Neith : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: hu:Néith
D Robot ouzhpennet: ko:네이트 (신화); Kemm dister
Linenn 3:
! colspan="2" | Neith
|- valign="top" align="center"
| <hiero>R24:R25</hiero> <br /> ''pe'' <br />
<hiero>N35:X1:R24</hiero> <br />
 
|}
Linenn 14:
 
 
== Doueez ar brezel hag ar gwiaderezh ==
 
Doueez an hemolc'h hag ar [[brezel]] e oa-hi da gentañ. Kemer a rae perzh e trec'hoù ar [[faraon]]ed er brezelioù. Dindan ar stumm-se an hini e oa bet heñvelekaet gant ar C'hresianed ouzh an doueez [[Atena]]<ref> En e levr anvet ''[[Timaios]]'' e tisklêr [[Platon]] e oa an doueez gresian '[[Atena]]' dindan un anv all, daoust ma n'o deus ket ar memes orin tamm ebet evel just :"En delta egiptat, ma tisparti dourioù an Nil en e benn, ur bastell-vro zo hag a zo anvet pastell-vro [[Sais]], ha graet e vez Sais ivez eus kêr vras ar c'hornad, zo ar geoded a zeu ar roue [[Amasis]] diouti. Un doueez diazezerez o deus keodediz ; Anvet eo Neith e yezh Egiptiz, hag e asuront ez eo ar memes hini zo anvet Atena gant an Hellened."</ref>. En he stumm kentañ a zoueez ar brezel e lavared e rae armoù ar vrezelourien hag e tiwalle o c'horf pa varvent.
Linenn 21:
Damheñvel ouzh ur [[stern-gwiadiñ]] e oa hec'h arouez hag abalamour da se ez eas da zoueez ar gwiaderezh ha gounid a reas hec'h anv a dalvez "gwiaderez"<ref>Hag a laka da soñjal er brezhoneg "nezañ"</ref>. Gwarezerez ar maouezed e oa ha diwallerez an euredoù ivez.
 
== Doueez ar re varv ==
 
Lavaret e veze ivez e wiade al lurelloù hag al liñselioù lakaet war ar [[balzamegenn|balzamegoù]] evel ur prof evite.
Linenn 28:
 
 
== Emdroadur ar C'hredennoù ==
Kemplezh a-walc'h eo ar c'hredennoù o doa Egiptiz diwar he fenn. Dav eo gwelet amañ efed an amzer (en em droet eo ar c'hredennoù) hag eus niver ar mitologezhioù lec'hel a oa en Henegipt. He anv, a challe bezañ komprenet evel ar ger ''dour'', a lakas Egiptiz da sellet outi evel personeladur an dourioù kentañ e-pad krouidigezh ar bed, e mitologiezh an [[Ogdoad]]
, ha dre se evel mamm [[Ra]]. Abalamour ma oa deuet da vezañ un doueez eus an dour e voe sellet outi ivez evel mamm [[Sobek]], an doue krokodil. Dre ma oa liammet ouzh an dour c'hoazh, da skouer an [[Nil]], e voe sellet outi a-wezhioù evel maouez [[C'hnoum]]. C'hoarvezout a rae ivez d'an dud tostaat he roll e krouidigezh ar bed d'he karg eus doueez ar gwiadiñ ha lavaret e veze he doa gwiadet ar bed war he stern. [[Ploutarc'hos]] a skriv e oa skrivet war he zempl (Aet da get bremañ) : ''Me eo kement tra zo bet, a zo, hag a vo. Den krouet ebet n'eo deuet a-benn da sevel ar ouel a c'holo ac'hanon''.
Kalz diwezhatoc'h he roll douez ar brezel a lakas Henegiptiz da heñvelekaat anezhi ouzh [[Neftis]] (hag ouzh [[Anouket]]), eus [[navad]] Heliopolis, ha dre se da sellet outi evel gwreg [[Set]]. En despet da se ne veze ket gwelet fall. Lavaret e veze he doa erbedet e vefe kemeret [[Horus]] da faraon e-pad ar brezel etre [[Horus]] ha Set, evit tron [[Egipt]].
 
<!--
Linenn 41:
-->
 
== Azeulerezh ==
 
En e enor e veze lakaet alies maouezed an tiegezhoù roueel en hec'h anv. Da skouer e oa anv ur rouanez eus ar VIvet tierniezh a oa dimezet gant ar [[faraon]] [[Pepi II]]. Kavout a reer he [[piramidenn|firamidenn]] e-kichen hini he gwaz etre [[Saqqara]] ha [[Dashur]]
Linenn 47:
 
 
Ur fest bras, anvet "Fest ar c'hleuzeurioù", a veze dalc'het bep bloaz en hec'h enor, hag hervez [[Herodotos]] e veze devet ur bern goulaouennoù gant he azeulerien e diavaez an tier e-doug an noz d'ar mare-se. Kavout a reer ivez roudoù eus azeulerezh ur vaouez marvet a deuet da vev en-dro zo liammet gant Neith hag a laka da soñjal en azeulerezh [[Osiris]].
 
 
== Danvezioù all ==
* Neith zo unan eus an doueez pennañ azeulet gant [[Amazoned]] [[Bana-Mighdall]] el levr bannoù-treset ''[[Wonder Woman]]''.
* Neith eo anv ar framm kelc'htreiñ bleniet gant Viola e "Zone of the Enders", ur c'hoari video evit PS2
Linenn 56:
 
 
== Notennoù ==
<references/>
{{henegipt}}
Linenn 78:
[[id:Neith]]
[[it:Neith]]
[[ko:네이트 (신화)]]
[[la:Neith]]
[[lt:Neitė]]