Taichichuan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
D Robot kemmet: fi:Taiji; Kemm dister
Linenn 1:
[[Skeudenn:Taichi shanghai bund 2005.jpg|thumb|250px|right|Taichichuan e [[Shanghai]]]]
=== Istor taichi ===
'''Taichichuan''' ([[sinaeg]]]: 太極拳; [[pinyin]]: Tàijíquán) a reer eus ur [[gourenerezh]] (diabarzh) sinaat. Hervez lod e vefe bet krouet gant [[Chen Wangting]] e [[1641]] met lod all a soñj ivez e vefe bet savet gant ur [[manac'herezh|manac’h]], [[Zhang Sanfeng]] e anv, pa oa war [[menez Wudang]] e proviñs [[Hubei]], e [[Sina]].
Awenet eo bet an taichichuan gant teir elfenn disheñvel : gourenerezh sinaat, [[prederouriezh]] [[tao]] ([[yin]] ha [[yang]]) hag ar [[medisinerezh]] sinaat.
 
=== Stummoù taichi ===
Bremañ e vez pleustret taichichuan e Sina met er bed a-bezh ivez. Meur a [[stil]] taichichuan a vez anavezet, met ar stil [[Chen]] hag an hini [[Yang]] eo ar re vrudetañ .
Gant an [[dorn|daouarn]] dreist-holl e vez pleustret taichichuan met bez' ez eus eus stummoù taichi gant [[armoù]] ivez : [[kleze]], [[sabrenn]], [[bazh]] (hir pe verr), [[gwalenn]], [[aveler]] zoken …
 
=== Pleustriñ taichi ===
Trevezet eo gant taichi [[fiñvoù]] an [[natur]] : [[koumoul]], [[dour]] pe [[loened]]. Da skouer eo brudet ar stourmoù etre ul [[labous]] bras, ar c’haran e anv, hag an [[naer]].
Ret eo d'ar pleustrer taichi bezañ sioul e [[spered]] ha pouezus-tre eo tennañ e [[anal]] ivez, da lâret eo an "[[chi]]", o lakaat e [[evezh]] war ur greizenn a-ratozh a zo dindan ar begel.<br />
Goustadik e vez graet taichi (er c'hontrol d’ar gourenerezhioù estren).
 
=== Pal an taichi ===
Mestroniañ e gempouez ha kenurzhiañ izili ar c'horf a vez desket gant studierien an taichi dreist-holl.
Tamm-ha-tamm e vefe gwellaet [[gwevnded]] an dud dre ober taichi. Sikour a rafe an taichi evit bezañ yac'h e [[spered]] ivez.
Linenn 37:
[[eu:Tai-txi]]
[[fa:تای چی چوان]]
[[fi:TaijiquanTaiji]]
[[fr:Tai-chi-chuan]]
[[gl:Tai Chi Chuan]]