Drouiz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: lmo:Drüidi
D Robot ouzhpennet: ar:درويد; Kemm dister
Linenn 3:
Hervez an [[istor]]ourien e oa an '''drouized''' tud gouiziek-tre ha doare [[beleg|beleien]] a oa uhel-tre o renk e-touez ar [[Kelted|pobloù keltiek]]. Dre ma ne chom eus testennoù an Henamzer keltiek nemet traou gwelet gant tud estren d'ar c'hevredigezhioù keltiek hag un nebeut testennoù [[lennegezh iwerzhonek kozh|iwerzhonek]] savet goude m'eo bet aet an drouized kozh da get, ne c'heller ket bezañ asur eus ar pouez m'o doa war o c'hempredidi. Drouized vodern a zo hiziv, met marteze eo bet kollet al liamm etre an [[anaoudegezh]]ioù tapet ha treuzkaset dre [[eñvor]] gant an drouized kozh hag hon [[amzer]]ioù.
 
== Drouized ha [[drouizelezh]] en [[Henamzer]] ==
=== Oberoù ha [[kredenn]]où an drouized ===
E renk ar veleien (er ster hollek) e veze an drouized e-touez ar pobloù a veze anvet ''Keltoi'' pe [[Galated|''Galatai'']] gant an [[Henc'hres|Hengresianed]], ha ''Celti'' pe ''Galli'' gant ar [[Henroma|Romaned]].<br />
Diwar an testennoù meneget izeloc'h eo sklaer e oa an drouized kuzulierien ar [[roue]]ed hag an [[tiern|dierned]] koulz ha renerien an oberoù relijiel pennañ. Pa veze renkadoù all, ar [[brezelour|vrezelourien]] hag ar broduerien o tegas o [[barregezhioù]] d'ar gevredigezh e oa renkad an drouized hag o harperien karget da virout an anaoudegezhioù relijiel, skiantel ha pleustrek dre eñvor. <br />
Evel an darnvuiañ eus pobloù an Henamzer e oa diazezet relijion an drouized war al [[liesdoueegezh]] : seveniñ a raent lidoù evit pemp doue pennañ hag un toullad all a veze e meur a elfenn eus an [[natur]] hervezo. Ne oa ket ken pell ar c'hredennoù-se diouzh re ar Romaned ha ne seblant ket bezañ bet trubuilhoù relijiel er broioù keltiek aloubet ganto.<br />
Seblantout a ra ivez e veze sevenet al lidoù [[dindan an amzer]], darn anezho er [[koad|c'hoadoù]] hag er [[bodad-gwez|bodadoù-gwez]] sakr a oa [[neved]]où o [[anv]]. Lidoù dibar a rae an drouized ivez en enor [[spesad]]où [[gwez]] zo evel an [[derv]] pe [[lein]]où ar [[menez]]ioù pe [[plant]] zo evel an [[uhelvarr]] hag ar [[kelenn|c'helenn]].
 
=== Roudoù istorel an drouized ===
===Kaezar===
Er ''[[Commentarii de Bello Gallico]]'' e ro Kaezar un hir a destenn - an destenn gozh hirañ war an drouized a zo chomet - diwar-benn [[stuzegezh]] ar [[Galia|C'halianed]] e oa bet trec'h warno hag e teskriv [[aozadur]] ar gevredigezh keltiek gant he "[[magistrad]]ed", he [[tudjentil|zudjentiled]] hag he drouized. Ne oa nemet div [[renkad]], ar re ziwezhañ hag e oa an drouized renkad ar re ouiziek a zalc'he en o memor al lezenn hervez ar c'hustum hag e oa karget gant ar barnañ. Unan eus ar c'hastizoù a rae aon bras d'an dud a oa ar [[forbanerezh]]. Ne c'helled ket bezañ drouiz dre an [[hêrezh]], met goude un hir a [[stummadur]].
 
== Drouized ha drouizelezh vodern ==
=== An drouized hervez [[John Toland]] ha [[Iolo Morganwg]] ===
E [[1717]] e krouas un nebeut [[Kembre]]iz o chom e [[Londrez]] an [[Ancient Druid Order]] d'ar mare ma oa ar [[frañmasonerezh]] o tiorren. [[Kerentiezh]] a spered a c'hell bezañ kavet etre an drouizelezh vodern hag ar frañmañsonerezh, met n'eus liamm ensavadurel ebet.
 
Linenn 24:
[[af:Druïdisme]]
[[an:Druida]]
[[ar:درويد]]
[[ast:Druidismu]]
[[bar:Druide]]