Ael : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot kemmet: bs:Anđeo
D Robot ouzhpennet: arc:ܡܠܐܟܐ; Kemm dister
Linenn 1:
[[rummadRummad:relijion]]
[[rummadRummad:boudoù moliac'h]]
[[Rummad:Pennadoù da neptuekaat]]

Alies e vez meneget an '''aeled''', pe '''aelez''', er [[Bibl]], kenkoulz en [[Testamant Kozh]] hag en [[Testamant Nevez]]. En ur harpañ war ar pezh a zo skrivet diwar o fenn, emaomp o vont da glask respont da zaou c'houlenn : Piv ez int ? Petra a reont ?

== Piv eo an aeled ? ==
E yezhoù ar [[Bibl]] eo '''malak''' en [[hebraeg]] hag '''aggelos''' e [[gresianeg]] ar gerioù implijet evit "ael". An daou c'her-se o deus an hevelep ster: "an hini kaset" pe "ar c'hannad". Ar wrizienn Malak a zo e orin anv ar profed Malaki (= va c'hannad).

Ar respont klokañ d'ar goulenn "Piv eo an aeled?" a zo roet gant Hebreed 1:14, ''"Ha n’int ket holl speredoù oc’h embregañ ur servij, ha kaset evit seveniñ ur ministrerezh e-keñver a re a dle resev ar silvidigezh da hêrezh?"'' Sklaer eo eta penaos int speredoù, boudoù speredel. "Kaset" int, ar pezh a glot mat gant o anv: "kannaded".

War a seblant, ez eus lies '''renkadoù a aeled'''. Setu anv ar renkadoù meneget (an anvioù a c'hell cheñch un tammig hervez an troidigezhioù):

* An Tronioù (Koloseiz 1:16)

* Ar Mestronioù (Efeziz 1:21, Koloseiz 1:16)

* Ar Priñselezhioù (Efeziz 1:21, Koloseiz 1:16)
* Ar Galloudoù (Efeziz 1:21, Koloseiz 1:16, 1 Pêr 3:22)
* An Nerzhioù (Efeziz 1:21, 1 Pêr 3:22)
* Ar Serafined (Izaia 6:2)
* Ar Cherubined (meneget int alies en Testamant Kozh, da skouer Geneliezh 3:24, 2 Samuel 22:11, Ezekiel 10:1; en Testamant Neveze kaver meneg anezho en Hebreed 9:5)

* An Arc'hael (1 Tesalonikiz 4:16, Jud 9).

N'eus met un arc'hael hepken, hag e zere a seblant uheloc'h eget hini an aeled all. Ar wrizienn ARC'H e gresianeg a dalvez "kentañ", pe "pennañ".

Daou ael a zo anavezet dre o anv:

# "Mikael", an arc'hael (Daniel 10:13, Daniel 12:1, Jud 9, Diskuliadur 12:7). Penn-bras lu Doue eo, e anv a dalvez "evel Doue".
# "Gabriel" (Daniel 8:16, Daniel 9:21, Lukaz 1:19-26). E anv a dalvez "Doue a zo galloudus".

An aeled a zo speredoù, met gellout a c'hellont kemer stumm un den. Ar skouerioù a zo niverus; setu daou anezho en Testamant Kozh ha daou en Testamant Nevez: Geneliezh 19:1, Barnerien 6:11, Yann 20:12, Oberoù 12:7. Posupl eo zoken gwelout un ael hep henn gouzout (Hebreed 13:2). Komz a reont yezhoù dezho o-unan, a c'heller komz ivez gant sikour ar Spered-Santel (1 Korintiz 13:1).

== Petra a ra an aeled ? ==
[[Skeudenn:Jacob-angel.jpg|right|thumbnail|300px|Jakob oc'h en em gannañ gant an Ael — [[Gustave Doré]], [[1855|(1855)]]]]
Hervez ar pezh a zo lavaret en Hebreed 1:14, "kaset int evit seveniñ ur ministrerezh e-keñver a re a dle resev ar silvidigezh da hêrezh". O gwelout a reer eta o tegas kemennadurioù a-berzh Doue, o kalonekaat hag o frealziñ, oc'h aliañ diwar-benn an traoù d'ober en un degouezh bennak, o stourm ouzh nerzhioù an droug. Ar skouerioù a zo re niverus evit menegiñ an arroudoù.

Ur galloud bras a zo ganto (Salm 103:20). Kas a reont da benn barn Doue (war Sodom, Jeruzalem, an Asiriz, Herodez), hag e kasint c'hoazh anezhi (Mazhev 13:49, Diskuliadur pennadoù 8 da 16). Bez' e c'hellont ivez foetañ an douar evit e evezhiañ (Zakaria 1:9-11).

Evel-just e servijont Jezuz hag ec'h azeulont anezhañ (Mazhev 4:11, Mazhev 13:41, Mazhev 25:31, Mazhev 26:53, Lukaz 2:13, Lukaz 22:43, Hebreed 1:6, Diskuliadur 22:16).

Kinnig a reont dalc'hmat ur veuleudi da Zoue (Salm 148:2, Diskuliadur 7:11-12).

== Traoù da c'houzout diwar-benn an aeled ==
O fealded hag o lealded e-keñver an Aotrou a zo peurvat, met krouadurien int eveldomp. Dre-se eo difennet ouzh an dud o azeuliñ, ha n'o deus doare ebet eus an doueelezh (Romaned 1:24-25, Koloseiz 2:18, Diskuliadur 19:10, Diskuliadur 22:9).

Bez' ez eus aeled hag a zo kouezhet; dilignezet int eta bremañ (Mazhev 25:41, 2 Pêr 2:4, Jud 6, Diskuliadur 12:9). [[Satan]] e-unan a zo un ael kozh a renk uhel ([[Lusifer]] pa oa ael). Kouezhet eo en abeg d'e lorc'h (Izaia 14:4-23, Ezekiel 28:11-19).

[[ace:Malaikat]]
[[ang:Engel]]
[[ar:ملاك]]
[[arc:ܡܠܐܟܐ]]
[[az:Mələk]]
[[bat-smg:Aniuols]]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/wiki/Ael »