Azteked : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: et:Asteegid
D Robot ouzhpennet: zh-yue:阿茲特克文明; Kemm dister
Linenn 1:
Pa oa degouezhet ar [[Spagn]]oled en [[Amerika]], e kerzh ar XVIvet kantved, eo an Azteked a oa ar brasañ [[impalaeriezh]] bet gwelet morse e [[Kreizamerika]].
Ar meuriad [[chichimek]]-se a oa deuet, ha staliet diwezhat-tre e Mec'hiko, war lez al [[lenn Tekskoko]]. En ur ober ur c’hantved e voe savet gant ar [[Meksikas]] (an anv a rae an Azteked anezhe o-unan) o c'hêrig [[Tenochtitlan]] da ur gêr veur, mestrez war an « [[Emglev Tridoubl]] » galloudus.

== Ar gevredigezh ==
Linenn 8:

== Ar sport meur : ar belotenn pe c’hoari ar Tlachtli ==
Ar c’hoari-mañ a oa brudet-tre e Merc’hiko a bezh. Pal al ar c’hoari-mañ a oa lakaat ur volotenn kaotchouk en ur wallenn a-blom, staget da 3 vetrad eus an douar. Bez e oa daou wallenn evel-se, staget penn-ouzh-penn. Evit lakaat ar volotenn da dremen e-barzh, e oa ret e deurel gant an arzorn, ar glin… Met arabat e oa en ober gant an daouarn pe an dreid. Ma goueze ar volotenn e veze kastizet ar skipailh en doa faziet. Ar c’hoari e-unan a oa feulz a-walc’h. C’hoarvezout a rae alies e veze ur c’hoarier (atav soudarded) a gemere ar vollotenn en e c’hof ha kouezañ, marv war an taol. Ar c’hoari-mañ a oa relijiel a-walc’h, peogwir, da bep krogad e veze pariet gant ar c’hoarierien hag ar pinvidigezioù gounezet a oa strollet da sioulaat an doueed.

== Ar relijion ==
[[Tonatiuh]] : Doue an heol

[[Tlaloc]] : Doue ar glav

[[Huizipochtli]] : Doue ar brezel

[[Tezcatlipoca]] : Doue an noz hag ar brezel

[[Ketzalcoatl]] : Doue an den desket

[[Tititl]] : Doue an devezioù berr

[[Xochiquetzal]] : Doueez ar garantez hag ar bleunioù

[[Chantico]] : Dianavezet

[[Chicomecoat]] : Dianavezet

[[Tlazolteotl]] : Doueez an dud o vervel

[[Coatlicue]] : Mamm an doueed

[[Uixtocihualtioh]] : Doueez an holen

[[Xochipilli]] : Doue ar braventez, ar garantez, ar bleunioù, ar gouelioù hag ar [[sonerezh]]

[[Yacatecuhtli]] : Doue ar c’henwerzh

[[Xipe Totec]] : Doue an natur

[[Ehecatl]] : Doue an avel

[[Atlaua]] : Doue kozh ar Mec’hikaned

[[Centeotl]] : Doue ar mais

[[Chalchihuitlicue]] : Doueez ar sterioù hag al lennoù. Mignonez Tlaloc.

