Levrioù Erell : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Oc'h erlec'hiañ ar bajenn gant 'ba !'
D Kemmoù Khan (Kaozeal) distaolet; adlakaet da stumm diwezhañ Llydawr
Linenn 1:
'''Levrioù Erell''' zo un dastumad levrioù troet diwar ar [[kembraeg|c'hembraeg]], ha [[Rala Rwdins]] a vez graet anezho e [[Kembre]].
ba !
 
Embannet e oa bet 12 levr kentañ an dastumad e brezhoneg gant [[An Here]].
Savet e oa bet ar skrid [[brezhonek]] gant [[Morwenna Jenkin]] da gentañ, gant [[Martial Ménard]] ha [[Herve Bihan]] goude.
 
==Gwerzh==
 
Seblantout a ra an daou gentañ bezañ bet peurwerzhet. <br />
Poan a vez o kavout ar re all, koulskoude e chome kantadoù anezho e 2009.
 
 
==Levrioù an dastumad==
*1-Katell Skubell
*2-Katell Spanell
*3-Lazhañ an heol
*4-An hudourig brell
*5-Moanig vihan
*6-Gouel kala-goañv
*7-Un devezh kannañ
*8-Glebigell
*9-Tomm, tomm, tomm!
*10-Didrouz-kaer
*11-Korventenn
*12-C'hwil laouen
 
==Nebeud a verzh==
Nebeud a verzh o deus graet al levrioù e [[Breizh]], pa reont berzh ken-ha-ken e [[Kembre]]. <br />
War a seblant ne blijont ket d'an dud vras, kustum ouzh levrioù an [[embanner]]ien c'hallek, [[paper]] lufr ha livioù flamm. <br />
Kavet eo bet un tamm diaes ha re binvidik ar brezhonek enne ivez.<br />
Ouzhpenn-se n'eus ket bet klasket brudañ anezho ivez evel ma oar ober Kembreiz, gant aktourien o vont a [[skol]] da skol da c'hoari an istorioù, ar skrivagnerez o kaozeal gant tud ar vugale, abadennoù er [[skinwel]], filmoù, pladennoù.
 
Koulskoude e plij ar bed-se d'ar vugale peurvuiañ, da re Vreizh evel da re Gembre, pa vez kinniget dezho, ur bed a [[faltazi]] pell diouzh ar [[pemdez]] ha diouzh bed an dud vras peurvuiañ
 
[[Rummad:Levrioù brezhonek evit ar vugale]]