Paskal Tabuteau : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
O tiverkañ kement danvez zo war ar bajenn
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
adlakaat ar pennad
Linenn 1:
{{Kempenn}}
Ganet eo Paskal Tabuteau e 1962 e Montmorillon ([[ Poatev]]). Aet eo da is-ofiser e-barzh aerlu Bro-C'hall e 1981 goude bout bet o labourat tammoùigoù evel addreser kirri-tan. Kroget en deus da zeskiñ brezhoneg er bloavezhioù 80' gant an hentenn Assimil ha gant sikour [[Skol an Emsav]]. Tapet en deus un Deug, un aotregezh hag ur vestroniezh vrezhoneg e 1995 e skol-veur Roazhon 2. Kapesianet eo bet e 1999 e brezhoneg hag e saozneg goude bout bet o labourat e [[Gwiana]] c'hall (Amerika ar Su). Kelenner brezhoneg eo bet e Ploue hag e Lannarstêr betek 2008. Skrivet en deus barzhonegoù, danevelloù, studiadennoù ha pennadoù kazetennerezh e-barzh Al Liamm, Brud-Nevez, Klask, Bremañ. Lakaet en deus e brezhoneg istor ha beajoù Sant Brendan (Emgleo Breiz - 2005). Lakaet en deus ivez e brezhoneg enklotennet skrid " La Chanson d'Aiquin" a zo chomet diembann betek-hen. Den kar-e-vro, graet en deus e seizh gwellañ e korn bro Ploue a-benn delc'hen ar brezhoneg en e blomm e-mesk ar re yaouank.