Ìle : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Robot ouzhpennet: ga:Ìle; Kemm dister
Linenn 1:
[[ImageSkeudenn:SeaHebrides TheMinch map-fr.svg|300px|thumb|right|Ìle, er c'hreisteiz d'an Inizi Gall]]
[[ImageSkeudenn:Wfm islay landsat.jpg|right|250px]]
[[ImageSkeudenn:Islay map-fr.svg|thumb|250px|Kartenn an hentoù en Ìle.]]
 
'''Ìle''' eo anv [[gouezeleg Skos|gouezelek]] (distagadur [[IPA]]: [ˈiːlʲə]) un [[enezenn]] eus an [[Inizi Gall]], e kornôg [[Bro-Skos]], a vez graet ''Islay'' (distagadur IPA: [ˈaɪlə]) anezhi e [[saozneg]]. An anv gouezelek eo a gaver e-barzh [[Caol Ila]], anv unan eus an dourennoù na dorront ket ar sec'hed met a zigor d'an den dorioù meur a baradoz, ar [[wiski]].
 
== Douaroniezh ==
Bez' ez eo ar greisteisañ eus an [[Inizi Gall]] tostañ, ha ''Banrìgh nan Eilean'' (rouanez an inizi) a vez graet anezhi. E kontelezh [[Argyll]] emañ, er c'hornôg da Enez [[Diùra]], ha tostik dezhi, 40 km en hanternoz da aod [[Iwerzhon]] a weler pa vez digatar an oabl.
Ul ledenez zo er c'hornog, hag [[Na Roinn Ileach]] a vez graet anezhi, pe ''The Rinns of Islay'', e saozneg.
619,56 km2 zo dezhi, ha gant-se eo pempvet brasañ enezenn [[Skos]].
 
== Kêrioù ==
Kêr-benn an enez eo [[Am Bogha Mòr]] (Bowmore), hag a zo enni, ouzhpenn ul labouradeg wiski, un [[iliz]] kelc'hiek, e Killarow.
 
[[Port Ìlein]] avat eo al lec'h tudetañ.
 
== Poblañs ==
Ouzhpennik 3 000 a dud zo en Ìle (83,76 km2 d'[[ar Gêrveur]]) . ''Ìleach'', distaget[ˈiːləx], a vez graet eus un den eus an enezenn, hag Ìlich eus an dud. Gouezeleg a vez komzet gant un den diwar dri.
 
 
 
 
== Loened ==
Laboused e-leizh zo enni, ha dreist-holl. E miz C'hwevrer dreist-holl e teu an dud da welout ar [[gwaz]]i gouez ha da dañva wiski an enezenn, div stivell an douristelezh eno.
 
Linenn 30:
Resident birds include chough, hen harrier, sea eagle, oystercatcher, cormorant and many wading birds.-->
 
== Baradoz ar wiski ==
Obererezh bras an enezenn eo an aozañ [[wiski]] diwar [[malt]]. Brudet eo anvioù [[Ardbeg]], [[Lagavulin]], [[Laphroaig]], [[Bowmore]], [[Caol Ila]], [[Bunnahabhain]], [[Bruichladdich]]).
An holl anezho a zo blaz an [[taouarc'h]] warno. Kreñvoc'h eo avat en tri meneget da gentañ.
Everien wiski touet zo a lavar eo al lec'h tostañ d'ar baradoz, ha gwelet ez eus bet lod o chom da hunvreal, digomz ha divanne, dirak ur gartenn eus an enezenn, warni ar seizh anv santel meneget uheloc'h.
 
Un aerborzh zo en enezenn, ma c'haller mont bemdez da [[Glasc'ho|C'hlasc'ho]]. Gant al lestr-treizh ez eer ac'hano da [[Scallasaig]] (Colonsay), [[Ceann na Creige]] (Kennacraig) (e ledenez [[Cinn Tìre]] (Kintyre)) ha d'an enez amezek [[Diùra]] (Jura).
 
Klouarikoc'h eo hin an enezenn eget hini douar-bras [[Bro-Skos]] en abeg d'ar [[Gulf Stream]].
 
== Yezh ==
Un enezenn labourerien-douar eo bet Ìle. Ha gouezeleg a veze ganto pa'z aent da labourat el labouradegoù wiski, dalc'het gant saoznegerien. War ziskar ez ae buan ar gouezeleg er bloavezhioù 1960. Hiziv e chom yezh 23% a dud, met tud kozh dreist-holl.
 
Ur vagouri ouezelek a voe savet e 1986. E 2002 e oa bet savet [[Ionad Chaluim Chille Ìle]], ur greizenn deskiñ, en ospital kozh. Eno e vez kelennet sonerezh (pib-meur), kan, skrivañ. Ul laz-kanañ gouezelek a zo e [[Port Ìlein]].
 
== Lennadurezh ==
* [[ArMen]], niverenn 157. Pennad gallek diwar-benn Ìle.
 
== Skeudennoù ==
 
<gallery>
Image:Wfm islay.jpg|Uheldirioù e-kreiz Ìle, gwelet eus [[Kintra]] er mervent
Image:Wfm islay landsat.jpg| Ìle gwelet eus an oabl
Image:Portaskaig.jpg| [[Diùra]] gwelet eus [[Port Askaig]]
Image:Sunset4.jpg|Kuzh-heol uc'h [[Na Roinn Ileach]] (Rhinns of Islay) adalek ul liorzh e [[Bowmore]]
Image:bridgendwoods.JPG|Koadoù Bridgend e Genver [[2006]]
Image:Port_Charlotte_-_Loch_Indall.JPG|[[Loch Indaal]] eus [[Port Charlotte, Islay|Port Charlotte]]
Image:The_Oa_Islay.JPG|An "American Monument", [[An Obha]]
Linenn 60:
</gallery>
 
== Pennadoù kar ==
* [[Wiski Ìle]]
* [[Na Roinn Ileach]]
 
{{Inizi Gall}}
 
[[Rummad: Ìle]]
[[Rummad:Inizi Gall|Ìle]]
[[Rummad:Wiski]]
Linenn 81:
[[fi:Islay]]
[[fr:Islay (Écosse)]]
[[ga:Ìle]]
[[gd:Ìle]]
[[gl:Islay]]