Lev (muzul) : diforc'h etre ar stummoù

15 okted ouzhpennet ,  12 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
DNo edit summary
No edit summary
Un [[unanenn]] [[hed]] kozh eo al '''lev''' (reizh benel, [[liester]] ''levioù'', eus al [[latin]] ''leuca'' deuet eus ar [[galianeg]]). Implijet e veze e meur a vro en [[Europa]] ha [[Suamerika]]. Talvezout a rae al lev-postbost etre 3 ha 6 [[kilometr]]. Met hedoù liesseurt a veze kavet hervez ar broioù hag ar ranvroioù. En 18vet kantved e veze implijet al lev evel un unanderenn gorread, lev pe lev garrez. E [[Breizh]] e talveze al lev kement ha 4 800 metr, evel al lev saoz douarel. Ober a reas ar Saozon gant al lev-vor, houmañ 3 gwech ur mil-mor (5,516 m).
 
E 1791 e tivizas [[Bodadeg Vonreizhañ Bro-C'hall]] e vefe graet gant reizhiad ar [[metr]] hiviziken hag e vefe implijet ar c'hilometr evit muzuliañ an hedoù douaroniel.
 
E Breizh e vez kavet [[lec'hanvadurezh|anvioù-lec'h]] gant ''lev'' enno. Div [[traezhenn]] hir kenañ a zo anvet al ''Lev-Draezh'' : unan e foñs [[Bae Douarnenez]] e kumunioù [[Ploudiern]] ha [[Sant-Vig]] hag an eil e [[kornôg]] [[Bro-Dreger]] e kumunioù [[Plistin]], [[Treduder]] ha [[Lokmikael-an-Traezh]].
 
==Gerioù deveret==
*leviad : hedad al lev
*[[bannlev]] : tolpadoù poblañs tro-dro d'ur gêr. Gwechall e [[Bro-C'hall]] e veze paet tailhoù bihanoc'h dindan 4 lev tro-dro da [[Pariz|Bariz]].
*kardlev : ur c'hard eus ul lev, da lavarout eo ur c'hilometr.
 
[[Rummad:Unanennoù muzuliañ kozh]]
Implijer dizanv