn 2:
http://en.wikipedia.org/wiki/Unix
-->
[[ImageSkeudenn:Unix history-simple.svg|thumb|300px|Hiladur reizhiadoù Unix ha Unix-heñvel|right]]
'''Unix''' ('''UNIX®''' eo ar merk marilhet ent ofisiel, a vez skrivet a-wezhioù <span style="font-variant: small-caps;">Unix</span>, pe <span style="font-variant: small-caps;">Unix</span>® gant pennlizherennoù bihan) a zo ur [[reizhiad korvoiñ]] evit an urzhiataerioù diorroet da gentañ-penn adalek [[1969]] hag a-hed ar [[bloavezhioù 1970]] gant ur strollad implijidi eus ar c'hevredad [[AT&T]] en arnodvaoù [[Bell Labs]] Murray Hill en New Jersey ([[Stadoù Unanet]]), en o zouez [[Ken Thompson]], [[Dennis Ritchie]] ha [[Douglas McIlroy]]. Reizhiadoù Unix a-vremañ a zo dasparzhet etre skourroù diseurt, diorroet e-doug an amzer gant AT&T, war un dro gant lies pourvezer kenwerzhel hag aozadur hep pal kenwerzhel.
 
Linenn 11:
A-wezhioù e c'haller implijout ar meneg ''Unix hengounel'' evit deskrivañ un Unix pe ur reizhiad korvoiñ dezhañ dezverkoù eus [[Unix Aozadenn 7]] pe [[UNIX System V]].
 
== Alberz ==
 
Reizhiadoù korvoiñ Unix a vez implijet stank ken war [[Servijer (urzhiataerezh)|servijerioù]] ken war [[stael labour|staeloù labour]]. An endro Unix hag ar patrom programmiñ [[arval-servijer]] a voe elfennoù kreiz evit diorren ar [[Kenrouedad|Genrouedad]] hag adframmañ an urzhiataerezh war-zu [[Rouedad stlennegel|rouedadoù]] kentoc'h eget war-zu urzhiataerioù hiniennel.
Linenn 23:
Gant ar [[gorrgraoñell]] ez eus bet klasket eilpennañ kresk dizehan ment ar c'hraoñelloù ha distreiñ d'ur reizhiad e-lec'h ma vez sevenet ar bras eus an trevelloù gant mavegoù bihanoc'h. D'ur mare ma veze un urzhiataer "boas" ouzh e ober ur bladenn galet evit stokañ hag un [[Termenell roadennoù|dermenell roadennoù]] evit enkas ha diskas (E/D), e yae madik a-walc'h ar patrom restroù Unix dre ma oa "lineel" ar bras eus an E/D. Padal, reizhiadoù modern a gaver enno gwikefreoù nevez rouedad hag all. Deskrivañ un etrefas implijer grakikel renet war-bouez ul logodenn en un doare "bleniet gant an degouezhioù" na gerzhe ket ken mat gant ar patrom kozh. Da heul al labour war reizhiadoù a enframme ar gwikefreoù nevez-se er bloavezhioù 1980 e tisoc'has peadra evit [[E/D nann-stoc'hus]], doareoù kehentiñ etre-argerzhoù all eget sanioù-stlenn hepken, war un dro gant eztennañ arc'hwelioù evel protokoloù rouedad diwar ar graoñell.
 
== Istor ==
 
[[ImageSkeudenn:Unix-process-list.png|thumb|250 px|Ur roll diglok eus argerzhioù o seveniñ kevadek war ur reizhiad UNIX.]]
 
Er [[bloavezhioù 1960]] ar [[Massachusetts Institute of Technology]], [[AT&T Bell Labs]], ha [[General Electrics]] a laboure war ur pikol raktres a [[reizhiad korvoiñ]], [[Multics]] e anv ('''Mult'''iplexed '''I'''nformation and '''C'''omputing '''S'''ervice). Tonket e oa ar reizhiad-se d'ar [[meururzhiataer]] [[GE-645]], e sell d'e werzhañ, met ne reas ket berzh. Multics a oa ur reizhad etregwezhiat ennañ nevezadennoù a-bouez, en o zouez ar surentez. Ar raktres a zisoc'has war aozadennoù produiñ, ar re gentañ anezho gwall dreut o barregezhioù avat.
Linenn 33:
Neuze ec'h adskrivas Thompson ar c'hoari e [[lavar gronnañ]] evit ur c'hrennurzhiataer [[PDP-7]] digant [[Digital Equipment Corporation]] gant skoazell [[Dennis Ritchie]]. An ober-se, a-gevret gant e labour war ar raktres Multics, a vroudas Thompson da embreger ur reizhiad korvoiñ nevez evit ar PDP-7. Thompson ha Ritchie a rene war ul laz diorroerien er Bell Labs, en o zouez Rudd Canaday, ha pleustriñ a raent war ur reizhiad restroù war un dro gant ar reizhiad korvoiñ lies-trevell e-unan. Enlakaat a rejont ur jubenner linenn urzhiañ ha ur maveg bihan bennak.<ref>http://www.bell-labs.com/history/unix/takeshape.html</ref>
 
[[ImageSkeudenn:Unix-ed-shellscript.png|thumb|left|250 px|Oc'h aozañ ur skript shell gant an aozer ''[[ed]]''. An arouezenn dollar e laez ar skramm eo ar c'houvi diskwelet gant ar shell. Bizskrivet eo bet 'ed' evit loc'hañ an aozer, a lañs diwar ar poent-se war-zu traoñ ar skramm.]]
 
