Banniel Kembre : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: ar:علم ويلز
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Flag of Wales 2.svg|thumb|250px|Banniel Kembre [[Skeudenn:FIAV 110000.svg|23x15px]]]]
'''Banniel [[Kembre]]''' (a anver ''y Ddraig Goch'' e [[kembraeg]], an aerouanta[[erouant]] ruz) zo ur [[banniel]] ofisiel e Kembre abaoe [[1959]]. Warnañ e weler un [[aerouant]] [[ruz]] war ur foñs [[gwer (liv)|gwer]] ha [[gwenn (liv)|gwenn]]. Kozh eo an implij eus an aerouant evel arouez e Kembre. Marteze e oa bet degaset d'ar vro gant ar [[Romaned]] pa oa bet aloubet [[Enez Vreizh]] ganto. Al livioù [[gwenn (liv)|gwenn]] ha [[gwer (liv)|gwer]] zo moarvat eus mare an [[tiegezh Tudor]], [[noblañs]]où eus Kembre a yeas e penn rouantelezh [[Bro-Saoz]] e dibenn ar {{XVvet kantved}}. Al livioù-se zo ivez gant ar [[pour]] hag arouez Kembre eo ar bourenn ivez. Ar meneg koshañ er skridoù eus implij an aerouant da aroueziañ Kembre a gaver e-barzh [[Historia Brittonum]], ur skrid eus [[830]] lakaet war gont [[Nennius]], ha kontañ a reer ivez e oa an arouez-se war bannieloù ar [[roue Arzhur]].
 
Kembre ha [[Bhoutan]] eo an div vro nemeto er bed gant un aerouant war o banniel, met gwechall e voe implijet an arouez-se ivez e [[Sina]] da vare an [[Tierniezh Qing|Dierniezh Qing]].