[[Chihuacoatl]] : Doueez an douar

[[Coyaulxauhqui]] : Doueez an noz

[[Ometeotl]] : Tad mab-den

[[Xutexulte]] : Doue ar pesketañ

[[Xolotl]] : Gevel Ketzalcoatl

[[Macuilxochtl]] : Doue ar grenarded

[[Xilonen]] : Doueez ar grenarded

[[Mayavel]] : Doue ar frouez-agav

[[Coyolxauhlqui]] : Doueez al loar

== Mojennoù aztek ==
=== An diskenn d’an ifern ===
Er relijion aztek, an hent a ziskenne d’an ifern a oa luziet ha diaes : e penn-kentañ, an den marv a ranke treuziñ ur ster du, heuliet e oa gant ur c'hi a diskoueze dezhañ an hent. Ar c'hi se a ranke bezañ na gwenn na du. Ma oa gwenn e c'helle respont : “Mestr, ma'z on gwenn eo peogwir on bet gwalc'het 'pad pell en dour ha m'eus ket c'hoant mont en-dro !“ Ma oa du e c'helle larout : “Mestr, du on, ne weli ket ac'hanon en dour-se !“ Goude bezañ treuzet ar ster, an den marv a zileze e c'hi, ha rankout a rae tremen etre daou menez, ha c'helle en em stekiñ an eil diouzh egile diouzh an digouezh. Goude e ranke pignaat war ur menez maen-gwer troc'hus-tre, treuziñ ur c'hoad stank kenañ hag a-benn ar fin e ranke tremen en ur park e lerc'h ma oa biroù o kouezañ warnañ. Hag ouzhpenn, e-pad an holl amprouennoù-se, un naeron a nij en e gichenn, o klask debriñ kalon an den-marv.
Goude-se, an den marvet a arrue dirak Mictlantecutli ha Mictlanchiuatl ha rankout a rae reiñ ur maenig-jad a oa e-barzh e beg (ma n'en doa ket e kollet a-raok o huchal dre aon). Ma n'en doa ket familh an den-marv lakaet ar maenig-jad mañ e-penn kentañ e beg an hini marvet, e gantree emañ didermen.

== Aozadur an arme ==
=== Arme an Azteked ===
Emgannerien a-feson oa an Azteked, ha stad sokial ur soudard a bigne gant e oberioù e-pad an emgann. Bezañ ur "brezeler erer" oa ar stad uhelañ oa tu pakout.
Ar soudarded n'o doa ket a bounner harnes houarn, kozh eo neuze e oa aes dezho fiñval buan hag aes en natur. An arme aztek oa neuze graet e penn kentañ tout eus bagadoù skañv ha prim, a lamme war o enebourien tapet ber. Met dilañset e oa an teknik-mañ er brezelioù etre an Europiz gant harnes ha armoù houarn.
Soudarded all, "brezeler jagwar", oant gwisket gant groc'hen al loen. Ar re-se oa a lodenn pounner, solut, eus an arme, gorrekoc'h war an dachenn, met desavet da ober ar brezel a-stroll. Implij a raent ur seurt penngod gant ul lavneg "obsidienne" (maen tennet diouzh menezhioù-tan) ; ar macana (gouest memestra da droc'hañ ur mac'heger gant e marc'h e daou).

== Ar brezel evit an Azteked ==
An Azteked a en em ganne da gemer douaroù ouzhpenn, hag evit ober prizonidi. Se zo kozh, evit ober aberzhioù d'o doueed o doa ezhomm eus tud.
O douareoù oa simpl : ober brezeligoù fonnus gant bagadoù skañv d'ober un niver brasañ a brizonidi (lazhañ pe distruj oa ket o pal).
Linenn 57:

= An impalaerien =
1375-1395 : Acamapichtli

1395-1417 : Huitzilihuitl

1417-1427 : Chimalpopoca

1427-1440 : Itzcoatl

1440-1469 : Moctezuma Ier

1469-1481 : Axayacatl

1481-1486 : Tizoc

1486-1502 : Ahuitzotl

1502-1520 : Moctezuma II

1520-1521 : Cuitláhuac

1521-1525 : Cuauhtémoc

= An Istor =
•12 a viz Here 1492 : Kristof Kolomb a ya betek ar Bahamas.

•1511 : Ur barr-amzer a vann ur garavell war aodoù Yucatán. Unan eus ar re chomet bev, Aguilar, war-lec'h bezañ bac'het gant an Azteked, a zo dieubet eizh bloaz goude gant Hernán Cortés. Un eil, Guerrero, en em vesk gant ar Maya (eurediñ a raio gant un nobl eus ar bobll)..

•1517 : Teir bag dindan gourc'hemenn Corodoba a zo adbountet gant Maya Yucatan ha Campeche. Moctezuma, impalaer aztek ar mare, o teskiñ donidigezh estranjourien iskis, gant an aon e vefe distro Quetzalcoatl (evel ma 'lar ar vojenn), a lak gedourien war an aodoù..

•1518 : Grijalva a heul kostezennoù Yucatàn hag eus golf Merc’hiko betek Tuxpan e lec’h ma’z eo resevet gant un degemer a feson..