=== [[Bloavezhioù 1970]] ===
 
E 1970 e voe graet '''Unics''' eus ar raktres (berradenn '''Un'''iplexed '''I'''nformation and '''C'''omputing '''S'''ystem) hag ar reizhiad a c'helle degemer daou implijer kevadeg. [[Brian Kernighan]] a ijinas an anv en ur zaveiñ (hag enebiñ war un dro) da ''Multics'' &mdash; Unix ne rafe ken nemet un dra, hag hen ober mat, gwelloc'h bepred eget ar reizhiad hollek betek re ha stoc'het a oa eus Multics. Diwezhatoc'h e voe kemmet ar skrivadur da '''Unix'''.
Betek ar mare-se ne oa ket bet a skor kellidel a-berzh ar Bell Labs. Pa fellas d'ar Strollad Imbourc'h war an Urzhiataerezh implijout Unix war un ardivink brasoc'h a galz eget ar PDP-7, Thompson ha Ritchie a dapas kevraouiñ ar promesa da ouzhpennañ barregezhioù skridtreterezh da Unix en eskemm d'un ardivink [[PDP-11/20]]. Alese Bell a zeroas ur skor kellidel bennak. Evit ar wezh kentañ e 1970 e voe anvet ar reizhiad korvoiñ Unix ent ofisiel ha seveniñ a reas war ar PDP-11/20. Ouzhpennañ a raed ur programm furmadiñ skrid anvet [[roff]] hag un [[aozer skrid]]. An tri anezho a voe skrivet e lavar gronnañ PDP-11/20. Ar Bell Labs a implijas ar "reizhiad skridtreterezh" deraouiñ-se, a zegouezhe eus Unix, roff, hag an aozer, evit skridtreterezh ar goulennoù [[breou|breouioù]] . Roff a amdroas buan e [[troff]], ar programm embann elektronek kentañ gant ur barregezh [[skriverezañ]] gwirion. ''Dornlevr ar Programmer UNIX'' a voe embannet d'an [[3 Du|3 a viz Du]] [[1971]].
 
E 1973 e voe adskrivet Unix el [[C (lavar programmiñ)|lavar programmiñ C]], enep meno an holl d'an ampoent a gave dezho "un dra ken kemplezh hag ur reizhiad korvoiñ, hag en deus da blediñ gant darvoudoù arvarus a-fet amzer, n'haller e skrivañ ken nemet e lavar gronnañ".<ref name="Stallings">Stallings, William. "Operating Systems: Internals and Design Principles" 5th ed, page 91. Pearson Education, Inc. 2005.</ref>. Tremen eus al [[lavar gronnañ]] d'al [[lavar programmiñ a live uhel|lavar a live uhel]] C a zisoc'has gant ur meziant [[Perzhded ar Meziantoù#dougusted|hezougoc'h]] a-galz, e-lec'h ma ne chome ken ur c'hementad bihan a-walc'h a god diouzh an ardivink da erlec'hiañ pa veze douget Unix war ur [[Savenn (urzhiataerezh)|savenn]] all.
 
AT&T a lakas Unix e kerz skolioù-meur ha kevredadoù kenwerzhel, war an dro gant [[Gouarnamant ar Stadoù Unanet]] hervez kendivizadoù aotre. Ar c'hendivizadoù aotre a endalc'he ar c'hod tarzh en e bezh kontet ennañ al lodennoù eus ar graoñell diouzh an ardivink, hag a oa skrivet e lavar gronnañ PDP-11. Skouerennoù notennet eus ar graoñell Unix diouzh an ardivink a veze kavet stank e diwezh ar bloavezhioù 1970 dindan stumm ul levr eilet-kenañ gant [[John Lions]] eus the [[Skol-Veur Su-Kembre-Nevez]], al ''[[Lions' Commentary on UNIX 6th Edition, with Source Code]]'', a vroudas kalz da zegemer Unix evel reizhiad korvoiñ kelennadus.
 
Aozadennoù eus ar reizhiad Unix a raed dave outo gant embannadurioù e dornlevr implijer, e seurt ma talveze (da skouer) "Pempvet Embannadur UNIX" kement ha "UNIX Aozadenn 5". War emledañ e yeas an diorren, gant Aozadennoù 4, 5, ha [[Unix Aozadenn 6 |6]] a zeuas er-maez a-benn 1975. Gant an aozadennoù-mañ e teuas meiziad ar sanioù-stlenn (pipes), a gasas da ziorren un diaz kod muioc'h molladel, ha da heul ur tizh diorren brasoc'h c'hoazh. Aozadenn 5 ha dreist-holl Aozadenn 6 a zisoc'has war ur yoc'h aozadennoù Unix disheñvel ken e-barzh ken e-maez Bell Labs, en o zouez [[PWB/UNIX]], [[INTERACTIVE Systems Corporation|IS/1]] (an Unix kenwerzhel kentañ), ha doug [[Skol-Veur Wollongong]] d'an [[Interdata 7/32]] (an Unix kentañ nann-PDP).
 
