Urzh ar Vreudeur minor : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot tennet: vi:Dòng Anh em Hèn mọn; Kemm dister
Linenn 3:
'''Urzh ar vreudeur minor''' a zo un aozadur relijiel [[Iliz katolik roman|katolik]] krouet gant un [[Italia]]d o chom e [[Asiz]], [[Sant Frañsez a Asiz]] (Giovanni di Bernardone e anv gwirion). Degemeret eo bet ar [[reolenn menerc'h|reolenn]] gentañ, "Reolenn sant Frañsez", gant ar [[Pab]] [[Inosant III]] e [[1210]]. Un [[urzh kesterien]] eo evel ar re a zo bet savet en {{XIIvet kantved}} e [[Europa]].

== Anvioù ha rummoù ==
An anv ofisiel a zo ''Ordo Fratrum minores'' berraet e OFM. Hiziv emañ ar skourr pennañ, an OFM, ar vreudeur kouent (OFM kouent) hag ar Gabusined (OFM Kabusined).

Lesanvioù a zo bet roet da [[lean]]ed an urzh-se : ar ''Frañsezidi'', ar "Gordennerien".

Er-maez eus an urzh e vez kavet kumuniezhoù katolik a ra dave da Sant Frañsez a Asiz. Un urzh evit ar [[maouez]]ed, [[Urzh an Itronezed paour]], a zo bet savet ivez en Asiz gant [[Santez Klara]] e mare sant Frañsez ha diwar e gelennadur.

Savet en deus ivez Sant Frañsez an [[Trede Urzh frañsezat]], ur gumuniezh tud lik a glask heuliañ [[skouer]]ioù ar frañsezidi hep mont da lean. Un nebeud [[kumuniezh]]où [[Katoliked-kozh]] ha Protestanted-kozh a zo ivez.

== Istor ==
Klasket en deus sant Frañsez chom hep sevel un aozadur ken kemplez hag ar re a oa evit an urzhioù menec'h all.

Roet en deus Inosant III un aotre dre gomz da sevel ur gumuniezh leaned e 1210 hag ur reolenn gentañ. E 1217 e embann ar pab Honorius III ul [[lizher siellek]] evit ma vo ret kaout [[neveziad|nevezidi]], da lavaret eo danvez-breudeur da vezañ desket e-pad ur bloaz ha da vezañ lakaet d'en em ouestlañ gant ar gouestloù relijiel.

E 1223 e tegemer Inosant III ar reolenn nevez savet gant sant Frañsez harpet gant tud a iliz desketoc'h e-keñver reolennoù an Iliz.

Linenn 57:
[[tl:Pransiskano]]
[[uk:Францисканці]]
[[vi:Dòng Anh em Hèn mọn]]
[[zh:方济各会]]