Diforc'hioù etre adstummoù "Sandhi"

25 okted ouzhpennet ,  12 vloaz zo
D
Robot kemmet: uk:Сандгі; Kemm dister
D (Robot ouzhpennet: uk:Сандхі)
D (Robot kemmet: uk:Сандгі; Kemm dister)
Graet e vez '''sandhi''' (diwar ar [[sañskriteg]] संधि 'saṃdhi'; "liamm") gant ar yezhadurourien (da heul re India) eus kemmadurioù [[fonetik|fonetikel]]el a c'hoarvez gant ar [[fonenn|soniadoù]] e degouezhioù 'zo. Arabat kemmeskañ ar [[kemmadur|c'hemmadurioù]] a c'hoarvez e brezhoneg hag e yezhoù all diwar abegoù yezhadurel hag ar sandhioù a c'hoarvez diwar abegoù fonetikel.

Pa c'hoarvez ar sandhioù e penn kentañ pe e dibenn ar gerioù e vez graet ''diavaez'' anezho ha pa c'hoarvezont e diabarzh ar gerioù e vez graet ''diabarzh'' anezho.

== Sandhioù sañskritek ==
Renablet ha studiet pizh e oa bet ar sandhioù [[sañskriteg|sañskritek]] hag ar reolennoù a ren anezho abaoe ouzhpenn 2500 vloaz 'zo e yezhadur '''Pānini''' ''(astādhyāyī)''. Lod anezho a zo heñvel e brezhoneg hag e sañskriteg.

== Sandhioù brezhonek ==
=== Sandhioù diavaez ===
* Pa vez heuliet kensonenn dibenn ur ger gant ur vogalenn e teu ar gensonenn-se da vezañ [[mouezhiet]]:

** "Ramp eo" a vez distaget "ram'''b''' eo";

** "Mat eo" a vez distaget "Ma'''d''' eo";

** "Plijus eo" a vez distaget "Pliju'''z''' eo".

* E degouezhioù 'zo e c'hell div gensonenn kichen-ha-kichen kaletaat (dont da vezañ [[divouezh]]):

** "Pemp bloaz" a vez distaget "Pemp '''p'''loaz";

** "Me gav din" a vez distaget "Me ga'''f t'''in".

=== Sandhioù diabarzh ===
Gallout a reer kavout sandhioù diabarzh e brezhoneg pa vez savet gerioù diwar meur a elfenn, ur rakger hag ur wrizienn da skouer.

'''Skouerioù:'''
* "en" + "penn" a ro "empenn". Dirak ar [[kensonenn-weuz|gensonenn-weuz]] ''p'' eo deuet ar [[kensonenn-dant|gensonenn-dant]] ''n'' da vezañ ar gensonenn-weuz ''m''.
* "pred" + "ti" a ro "preti". Dirak ar gensonenn [[divouezh|zivouezh]] ''t'' eo deuet ar gensonenn [[mouezhiet]] ''d'' da vezañ [[divouezh]] ''t'', ha kendeuzet eo bet an daou ''t''.

== Sandh tonennel ==
Sandhioù a c'hell c'hoarvezout gant [[tonenn (yezhoniezh)|tonennoù]] daou [[ger|c'her]] kichen-ha-kichen. Graet e vez ''sandhioù tonennel'' anezho.

== Gwelit ivez: ==
* [[Sandhi tonennel]]

[[ta:புணர்ச்சி (இலக்கணம்)]]
[[th:สนธิ (ไวยากรณ์)]]
[[uk:СандхіСандгі]]
[[zh:连音]]
60 042

modifications