E 1978 e voe embannet [[UNIX/32V]], evit ar reizhiad [[VAX]]. D'ar mare-hont, en tu-hont da 600 ardivink a sevene Unix en un tu bennak. [[Unix Aozadenn 7]], an aozadenn diwezhañ eus [[Research Unix]] da zont er-maez war ur skeul vras, a voe embannet in 1979. Aozadennoù [[Unix Aozadenn 8|8]], [[Unix Aozadenn 9|9]] ha [[Unix Aozadenn 10|10]] a voe diorroet e-kerzh ar bloavezhioù 1980 met kaset e voent d'un nebeud skolioù-meur hepken, petra bennak m'o deus ganet pennadoù evit deskrivañ al labour nevez. Disoc'hiñ a reas an imbourc'h-mañ war ziorren [[Plan 9 eus Bell Labs]], ur reizhiad hezoug dasparzhet nevez.
Linenn 51:
=== [[Bloavezhioù 1980]] ===
 
[[ImageSkeudenn:X-Window-System.png|thumb|right|250 px|Ur burev Unix e stil diwezh ar bloavezhioù 80 o lakaat mont en-dro an etrefas grafek implijer ''[[Reizhiad_X_Window_SystemReizhiad X Window System|Reizhiad X Window]]''. Diskouezet eo un toullad arloadoù arval boutin da zasparzhadenn MIT X Consortium, en o zouez [[Merour_prenestroù_Tom|Merour prenestroù Tom]], un [[Xterm|Termenell X]], [[Xbiff]], xload, hag ur merdeer grafikel [[Pajennoù_dornlevr|pajennoù dornlevr]] ]]
 
AT&T a werzhe aotre [[UNIX System III]], diazezet dre vras war an Aozadenn 7, evit un implij kenwerzhel. An embann kentañ anezhañ a zeuas er-maez e 1982, hag ennañ e kaved ivez skor evit ar VAX. AT&T a zalc'he da werzhañ aotreoù evit aozadennoù koshoc'h Unix. A-benn echuiñ gant ar c'hemmesk etre holl e aozadennoù diabarzh disheñvel, AT&T o c'hendeuzas e-barzh [[UNIX System V]] Embann 1. Ennañ e voe degaset un nebeut arc'hwelioù evel an aozer [[vi]] ha [[curses (levraoueg programmiñ)|curses]] digant skourr [[Berkeley Software Distribution]] eus Unix diorroet e [[Skol-Veur Kalifornia, Berkeley]]. Ouzhpennet e oa ivez skor evit ar rummad ardivinkoù [[Western Electric]] 3B.
 
Dre ma ne oa ket an aozoù aotre kenwerzhel UNIX nevez ken spletus evit un implij skolveuriek eget gant aozadennoù koshoc'h Unix, imbourc'herien Berkeley a zalc'has da ziorren Unix BSD evel un dazeilad da UNIX System III ha V, da gentañ-penn war an adeiladerezh PDP-11 (an embannoù 2.xBSD, betek an hini 2.11BSD) ha diwezhatoc'h evit ar VAX-11 (an embannoù BSD 4.x). Degasadennoù niverus da Unix a voe gwelet da gentañ war embannoù BSD, pergen ar [[C shell]] gant [[kontroll an trevelloù]] (diwar batrom [[Incompatible Time Sharing|ITS]]). E-touez ar strivoù diorren BSD, bezañ ouzhpennet kod ar [[Rouedad urzhiataerioù|rouedad]] [[TCP/IP]] d'ar [[Kraoñell (stlenneg)|graoñell]] Unix pennañ a voe moarvat an hini heverkañ. Strivoù diorren BSD a zisoc'has war meur a embann talvoudus enno kod rouedad : 4.1cBSD, 4.2BSD, 4.3BSD, 4.3BSD-Tahoe (lec'h m'eo "Tahoe" lesanv adeiladerezh [[Computer Consoles Inc.]] Power 6/32, bet an embann kentañ nann-DEC eus ar graoñell BSD), Net/1, 4.3BSD-Reno (evit klotaat
gant an anvadur "Tahoe", ha gant ma tenne an embann-se eus ur c'hlaoustre tamm pe damm), Net/2, 4.4BSD, ha 4.4BSD-lite. Ar c'hod rouedad enklozet en embannoù-se a zo an hendad eus kalzig eus ar c'hod rouedad TCP/IP en implij hiziv, en o zouez ar c'hod a voe embannet diwezhatoc'h en UNIX System V gant AT&T hag aozadennoù abred [[Windows|Microsoft Windows]]. An [[Etrefas programmiñ an arloadoù|API]] [[Socketoù Berkeley ]] a zeu a-gevret a zo ur standard de facto evit APIoù rouedad hag eilet eo bet war meur a savenn.
 
Kevredadoù all a grogas da ginnig aozadennoù kenwerzhel eus ar reizhiad UNIX evit o krennurzhiataerioù ha o staeloù labour dezho. Ar bras eus an argemmoù nevez-se a voe diorroet adalek un diaz System V hervez un aotre digant AT&T ; evelato, lod all a voe diazezet kentoc'h war BSD. Unan eus diorroerien pennañ BSD, [[Bill Joy]], a yeas da genziazezer [[Sun Microsystems]] e 1982 hag a grouas [[SunOS]] (bremañ [[Solaris (reizhiad korvoiñ)|Solaris]]) evit o [[staeloù labour]]. E 1980, [[Microsoft]] a gemennas e Unix kentañ evit korrurzhiataerioù [[16-bit]] [[Xenix]] e anv, a voe douget e 1983 war ar c'hewerier [[Intel 8086]] gant [[Santa Cruz Operation]] (SCO), hag a-benn an diwezh e troas Xenix da [[SCO UNIX]] e 1989.
Linenn 66:
E-pad ar mare-se e krogas meur a bourvezer en o zouez Digital Equipment, Sun, [[Addamax]] ha re all da sevel [[Reizhiad korvoiñ diogelet|aozadennoù diogel]] eus UNIX evit meziantoù uhel o surentez, empentet dreist-holl evit arloadoù milourel ha seveniñ al lezenn.
 
