Thoukydides : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: eu:Tuzidides
D Robot kemmet: no:Thukydid; Kemm dister
Linenn 1:
[[ImageSkeudenn:Thucydides-bust-cutout_ROM.jpg|thumb|Delwenn eus Toukidides, [[Mirdi roueel Ontario]]]]
 
'''Thoukydides''' pe '''Toukidides''' (e [[henc'hresianeg]] Θουκυδίδης, ''Thoukudídês''), a oa ur politikour hag un istorour eus [[Aten (henamzer)|Aten]], bet ganet e [[-471|471 kent J.K.]] e [[demos]] Alimos ([[Attika]]), ha marvet war-dro [[-400|400 kent J..K.]].
 
Savet en deus ''[[Istor Brezel Peloponnesos]]'' ma tanevell ar brezel etre [[Sparta]] hag [[Aten (henamzer)|Aten]] er V{{vet}} kantved kent J.-K.. Sellet e vez ouzh Thoukydides evel ar c'hentan istorour gwirion abalamour ma striv da daolenniñ ar bed hervez lezenn an abegoù hag an disoc'hoù, da zastum testenioù hag o gwiriañ, hag abalamour ma lez an doueed a-gostez pa zispleg darvoudoù an amzer dremenet, ar pezh a oa nevez en e amzer.
 
 
Linenn 10:
Thoukydides a skrivas e-unan e oa ur c'heodedour atenat eus demos [[Alimos|Halimous]] hag e oa mab [[Olorus]]<ref>''[[Istor Brezel ar Peloponnesos]]'' [http://en.wikisource.org/wiki/History_of_the_Peloponnesian_War/Book_4 IV.104.4]</ref>. Lavaret a ra dimp ivez e tapas ar [[bosenn Aten|vosenn]] a reas he reuz en Aten<ref>''[[Istor Brezel Peloponnesos]]'' [http://en.wikisource.org/wiki/History_of_the_Peloponnesian_War/Book_2 II.48.1-3]</ref> hag a lazhas [[Perikles]] ha kement a geodediz all. Dezrevell a ra e oa gantañ ar gwir da lakaat da dalvezout mengleuzioù aour tolead [[Amfipolis]], war aod [[Trakia]], dirak enez [[Tasos]]<ref>''[[Istor Brezel ar Peloponnesos]]'' [http://en.wikisource.org/wiki/History_of_the_Peloponnesian_War/Book_4 IV.105.1]</ref>.
 
Abalamour d'e levezon e Trakia, emezañ, e voe kaset evel [[strategour]] (jeneral) da enez [[Tasos]] e [[-424|424 kent J.-K.]]. E-doug ar goañv 424-423 kent J.-K. e oa bet taget keoded [[Amfipolis]] gant ar jeneral spartat [[Brasidas]], un hanter devezh beaj war vor diouzh Tasos, war aod Trakia. Eukles, komandant atenat Amfipolis, a c'houlennas sikour digant Toukidides <ref>''[[Istor Brezel ar Peloponnesos]]'' [http://en.wikisource.org/wiki/History_of_the_Peloponnesian_War/Book_4 IV.104.1]</ref>. Brasidas a anave bezañs Toukidides e Tasos hag e levezon war tud ar vro. Aon en doa e teuje sikourioù eus ar mor. Kinnig a reas buan divizoù skañv a-walc'h da Amfipolitiz evit kodianañ hag asantiñ a rejont. Pa zegouezhas Toukidides dirak ar geoded e oa dija e dalc'h [[Sparta]]iz eta <ref>''[[Istor Brezel ar Peloponnesos]]'' [http://en.wikisource.org/wiki/History_of_the_Peloponnesian_War/Book_4 IV.106.3]</ref>. Bras-kenañ e oa pouez strategel Amfipolis ha mantret e voe Ateniz pa glevjont e oa kouezhet<ref>''[[Istor Brezel ar Peloponnesos]]'' [http://en.wikisource.org/wiki/History_of_the_Peloponnesian_War/Book_4 IV.108.1-7]</ref>. Abalamour m'en doa c'hwitet war sikour ar geoded e voe harluet Toukidides e-pad ugent vloaz<ref>''[[Istor Brezel ar Peloponnesos]]'' [http://en.wikisource.org/wiki/History_of_the_Peloponnesian_War/Book_5 V.26.5]</ref>.
 
