Devonian : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 34:
Un amzer hag oberiantiz dektonik vras e oa an devonian. [[Laurasia]] ha [[Gondwana]] a dostas an eil ouzh egile. Gant ar stokad eus [[Laurentia ha Baltika]] e voe krouet [[Euramerika]]er c'helc'hiad sec'h a-hed [[trovan ar c'havr-mor]]. Evel hiziv e oa furmet gant unvaniezh daou vas ag aer : [[kell Hadley]] ha [[kell Ferrel]]; E-barzh an dam-zezerzhioù eo e voe furmet ar [[Hen Grag Ruz]]. Tennañ a ra e liv ruz eus bezañt [[hematit]] pennskoueriek eus un hiniad sec'h.
 
War-dro ar c'heheder e krogas [[Pangea]] da furmiñ dre stokad [[Amerika]] an norzh hag [[Europa]]. Ar stokad-se a grouas ar menezioù [[Apalach]] hag ar [[Kaledonid|C'haledonidoù]] e [[Breizh-Veur]] ha [[Skandinavia]]. Aod ar c'hornôg a oa kalz siouloc'h, avat ha warni e kaved [[aber]]ioù ha geunioù-mor dreist holl. Er pezh a zo [[Idaho]] hahag [[Nevada]] ur wareg ag inizi tanveneziek a dizhe an uhel [[gompezenn gevandirel]]. E fin a marevezh e krogjont da sevel goueledennoù morel, un darvoud a zlefe merkout derou an [[orogeniezh Antler]]
 
Kevandirioù ar su a chome unvanet e-barzh dreistkevandir [[Gondwana]] hag ar peurrest eus ar pezh a zo hiziv Eurazia a oa lec'hiet en hanterzouar eus an norzh. Uhel a oa live ar mor e-pad an devonian hag un darn vras eus an tirioù a oa beuziet dindan morioù bas ma kreske kerreg trovanel.