<!-- ar skeudenn da heul ne zeu ket war wel. Perak ? Lakaat ar rakger en: ?-->[[ImageSkeudenn:Solaris8-cde.png|thumb|left|250 px|Ar [[Common Desktop Environment]] pe CDE, ur burev grafek evit Unix ken-diorroet er bloavezhioù 1990 gant HP, IBM, ha Sun e framm an intrudu COSE.]]
 
=== [[Bloavezhioù 1990]] ===
Linenn 86:
=== 2000 betek hiziv ===
<!-- {{seealso|SCO-Linux controversies}} -->
[[ImageSkeudenn:Solaris10.jpg|thumb|250 px|Un endro burev Unix modern ([[Solaris (reizhiad korvoiñ)|Solaris 10]])]]
 
E 2000 e werzhas SCO e obererezh UNIX hag e gaoudoù a-bezh da Caldera Systems, hag a gemmas diwezhatoc'h e anv da The SCO Group. An aktour nevez-mañ a grogas neuze gant un ensav gwiraouel enep da lies implijer ha pourvezer eus Linux. SCO a lakae en a-raok e vez kavet e-barzh Linux kod Unix miret strizh e wirioù ha perc'hennet bremañ gant The SCO Group. E-touez al lakadennoù all ez eus gwalladur sekredoù-kenwerzh gant [[IBM]], pe gwalladurioù kevrat a-berzh arvalien gozh Santa Cruz a zo tremenet da Linux dibaoe. Neoazh e savas Novell a-enep da SCO pa embanne hemañ edo en e gerz gwirioù eilañ diaz kod UNIX. Hervez Novell, SCO (ha da heul the SCO Group) a zo e gwirionezh oberataerien frañchizet ouzh Novell ; en e berc'henniezh e vije ivez ar gwirioù eilañ pennañ, gwirioù veto war obererezhioù aotreiñ SCO da zont, ha 95% eus korvoder ar gwirioù aotre. Dinac'h a reas The SCO Group kement-se, ha dont a reas an dael da vezañ ar breud [[SCO vs. Novell]].
Linenn 94:
Freuz ar [[Brokerezh war ar Genrouedad]] en deus bet da zisoc'h tolpañ ar raktresoù Unix. Diwar an argemmoù kenwerzhel niverus eus Unix a voe ganet er bloavezhioù 1980, n'eus ken [[Solaris (reizhiad korvoiñ)|Solaris]], [[HP-UX]], hag [[reizhiad korvoiñ AIX|AIX]] hag a ra mui pe vui berzh c'hoazh er marc'had, daoust ma talc'has IRIX eus SGI evit ur pennadig c'hoazh. En o zouez eo lodenn Solaris an hini brasañ, ha galloud a rafe mont da vrudetoc'h dre-benn d'e skalfad arc'hwelioù hag ivez gant ma 'z eus bremañ un aozadenn [[tarzhioù digor]] anezhañ.<ref>{{ cite web | url = http://news.zdnet.com/2100-9584_22-5984747.html | title = Itanium: A cautionary tale | accessdate = 2006-10-04|author = Stephen Shankland|date = [[December 7]] [[2005]] | work = Tech News | publisher = ZDNet | quote = In the third quarter of this year, 7,845 Itanium servers were sold, according to research by Gartner. That compares with 62,776 machines with Sun Microsystems' UltraSparc, 31,648 with IBM's Power, and 9,147 with HP's PA-RISC. }}</ref>
 
== Reoladoù ==
 
Un embregadeg evit reoliata ur reizhiad korvoiñ digor, loc'het e diwezh ar bloavezhioù 1980 hag anavezet bremañ dindan an anv [[POSIX]], a bourchasas un diaz boutin evit an holl reizhiadoù korvoiñ ; an [[IEEE]] a savas POSIX tro-dro d'ar framm boutin en argemmoù kevezer pennañ eus ar reizhiad Unix, hag a embannas ar reolad POSIX kentañ e 1988. E deroù ar bloavezhioù 1990 un embregadeg distag hogen heñvel-kenañ a voe loc'het gant ur c'hengevread greantel, an intrudu [[Common Open Software Environment|COSE]], a zeuas en diwezh da vezañ an [[Spizadur eeun UNIX]] meret gant [[The Open Group]]. Adalek 1998 the Open Group hag an IEEE a roas lañs da [[Strollad Austin]], a-benn pourchas un termenadur boutin eus POSIX ha an Spizadur eeun UNIX.
Linenn 102:
Krouet ez eus bet ar [[Reolad Urzhaz ar Reizhiad Restroù]] evit pourchas un aozadur kavlec'hioù dave evit ar reizhiadoù korvoiñ Unix-heñvel, Linux pergen. Ar seurt reolad-mañ a zo danvez daelerezh avat, ha n'eo ket degemeret gant an holl na dost e-ser kumuniezh Linux paneveken.
 
