Mor : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot kemmet: mzn:دریو
D Robot ouzhpennet: ga:Farraige; Kemm dister
Linenn 11:
En [[douaroniezh]] e vez roet ur [[ster]] strizh d'ul ledennad dour-sall bevennet tamm pe damm gant ar c'hevandirioù hag ez eus un nebeut morioù enklozet e-kreiz ur c'hevandir ([[Mor Aral]], [[Mor Kaspia]], ar [[Mor Marv]]). Dre astenn-ster e raer mor eus ul ledennad dour dous bras evit e dermeniñ evel brasoc'h eget al lennoù all : gwelet e vez evel ur ''mor diabarzh'' ([[Mor Galilea]], [[Lenn Jeneva]], [[Lenn Van]], [[Lenn Poyang]], [[Lenn Tai]] ha meur a lenn e [[Kanada]], er [[Stadoù-Unanet]]) hag e-kreiz Azia ha Suamerika ([[Lenn Titicaca]]).
 
Koulskoude dre [[hevelebiezh]] ez eus morioù ha n'eus ket dour e-barzh, ar re a greder gwelet e [[planedenn]]où zo. War al [[Loar]] ez eus bet badezet meur a vor (da skouer, [[Mor ar Sioulded]] ha [[Mor ar Glaveier]]). Memestra evit ar [[planedenn|blanedenn]] [[Meurzh (planedenn)|Meurzh]].
 
Implijet e vez mor evit [[mare]]où ar mor e-unan : ''setu ur mor mat'' (ul [[lanv]] mat)
 
== Gerioù deveret ==
E penn gerioù a denn d'ar mor e kaver ar rakger mor evit anv al loened-mor peurvuiañ. Skouerioù : [[morc'hast]], [[morc'hwen]], [[mordouseg]], [[morgaoul]], [[morgazh]], [[morhoc'h]], [[morlenn]], [[morlaer]], [[morlu]], [[morskoul]], [[morvarc'h]], [[morvezegiezh]], [[morvil]].<br />
E dibenn ar gerioù e c'heller kavout mor evel [[lostger]] ivez : [[bran-vor]], [[donvor]], [[izel-vor]], [[ki-mor]], [[kog-mor]], [[kraoñ-mor]], [[leue-mor]], [[steredenn-vor]], tramor.<br />
Ar verb ''morañ'' a vez implijet evit lakaat ur [[bag|vag]] da verdeiñ war ar mor hag ''divorañ'' eo ar c'hontrol : mont war an douar goude bageal. Dont war wel goude bezañ bet goloet gant ar mor eo ur ster all da [[divorañ]].
 
Linenn 52:
[[fr:Mer]]
[[fur:Mâr]]
[[ga:Farraige]]
[[gan:海]]
[[gl:Mar]]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/wiki/Mor »