Devonian : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 7:
Tennañ a ra an devonian e anv eus an [[Devon]] ur gontelezh [[saoz]] lec'h ma 'z eo boutin ar reier eus ar marevezh-mañ. Tra ma'z eo ar [[gweleoù roc'hek]] a vek deroù ar marevezh anavezet mat n'eo ket resis tre o deiziadur. Hervez ar [[Komision Etrevroadel a-zivout ar Stratigrafiezh|Gomision Etrevroadel a-zivout ar Stratigrafiezh]] en em astenn an devonian eus fin ar [[silurian]] 416.0 ± 2.8 milion a vloavezhioù'zo betek deroù ar [[karbonifer|c'harbonifer]] 359.2 ± 2.5 (e Amerika an Norzh, derou ar [[Mississipian]]).
 
'''Marevezh ar besked''' e oa anvet gwechall met dilezet e oa bet ar ger-se. Tra ma liesakaas ar besked e-pad an devonian ne oant ket ar furm-buhez boutinañ. Anvet e oa ivez marevezh '''efed ti-gwer''' peogwir e teue darnd'ar vrasañ ar standilhonoù kentañ eus kornôg [[Europa]] ha norzh [[Amerika]] edo lec'hiet war ar c'heheder d'an amzer-se.
 
E skridoù an XIX{{vet}} kantved e oa anvet an devonian an '''Hen Varevezh Ruz''' hervez ar goueledennoù gell-ruz ma voe dizoloet ar fosiloù kentañ.