== Parzhioù ==
Ar reizhiad Unix a zo ouzh e ober lies parzh a vez peurvuiañ pakadet a-gevret. En ur enlakaat &mdash; ouzhpenn ar [[Kraoñell (urzhiataetezh)|graoñell]] eus ar reizhiad korvoiñ &mdash; an endro diorren, al levraouegoù, an teulioù, hag ar c'hod-tarzh hezoug, hegemm evit an holl parzhioù-mañ, Unix a oa ur reizhiad meizantel emendalc'het. Kement-mañ a voe unan eus ar pennabegoù o deus graet dezhañ bezañ degemeret evel ur benveg kelenn ha deskiñ a-bouez ha bezañ bet ul levezon ken kreñv.
 
Enlakaat ar parzhioù-se n'en deus ket graet d'ar reizhiad bezañ tolzennek &mdash; an dasparzhadur UNIX V7 orin, ouzh e ober eiladennoù eus ar restroù binarel kempunet mui ar c'hod tarzh hag an teuliadur klok a save e dolzennad da neubeutoc'h eget 10Mo, hag a veze kaset war ul lurell warellek 9-roudenn hepken. An teuliadur moullet, skridaozet diwar ar restroù tarzh en-linenn, a zalc'he e korf div levrenn.
 
Kemmet eo bet forzhig anv parzhioù Unix ha o lec'hiadur er reizhiad restroù a-hed istor ar reizhiad. Evelato, an enkorfadur V7 a vez sellet outi gant paot-mat a dud evel an hini he deus ar framm kanonel abred :
 
* '''Kernel''' &mdash; kod tarzh e /usr/sys, ouzh e ober lies is-parzh :
** ''conf'' &mdash; lodennoù kefluniañ ha diouzh an ardivink, en o zouez ar c'hod loc'hañ
** ''dev'' &mdash; sturieroù gwikefreoù evit reoliañ ar periant (hag un dam-beriant bennak)
** ''sys'' &mdash;"kraoñell" ar reizhiad korvoiñ, a intent eus merañ ar vemor, steuñviñ an argerzhoù, galvoù reizhiad, h. c'h.
** ''h'' (pe ''include'') &mdash; restroù reollin, a dermen etrefasoù pennañ gant ar reizhiad ha digemmennoù a-bouez dibar d'ar reizhiad
* '''Endro Diorren''' &mdash; Aozadennoù abred eus Unix a gaved enno un endro diorren e-tailh da grouiñ en-dro ar reizhiad a-bezh diwar kod tarzh :
** ''cc'' &mdash; Kempuner al lavar C (deuet war wel gant Unix V3)
** ''as'' &mdash; Gronner e lavar-ardivink diouzh ar prosesor
** ''ld'' &mdash; Liammer, evit kenstrollañ restroù traezenn
** ''lib'' &mdash; Levraouegoù kod-traezenn (staliaet e /lib pe /usr/lib) ''libc'', al levraoueg reizhiad gant ar skor seveniñ C, a oa al levraoueg diazez, met a-viskoazh e eus bet levraouegoù ouzhpenn evit traoù evel kevrennoù matematik (''libm'') pe moned d'an diazoù roadennoù. Unix V7 a zegasas an aozadenn gentañ eus ''stdio'', al levraoueg modern "Standard I/O", evel lodenn eus al levraoueg reizhiad. En aozadennoù da-heul e voe lieskementet a-zevri an niver hag ar seurtoù levraouegoù.
** ''[[make (meziantoù)|make]]'' &mdash; Ar merour oberiañ (degaset gant [[PWB/UNIX]]), evit emgefren ent-efedus an argerzh oberiañ
** ''include'' &mdash; Restroù reollin evit diorren meziantoù, a dermen peurvuiañ etrefasoù reoliat ha digemmennoù ar reizhiad
** Lavaroù all &mdash; Unix V7 a gaved ennañ ur c'hempuner Fortran-77, ur jederez programmadus tidel e spister (''bc'', ''dc''), hag al lavar "skriptadus" [[awk]], hag aozadennoù ha enkorfadurioù diwezhatoc'h a endalc'h kempunerioù hag teskadoù ostilhoù evit meur a lavar all. Gant an embannadennoù abred BSD e kaved ostilhoù [[Pascal (lavar programmiñ)|Pascal]], ha kalz a reizhiadoù Unix modern a gaver ivez enno an [[dastumad kempunerioù GNU]] kement ha, pe e-lec'h, ur reizhiad kempunañ perc'henn.
** Ostilhoù all &mdash; en o zouez ur merour dielloù kod-traezenn (''ar''), ur roller taolenn-arouezoù (''nm''), ostilhoù evit diorren kempunierioù (da sk. ''lex'' & ''yacc''), hag ostilhoù dizraenañ.
* '''Urzhiadoù''' &mdash; Unix ne zigej ket nemeur etre urzhiadoù (programmoù eus al live implijer) evit korvoiñ ha ratreañ ar reizhiad (da sk. ''cron''), urzhiadoù a dalvoudegezh hollek (da sk. ''grep''), hag arloadoù a zezev hollekoc'h evel ar pakadoù furmadiñ ha skriverezañ testenn. Evelato, ar rummadoù pennañ a zo :
** ''sh'' &mdash; Ar jubenner urzhiadoù programmadus "shell" ("krogenn"), an etrefas implijer diazez war Unix a-raok na zeufe reizhiadoù prenester war wel, ha zoken da c'houde (e framm ur "prenestr urzhiañ").
** ''Mavegoù'' &mdash; boestad-ostilhoù kreiz eus teskad urzhiañ Unix, ennni ''cp'', ''ls'', ''grep'', ''find'' ha meur a hini all. E-touez an isrummadoù :
*** ''Mavegoù reizhiad'' &mdash; osthiloù melestradurel evel ''mkfs'', ''fsck'', ha meur a hini all
*** ''Mavegoù implijer'' &mdash; ostilhoù evit merañ an endro evel ''passwd'', ''kill'', hag all.
** ''Furmadiñ teulioù'' &mdash; reizhiadoù Unix a zo bet implijet adalek an deroù evit prientiñ ha skriverezañ teulioù, hag enno e kaved meur a brogramm liammet evel ''[[nroff]]'', ''[[troff]]'', ''[[tbl]]'', ''[[eqn]]'', ''[[refer (meziant)|refer]]'', ha ''[[pic]]''. Reizhadoù Unix modern zo a gaver ivez enno pakadoù evel [[TeX]] ha [[Ghostscript]].
** ''Grafikoù'' &mdash; An isreizhiad ''plot'' a bourchase peadra da grouiñ tresadoù sturiadel eeun en ur furmad distag diouzh neb gwikefre, gant jubennerioù dibar d'ur gwikefre evit diskwel ar seurt restroù. Er reizhiadoù Unix modern e talvez ivez peurvuiañ [[X11]] da reizhiad prenestriñ reoliat ha da [[EIG]], ha kalz anezho a enkorf [[OpenGL]].
** ''Kehentiñ'' &mdash; reizhiadoù Unix abred n'o doa ket a gehenterezh etre-reizhiad, met dont a raent gant ar programmoù kehentiñ etre-implijerien ''mail'' ha ''write''. Gant V7 e voe gwelet ar reizhiad kehentiñ etre-reizhiadoù abred ''[[UUCP]]'', ha reizhiadoù adalek BSD embannadenn 4.1c a gaved enno mavegoù [[TCP/IP]].
[[ImageSkeudenn:man-man.png|thumb|150px|Gant an urzhiad 'man' e c'hall an den diskwel ur 'bajenn dornlevr' evit kement urzhiad zo war ar reizhiad, zoken man e-unan.]]
* '''Teuliadur''' &mdash; Unix a voe ar reizhiad korvoiñ kentañ a zalc'he ennañ e-unan e zeuliadur klok en-linenn en ur stumm lennadus gant an ardivink. An teuliadur a oa ouzh e ober :
** ''man'' &mdash; Pajennoù dornlevr evit pep urzhiad, parzh levraoueg, galv reizhiad, restr reollin, ha c'h.
** ''doc'' &mdash; Teuliadoù hiroc'h a zeskriv isreizhiadoù pennañ, evel al lavar C ha ''troff''
 
