Félix Lope de Vega : diforc'h etre ar stummoù
D
En [[1587]] e asantas Elena da zimeziñ gant un den a renk uhel, Francisco Perrenot Granvela, niz d'ar c'hardinal galloudus Granvela. Ha Lope de Vega dipitet ha da lakaat skignañ enep dezhi ha d'he ziegezh un toullad [[flemmskrid]]où:
:::::::::''Una dama se vende a quien la quiera''
:::::::::''en almoneda está. ¿Quieren compralla?''
:::::::::''Su padre es quien la vende, que, aunque calla,''
:::::::::''su madre la sirvió de pregonera...''
::(Un itron en em werzh da neb a fell dezhañ he c'haout 
Da werzhañ emañ. He frenañ a garfec'h? 
 He zad an hini he gwerzh, ha hi digomz,
 He mamm a zo hucherez er werzh).
Kement-se azoa zo dispaket gantañ en e bezh-c'hoari ''Belardo furioso'' hag en un toullad sonedennoù ha barzhonegoù <!--y romances pastoriles y moriscos--> a voe kaoz dezhañ da vezañ kaset d'ar vac'h. Peogwir e adc'hreas kemend-all e voe ur prosez all, hag e voe harluet eizh vloaz eus al Lez, ha daou eus Rouantelezh Castilla, gant gourdrouz da vezañ lakaet d'ar marv ma ne sente ket ouzh urzh-harlu ar varnerien. 
Bloavezhioù diwezhatoc'h e vo kounaet gantañ e garantezioù gant Elena Osorio en e romant e divizoù ("acción en prosa" emezañ) ''[[La Dorotea]]''. A-benn neuze e kare Isabel de Alderete y Urbina, ha dimeziñ ganti a reas d'an [[10 a viz Mae ]] [[1588]] goude skrapañ anezhi gant hec'h asant. En e werzennoù e ra "Belisa" anezhi, hervez hec'h anagram.
D'an [[29 a viz Mae]] er memes bloaz end-eeun e klaskas adskoulmaén gant ar vicher soudard, ha mont a reas da vartolod war ur galion, anvet San Juan , [[Armada Invencible|Gran Armada]]. Da-geñver an distro-se d'e vicher gozh e skrivas ur meurgan e doare [[Ludovico Ariosto]]: ''La hermosura de Angélica'', chomet divrud.
192 992
modifications