Leet speak : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : Al '''''Leet speak''''' (e leet speak : '''1337 5|*34|<'''), eus ar saozneg "elite speak" ("yezh ar re wellañ"), a zo ur skritur oc'h implij an arouezennoù alphanumerel ASCII en...
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Al '''''Leet speak''''' (e leet speak : '''1337 5|*34|<'''), eus ar saozneg "elite speak" ("yezh ar re wellañ"), a zo ur skritur oc'h implij an arouezennoù alphanumerel [[ASCII]] en un doare digomprenus evit an dud n'int ket boaziet (a-wechoù anvet noob (pe n00b) ganto) evit kaout un doare eskemm spesius. Ar priñsip a zo implij arouezennoù a seblant tost d'al lizherennoù boaz, da skouer, 5 e plas S, 7 e plas T Haghag evit an tu pellañ |_| e plas U pe |< e plas K, hep klask doujañ d'ar reizhskrivañ pe d'ar pennlizherennoù.
 
Ar yezh-mañ a vez implijet dreist holl gant ar [[Geek]]ed, an [[hackers]] pe ar [[C'hoari video|c'hoarierien]].
 
== Orin ==
Al lizherenneg 1337 a zo ganet e fin ar [[bloavezhioù 1980]] war ar [[Bulletin board system|BBS]] ''underground'', gant ur meskaj a gerioù teknikel e pellgomzerezh hag e [[stlenneg]].
 
Implijet eo bet er penn-kentañ gant an dud ampart (''elite'') evit mirout d'ar re all ([[lamer]]) da vont er fichennaouegoù kizidik diwar-benn ar morlaerezh pellgomz ([[phreaking]]) ha urzhiataerel ([[hacking]], [[crack]]...)
 
Ouzhpenn da se ez zo diaesoc'h, e-pad ur gaozeadenn eus sujedoù kizidik, reperiñ ar gerioù : "Morlaer" a zeu da vezañ "|\/|0r143r" da skouer...
 
N'eus reolennoù reizhskrivañ resis ebet.