== Skog ==
Ur skog heverk en deus bet ar reizhiad Unix war reizhiadoù korvoiñ all.
 
Skrivet eo bet en ul lavar a live uhel, neket en ul [[lavar gronnañ]] (pezh a soñjed e oa ret evit enkorfañ reizhiadoù war an urzhiataerioù abred). Petra bennak ma heulie kement-mañ skouer [[Multics]] ha [[reizhiadoù meur Burroughs|Burroughs]], Unix an hini eo en deus ledet ar mennozh.
 
Ur patrom restroù eeunaet a-galz en doa Unix e-skoaz paot-mat a reizhiadoù korvoiñ kempred, en ur ober diouzh an holl seurtoù restroù evel taolennoù oktedoù, tra ken. En urzhaz ar reizhiad restroù e kaved servijoù ha gwikefreoù ardivink (evel [[moullerez urzhiataer|moullerezmoullerezed]]ed, [[termenell urzhiataer|termenelltermenello]]ù, pe [[lenner pladennoù|lennerioù pladennoù]]). Kement-mañ a bourchase un etrefas unvan, met eus un tu all e redias da gaoud diouzh an dro gwikefreoù ouzhpenn evel [[ioctl]] ha bannieloù mod a-benn haeziñ keweriusterioù ar periant na glotent ket gant ar patrom eeun "froudad oktedoù". Ar reizhad korvoiñ [[Plan 9 eus Bell Labs|Plan 9]] a gasas ar patrom-se pelloc'h c'hoazh, kement-mañ hep gwikefre ouzhpenn.
 
Gant Unix e voe brudet ivez ar reizhiad restroù urzhazel gant iskavlec'hioù kempret ent tidel, a oa bet degaset en deroù gant Multics. Reizhiadoù korvoiñ boutin all eus ar maread a oa ganto doareoù evit rannañ un ardivink stokañ e meur a gavlec'h pe lodenn, met un niver digemm a liveoù o doa, alies ul live hepken. Lies reizhiad korvoiñ perc'henn a-bouez a ouzhpennas en diwezh un tu d'ober gant iskavlec'hioù askizel diazezet ivez war patrom Multics. An urzhaz "strollad, implijer" eus [[RSX-11]]M gant DEC a droas da gavlec'hioù [[Virtual Memory System|VMS]], pezhiennoù [[CP/M]] a droas da iskavlec'hioù [[MS-DOS]] 2.0+, hag an urzhaz group.account eus [[Multi-Programming Executive|MPE]] gant HP ha [[System Support Program|SSP]] ha reizhiadoù levraouegoù [[OS/400]] gant IBM a zisoc'has war reizhiadoù restroù POSIX galloudusoc'h.
 