A-drugarez d'e stad a harluad eus Aten e c'hallas beajiñ en un doare dieub e broioù kevredidi [[Sparta]] hag e c'hallas gwelet ar brezel evel ma oa bevet gant an div gostezenn. E-pad ar prantad-se e renas enklaskoù a-bouez evit e oberenn.
 
Ne lavar ket Toukidides hiroc'h diwar-benn e vuhez. Un nebeud titouroù all zo bet dastumet diwar e benn e '''mmmennoù''' eus an amzer-se. [[Herodotos]] a lavar e oa liammet anv tad Toukidides, Olorus, gant [[Trakia]] hag he [[roue|rouanez]]<ref>Herodotos VI.39.1</ref>. Moarvat e oa kar Toukidides d'ar politikour ha jeneral atenat [[Miltiades]], ha d'e vab [[Kimon]], renerien ar [[brientiniezh|vrientiniezh]] kozh a oa bet kemeret he lec'h e penn ar geoded gant an [[demokratiezh|Demokrated]]. Graet e veze Olorus ivez eus tad-kozh [[Kimon]], ar pezh a gadarn ar gerentiezh-se. Anavout a reer un [[Toukidides (politikour)|Toukidides]] all, hag en doa bevet a-raok an istorour, hag a oa liammet gant Trakia ivez, ar pezh a laka da soñjal e oant kerent marteze. Evit echuiñ, [[Herodotos]] a lavar ivez e oa liammoù etre tiegezh Toukidides ha mengleuzioù<ref>[http://www.perseus.tufts.edu/cgi-bin/ptext?lookup=Hdt.+6.46.1 Herodotos VI.46.1]</ref> e Trakia (e [[Scapte Hyle]] hiziv an deiz).
 
=== Mammennoù all ===
Dont a ra an nemorant eus ar pezh a anavezomp diwar e benn eus mammennoù skrivet diwezhatoc'h hag a c'haller diskrediñ muioc'h warne. Hervez [[Paosanias (douaroniour)|Paosanias]], e oa bet unan bennak anvet Oenobius o lakaat da dremen ul lezenn hag a roas an tu da Doukidides da zistreiñ da Aten, nebeut amzer moarvat goude faezhidigezh Aten ha diwezh ar brezel e [[-404|404 kent J.-K.]] <ref>Paosanias [http://www.perseus.tufts.edu/cgi-bin/ptext?lookup=Paus.+1.23.9 ''Deskrivadenn Bro-C'hres'' I.23.9]. Skrivañ a ra ivez e voe drouklazhet e-kerzh e zistro da Aten. Kalz istorourien o deus diskred ouzh an titouroù-mañ hag o deus kavet elfennoù evit lâret en dije bevet betek [[-397|397 kent J.-K.]]. Hervez [[Ploutarc'hos]] e voe kaset e gelan da Aten ha lakaet e voent e bez tiegezh [[Kimon]] <ref>Ploutarc'hos, ''Buhezioù'', "Kimon" IV.1</ref>
 
Diwezh trumm e zanevell eus [[Brezel ar Peloponnesos]], a echu e-kreiz darvoudoù ar bloavezh [[-411|411 kent J.-K.]], en deus lakaet da soñjal alies e oa marvet kent echuiñ e oberenn met displegadennoù all zo bet kinniget nevez zo.
 
=== Levrlennadur ===
 
* Marc Cogan, ''The Human Thing. The Speeches and Principles of Thucydides' History'', University of Chicago Press, Chicago, 1981.
Linenn 34:
 
 
[[rummadRummad:Istor Henc'hres]]
[[rummadRummad:Ateniz an Henamzer]]
 
[[ar:ثوكيديدس]]
Linenn 70:
[[ml:തുസ്സിഡിഡീസ്]]
[[nl:Thucydides (historicus)]]
[[no:TukydidThukydid]]
[[pl:Tukidydes]]
[[pt:Tucídides]]