Paskal Tabuteau : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Gwendal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Oc'h erlec'hiañ ar bajenn gant '{{Kempenn}}'
Linenn 1:
{{Kempenn}}
Ganet eo Paskal Tabuteau e 1962 e Montmorillon ( Bro-Boatou ). Aet eo da Is-ofiser e-barzh en aerlu Bro-c'hall e 1981 goude bout bet o labourat tammoùigoù evel addreser kirri-tan. Kroget en deus da zeskiñ brezhoneg er bloavezhioù 80' gant an hentenn Assimil ha gant sikour Skol-an-Emsav. Tapet en deus un Deug, un aotregezh hag ur vestroniezh vrezhoneg e 1995 e skolveur Roazhon 2. Kapesianet eo bet e 1999 e brezhoneg hag e saozneg goude bout bet o labourat e Gwiana Bro-c'hall ( Amerika ar Su ). Kelenner brezhoneg eo bet e Ploue hag e Lanester betek 2008. Skrivet en deus barzhonegoù, danevelloù, studiadennoù ha pennadoù kazetennerezh e-barzh al Liamm, Brud-Nevez, Klask, Bremañ. Lakaet en deus e brezhoneg istor ha beajoù Sant Brendan ( Emgleo Breiz - 2005 ). Lakaet en deus ivez e brezhoneg enklotennet skrid " La Chanson d'Aiquin" a zo chomet diembann betek-hen. Den kar-e-vro, graet en deus e seizh gwellañ e korn bro Ploue a-benn delc'hen ar brezhoneg en e blomm e-mesk ar re yaouañk.