Ober eus ar jubenner urzhiadoù ur programm boutin eus al live implijer, gant urzhiadoù ouzhpenn pourvezet evel programmoù distag, a voe un nevezadenn all eus Multics brudet gant Unix. Ar [[Shell Unix]] a implije ar memes lavar evit urzhiadoù etregwezhiat hag evit skriptoù ([[skript shell|skriptoù shell]] &mdash; ne oa ket a lavar kontrollañ an dleadoù distag evel ar [[Job Control Language|JCL]] gant IBM). Gant ma oa eus ar shell hag an urzhiadoù RK "ur programm all, tra ken", e c'halle an implijer dibab (pe zoken skrivañ) e shell dezhañ. Urzhiadoù nevez a c'halled ouzhpennañ hep kemmañ ar shell e-unan. Ereadur nevezadus al linenn-urzhiañ Unix evit krouiñ chadennoù argerzhoù produer-bevezer ([[san-stlenn (Unix)|sanioù-stlenn]]) a reas d'ur paradigm programmañ galloudus ([[kedroudennad]]où) bezañ hegerz a-vras. Meur a jubenner urzhiadoù dre linenn urzhiañ krouet war-lerc'h a zo bet awenet gant ar shell Unix.
 
Ur bennaenn ziazez eeunadus eus Unix a oa bezañ lakaet e pleustr an testenn ASCII evit tost an holl furmadoù restroù. Ne oa ket a aozer "binarel" en aozadennoù orinel eus Unix &mdash; ar reizhiad a-bezh a veze kefluniet en ur implijout skriptoù urzhiadoù shell mod-testenn. An anver boutin er reizhiad E/D a oa an okted &mdash; neket evel ar reizhiadoù restroù [[Reizhiad restroù dre enrolladenn|"dre enrolladenn"]]. Bezañ kreizennet war an destenn evit enkorfañ tost pep tra en deus graet d'ar sanioù Unix bezañ talvoudus-tre, ha broudet en deus da ziorren ostilhoù simpl hag hollek a c'hellfed kenstrollañ aes evit kas da benn trevelloù ''ad hoc'' luzietoc'h. Bezañ degemeret an destenn hag an okted en deus lakaet ar reizhiad e-tailh da vezañ kresket ha douget muioc'h eget reizhiadoù all. Gant red an amzer, an arloadoù diazezet war an destenn o deus graet berzh ivez e tachennoù evel al lavaroù moullañ ([[PostScript]]), hag e gwelead an arloadoù eus [[Protokoloù ar Genrouedad]], da sk. Telnet, FTP, SSH, SMTP, HTTP hag SIP.
 
Gant Unix e voe brudet un ereadur evit an [[troiennoù reoliek]] en deus kavet un implij ledan. Etrefas programmiñ Unix zo deuet da vezañ sichenn ur reolad etrefas reizhiadoù korvoiñ lakaet e pleustr a-vras (POSIX, gwelet a-us).
Linenn 165:
<!-- {{ main|Year 2038 problem }}
-->
Gant Unix e vez stoket variennoù [[eur ar reizhiad]] evel an niver a eilennoù tremenet abaoe hanternoz d'ar [[1añ Genver|1<sup>añ</sup> a viz Genver]] [[1970]] (ar "[[Koulz Unix|c'houlz Unix]]") e variennoù eus ar seurt <code>[[time_ttime t]]</code>, termenet ent istorel evel "anterin 32-bit sinet". D'an [[19 Genver|19 a viz Genver]] [[2038]], an eur red a winto eus ur zero heuliet gant 31 unan (<code>01111111111111111111111111111111</code>) da un unan heuliet gant 31 zero (<code>10000000000000000000000000000000</code>), pezh a adderaouo an eur d'ar bloavezh 1901 pe 1970, diouzh an enkorfadur, dre ma eilpenno ar [[bit sin]]. O vezañ ma implij meur a arload roudennadoù eus levraouegoù ar RK evit jediñ an deiziad, skog kement-mañ a c'hellfe anadiñ kalz abretoc'h eget 2038 ; da skouer e c'hellfe ur prest war gampi 30 bloavezh-pad bezañ jedet direizh adalek ar bloavezh [[2008]].
 
O vezañ m'eo ral a wezh eztaolet e furmad an [[eur Unix]] deiziadoù a-raok 1970, un diskoum posubl, hag a zo kenglotus ouzh ar furmadoù binarel bezant, a vefe adtermeniñ <code>time_t</code> evel "anterin 32-bit ansinet". Koulskoude, un [[talfasat|dalfasadenn]] evel-henn ne rafe ken nemet dreistlec'hiañ ar gudenn d'an [[7 C'hevrer|7 a viz C'hwevrer]] [[2106]], hag e c'hallfe silañ drein e meziantoù a genveria daou deskad eurioù.
Linenn 171:
Aozadennoù zo eus Unix o deus pledet gant kement-mañ endeo. Da skouer, gant Solaris war reizhiadoù 64-bit, <code>time_t</code> a zo 64 bit e hed, da lavaret eo ar RK e-unan hag an arloadoù 64-bit a embrego reizh an deiziadoù 292 miliard a vloavezhioù-pad (meur a wezh muioc'h eget [[oad an hollved]]). Arloadoù 32-bit hag a implij un <code>time_t</code> 32-bit a zalc'ho da vont en-dro war reizhiadoù Solaris 64-bit, met techet ez vint c'hoazh d'an draen 2038.
 