•10 a viz C’hwevrer : Cortés a ya kuit eus Kuba gant 11 bag ha war-dro 400 den. Adkavout a ra Aguillar war kostezennoù Yucatàn, e Veracruz, e-lec’h ma raio un alliañs gant an Totonaked. Ar penn-tiern a ro sklavezed d’ar Spagnoled. En o zouez, e vez ur plac’h yaouank eus orin nobl a gomz maya ha nahuatl, ar « Malinche » a troio komzoù Cortès hag a roio dezhañ ur bugel. Ganti, evit ar c'hentañ gwech, Cortés a glevo komz eus pinvidigezioù an Azteked..

•Ebrel 1519 : Cortés a resev ur kalpiksk (ur c'hargad Moktezuma) a roio profoù e anv an impalaer, boued, dilhad e kotoñs pluenn, bravigoù... Ar c'h/kalpiksk a gaso da V/Moktezuma un diskrivadur eus an dud nevez degouezhet, ar pezh a lak Moktezuma hag e tlatoni e-barzh un douetañs-vras..

•2 a viz Gwengolo 1519 : Cortès a lak d'ar strad e bigi evit trec'hin pep mennozh da zizertiñ eus e soudarded, goude e kuito ar zonenn aodel.
War lec'h un harzerezh bihan, an Tlaxcaltèques hag o gopraerien Otomi a gendeuzio gant ar Spagnoled, mont a reont war-zu an draonienn kreiz..

•E Tlakskala, Cortès a resev kalpiksed all eus Moctezuma a klask dizaliañ anezhañ da vont d'e kêrbenn. Erruet e Cholula, kêr mignon eus an Azteked, Cortès a zesk e klask ar poblad enebiñ outañ : lakaat a ra da lazhañ miliadoù a dud ha distruj an idoloù.

Miz Du 1519 : Moctezuma, o welout n'o doa e profoù hag e vurzhud levezon ebet war an lañs ha tagadennoù Spagnoleg, e klask tec’hout kuit. Met ar belegoù a zifenn anezhañ d’en ober. Krediñ a raio an impalaer e oa echu gant e vuhez, ober a raio memes un dibunadeg kimiad dirak an holl..

•8 a viz Du 1519 : Da vintin e erru ar Spagnoled e Iztapalapan. Kortes a zo degemeret gant Moctezuma ha gant briadoù dignitaireed. En em staliañ a ra ar Spagnoled e Palez Axayacatla..

Da miz Du 1519 betek Mezheven 1520 : Toul bac’het eo Moctezuma gant ar Spagnoled, ha ret eo dezhañ alies klask sioulaat fulor ar pobl. Ar Spagnoled a grog muioc'h muiañ da enebiñ diouzh an doueed, ha kemeret eo an aour d'an Azteked e-pad ma'z eo o aliañsed, an Tlaxcaltèque, o laer ar jad ha plumennoù prizius. .

E-pad esvezañs Cortès, e arme a profit eus ul lid relijiel evit lazhañ un niver bras a noblañsed. Ar poblañs fuloret a grog da enebiñ en un doare frank diouzh an estranjourien disakr, ha memes distro Kortes o klask sioulaat an traoù gant sikour Moctezuma vo ket trawalc'h d'en ober.
Lapidet eo Moctezuma (memes ma vez laret ivez eo bet lazhet a daol kountel gant ar Spagnoled). E miz mezheven, Cuitlahuac a kemer plas Moctezuma. .

•30 a viz Mezheven 1520 : Feuket gant marv Moctezuma, an Azteked (an holl) a kemer krog en o armoù da skarzhout ar Spagnoled (e bihan niver). Ar Spagnoled hag o alliañsed a deuio a benn da dec'hout kuit eus ar c'hêr, met ker e kousto dezho e vuhez ; kollet ganto un niver spontus a soudard. Anavezet eo an darvoud-mañ hiziv an deiz dindan anv an Noche Triste..

•E-pad 10 miz, Kortes a vod un arme d'ober ur brezel euzus e lec'h ma teuio a benn da izoliñ ar c'hêr-benn. Ur mank kreñv a voued ha dour (al lenn zo sallet) a grog er gêr, gant ar variol (deuet eus a-eeun eus Cuba), oc'h ober ur gwir lazhadeg. Cuitlahuac a varvo gant ar c'hleñved-red se. .

•Echu eo gant an impalaeriezh Aztek...
Linenn 175:
[[zh:阿茲特克]]
[[zh-classical:阿兹特克]]
[[zh-yue:阿茲特克文明]]