Jules Gros : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Tammoù traoù
D →‎Beajiñ: Reizhañ liamm
Linenn 20:
E 1911 e reas e servij soudard e [[Belfort]], met pa veze ehanet e teue en-dro da [[Breizh|Vreizh]] hag e tastume karnedadoù bommoù-lavar brezhonek. D'ar c'houlz-se eo, e gwirionez, e krogas gant e oberenn ''Teñzor ar brezhoneg komzet''.
 
E-pad ar brezel 1914-18 e voe lakaet da jubennour abalamour d'e ouiziegezhioù war ar yezhoù. Pa deuas en-dro eus ar brezel, e heulias kentelioù brezhoneg e [[skol-veur Roazhon]], e-lec'h ma oa [[Anatole Le Bras|Anatol ar Braz]] o kelenn. Kemer a reas perzh e bodad skridaozañ «[[Buhez Breiz]]». Evel-se eo e voe skrivet gantañ e eñvorennoù brezel ''Dek devez e Verdun''. Skrivañ a reas er gelaouenn ''[[Mouez ar Vro]]'' gant e vignon [[Francis Gourvil]]. Un heuliad pennadoù a skrivas eno anvet ''War-Sao Bretoned !''.
 
Dimeziñ a reas e 1920, hag ez eas da chom da [[Versailles|Versailhez]]. Labourat a reas neuze en embregerezh livaj Kalibine.