== Reizhiadoù korvoiñ frank Unix-heñvel ==
[[ImageSkeudenn:Kde35.png|thumb|250 px|Linux a zo ur reizhiad modern Unix-heñvel]]
 
E 1983, [[Richard Stallman]] a gemennas ar raktres [[GNU]], ur striv youlek evit krouiñ ur reizhiad [[meziantoù frank]] [[Unix-heñvel]] ; "frank" e doare kement hini a resev ur skouerenn anezhañ a vije frankiz gantañ d'e implijout, studiañ, kemmañ, hag ingalañ pelloc'h. Pal GNU a voe sevenet e 1992. E raktres diorren ur graoñell, [[GNU Hurd]], ne oa ket disoc'h gant ur graoñell oberiant, met ur graoñell kenglotus [[Kraoñell Linux|Linux]] e anv a voe embannet evel meziant frank e 1992 hervez an [[Aotre Foran Hollek GNU]]. An daou a-gevret a vez graet aliesig "Linux" anezho, daoust ma ra ar Free Software Foundation ha [[Dasparzhadenn Linux|dasparzhadennoù Linux]], evel [[Debian|Debian GNU/Linux]], gant [[Daelerezh envel GNU/Linux|an anv kevredet GNU/Linux]].
 
Ouzhpenn o implij er reizhiad korvoiñ Linux, kalz a bakadoù GNU &mdash; evel an [[Dastumad Kempunerioù GNU]] (ha nemorant ar [[chadenn ostilhoù GNU]]), al [[glibc|levraoueg C GNU]] hag ar [[Coreutils|mavegoù kreiz GNU]] &mdash; o deus kendalc'het ivez da c'hoari ur roll kreiz e reizhiadoù Unix frank.
 
Dasparzhadennoù Linux, a gaver enno Linux ha dastumadoù bras a veziantoù kenglotus, o deus tapet brud war un dro e metoù an amatourien hag e bed an aferioù. E-touez an dasparzhadennoù brudet emañ [[Red Hat Enterprise Linux]], [[Fedora (dasparzhadenn Linux)|Fedora]], [[SUSE Linux|SUSE Linux Enterprise]], [[SUSE Linux|openSUSE]], [[Debian|Debian GNU/Linux]], [[Ubuntu (dasparzhadenn Linux)|Ubuntu]], [[Mandriva Linux]], [[Slackware Linux]] ha [[Gentoo Linux|Gentoo]].
 
Un deveradenn frank eus Unix [[BSD]], [[386BSD]], a voe ivez embannet e 1992 ha disoc'h a reas gant ar raktresoù [[NetBSD]] ha [[FreeBSD]]. Hervez ar varnadenn douget e 1994 er breud savet gant [[UNIX Systems Laboratories]] enep da Skol-Veur Kalifornia ha Berkeley Software Design Inc. ([[USL v. BSDi]]), e voe lakaet sklaer edo gant Berkeley ar gwir da zasparzhañ Unix BSD &mdash; evit netra, ma venne kement-mañ. Dibaoe, Unix BSD zo bet diorroet hervez lies tuadur, en o zouez [[OpenBSD]] ha [[DragonFly BSD]].
 
Linux ha BSD a zo bremañ krog da aloubiñ fonnus kalz eus ar marc'had a oa betek-henn dindan dalc'h reizhadoù korvoiñ Unix perc'henn, ha war un dro emaint oc'h emledañ e marc'hadoù nevez evel re an ardivinkoù beveziñ burev, heloc'h hag entoueziet. A-drugarez d'an doare molladel m'eo bet empentet Unix, rannañ tammoù bitrakoù a zo boutin a-walc'h ; da heul, ar bras eus an holl reizhiadoù Unix hag Unix-heñvel a gaver enno da nebeutañ un tamm kod BSD, hag ar reizhiadoù modern a gaver ivez aliesig en o dasparzhadenn ur maveg GNU bennak.
Linenn 221:
* Dilesadur : <code>''su'' ''login'' ''passwd''</code>
 
== Daveennoù ==
{{Reflist}}
 
{{Refbegin}}
* Ritchie, D.M.; Thompson, K., The UNIX Time-Sharing System (The Bell System Technical Journal, July-August 1978, Vol. 57, No. 6, Part 2)
* [[Peter H. Salus|Salus, Peter H.]]: ''A Quarter Century of UNIX'', Addison Wesley, [[June 1]], [[1994]]; ISBN 0-201-54777-5
* {{cite web | url=http://www.levenez.com/unix/ | title=UNIX History | work=www.levenez.com | accessmonthday=17 March | accessyear= 2005 }}
* {{cite web | url=http://www.unixguide.net/ | title=AIX, FreeBSD, HP-UX, Linux, Solaris, Tru64 | work=UNIXguide.net | accessmonthday=17 March | accessyear= 2005 }}
* {{cite web | url=http://lwn.net/2002/0221/bigpage.php3 | title=Linux Weekly News, [[February 21]], [[2002]] | work=lwn.net | accessmonthday=7 April | accessyear = 2006 }}
* [[John Lions|Lions, John]]: ''Lions' {{cite web | url=http://www.lemis.com/grog/Documentation/Lions/ | title=Commentary on the Sixth Edition UNIX Operating System}} with Source Code'', Peer-to-Peer Communications, 1996; ISBN 1-57398-013-7
* UNIX Shell Programming, Yashawant Kanetkar
{{Refend}}
 
== Liammoù diavaez ==
<!-- {{wikibookspar|Guide to Unix}} -->
* [http://minnie.tuhs.org/UnixTree/ Ar Wezenn Unix : restroù diwar embannoù istorel]
Linenn 272:
[[bat-smg:UNIX]]
[[be:Unix]]
[[bg:ЮниксUnix]]
[[bn:ইউনিক্স]]
[[bs:UNIX]]