Levr : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: mwl:Libro
D Robot ouzhpennet: yo:Ìwé; Kemm dister
Linenn 3:
'''Ul levr''' (liester : ''levrioù'' ha ''levroù'' e [[Bro-Wened]])a zo un [[teul]] skrivet hag/pe moulet hag/pe skeudennet hag a zo hezoug hag a zo un unanded savet a-ratozh.

== Petra eo ul levr? ==

Daoust ma seblant splann an dra d'an darn vrasañ eus an dud, n'eo ket degemeret an divizadur-mañ gant lod ha diaes eo sevel unan resis awalc'h.

Hervez Littré, ul levr a zo "dastum graet gant meur a [[follenn]]où hag a zo ur [[paron]] evit un testenn [[dornskrid|dornskrivet]] pe voulet warnañ.
En "Nouveau dictionnaire universel" (1870), Maurice La Châtre a skriv m'eo al levr "strobadur meur a follennoù [[paper]], [[leuegen]], [[parch]], moulet pe dornskrivet, holl wriet evit kaout stumm ul levrenn goloet gant ur follenn baper, [[kartoñs]], [[parch]], [[maoutken]], leuegen, ler-Marok hag all...

Diwar an deskrivazur danvezel e c'heller dispartiañ 3 c'harg :

* paron evit ar skritur
* skignañ ha mirout testennoù liesseurt
* hezougerezh

Met e wechoù e vez divizet natur al levr diwar an traoù nes ha n'int ket heñvel-rik :

Ul levr n'eo ket levr un [[enskrivadur]] war ur savadur pa n'eo ket hezoug

Ar vedalennoù, er c'hontrol, a zo gwelet a-wechoù evel levrioù

Ul levr n'eo ket nag ur [[kelaouenn|gelaouenn]] nag ur [[mareadeg]] pa n'int ket ur c'henstroll peurglok

Ul levr n'eo ket ur paperenn dornskrivet pe voulet, rak-se n'eo ket bet savet evit-se.

Ul levr eo a-dra-sur ur [[kelc'hgeriadur|c'helc'hgeriadur]] moulet, met n'eo ket memestra evit ur c'helgeriadur war [[sederom]] pe war [[Internet]].

== Gerioù deveret ==
* levraoua
* [[levraoueg]] ha levraoueger ha [[karrlevraoueg]]
* levraouer ha [[levraouerezh]]
* levrenn
* levriad = endalc'h ur levr
* levrier ha [[levrierezh]]
* levrig = levr bihan
* [[levroniezh]] ha levroniour

== Gerioù kevrennek ==
* armel-levrioù
* bloazlevr
* [[deizlevr]]
* dielllevr
* [[dornlevr]]
* [[dornskrid]]
* kounlevr
* kraflevr
* levr-godell
* [[levrdi]]
* [[levrlennadurezh]]
* marc'h-levr
* stal-levrioù
* [[sturlevr]]

== Sterioù all ==
{{commons|Book}}
Pa vez anv eus ''al Levr'' (gant un L bras) eo hini ar [[Bibl]].

''Levrioù'' a zo anv 3e tor an [[daskirier]]ien.

Linenn 154:
[[xh:Incwadi]]
[[yi:ספר]]
[[yo:Ìwé]]
[[zh:图书]]
[[zh-min-nan:Chheh]]