Sejong Veur (Joseon) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: bg:Седжон; Kemm dister
Linenn 10:
mrb=Yi To|
}}
Bet eo '''Sejong Veur''' ([[6 Mae]] [[1397]] – [[18 Mae]] [[1450]]), ganet '''Yi Do''', pevare Penn [[Tierniezh Joseon|tierniezh Joseon]] e [[Korea]] eus [[1418]] da [[1450]]. [[Yezhoniour]]ien ampart e oa ivez ha krediñ a reer eo gantañ e-unan eo bet savet an [[Hangul]], al lizherenneg koreanek. Daoust ma'z eus peadra da soñjal e c’hallje bezañ bet skoazellet gant tud zo eus e familh ivez, krediñ a ra an darn vrasañ eo gantañ eo bet ijinet al lizherenneg, dreist-holl pa weler pegen taer e voe an enebiezh a-enep d'e lizherenneg e-touez gouizeien an amzer-hont.
Lakaat a reer ivez war gont Sejong [[Ijinadenn|ijinadenn]] ur [[Muzulier|muzulier]] glaveier, eurieroù dre strink dour hag un [[Horolaj heol|horolaj heol]].
 
A-du gant pennaennoù an [[Koñfusianegezh Korea|nevezkoñfusianegezh]] e oa ivez un [[Denarour|dengarour]] eus Sejong. Embann a reas ma oa ret kaout tri frosez a-raok gellout embann ur varnadenn da vat. Difenn a reas gwallgas an dorfedourien ivez ha berz a lakaas war ar skourjezañ.
Linenn 20:
A-zouez Pennoù [[Korea]] n'eus bet nemet daou o deus gounezet al lesanv "[[Roll an dud anvet Meur|Meur]]". Sejong hag unan all, [[Gwanggaeto Veur a c'h/Goguryeo]].
 
Trede mab ar roue [[Taejong a Joseon| Taejong]] e oa Sejong. D'an oad a 10 vloaz e teuas da vezañ Priñs Meur Chungnyeong (충녕대군 ; 忠寧大君) hag e timezas gant ur verc’h da [[Sim On]] (심온 ; 沈溫) eus Cheongsong (청송 ; 青松), anavezet dindan an anv [[Sim-ssi]] (심씨 ; 沈氏), a voe roet an titl a Priñsez kenseurt Soheon (소헌왕비 ; 昭憲王妃) dezhi diwezhatoc’h.
 
Sejong eo a lakaas en e sav [[Skolaj ar re Enorus]] (집현전 ; 集賢殿 ; Jiphyeonjeon) e [[1420]] e [[Plaez|palez]] ar roue. Bodañ a reas en-dro dezhañ [[Kefredour|kefredourien]] eus Korea a-bezh. Gant helenneien Skolaj ar re Enorus e veze skrivet an [[Istor]] gant dielloù, savet teulioù ha dastumet levrioù war a bep seurt danvezioù.
Linenn 28:
Marvet eo Sejong d'an oad a 52 vloaz. Douaret eo bet e [[Maozoleon Yeong|mozoleon Yeong]] (영릉 ; 英陵). War e lerc’h eo e vab [[Munjong a Joseon|Munjong]] a savas er galloud.
 
Sejongno (ur straed) ha [[Kreizenn Sejong evit embreger arzoù]] , – lec’hiet o-daou e kreiz [[Seoul]] – a denn o anv eus ar roue Sejong, ha taolennet eo war bilhed 10,000-[[Won]] [[Republik Korea]].
 
== Lenn pelloc’h ==
* ''King Sejong the Great: the Light of Fifteenth Century Korea'', [[Young-Key Kim-Renaud]], [[International Circle of Korean Linguistics]], [[1992]], softcover, 119 pajenn, ISBN 1-882177-00-2
 
== Gwelet ivez ==
* [[Roll an danvezioù a denn da Gorea]]
* [[Istor Korea]]
* [[Pennoù Korea]]
 
== Liammoù diavaez ==
* [http://cinema.sangji.ac.kr/WINDOW/window/win00045.htm Denelouriezh Konfusius ar roue Sejong Veur e deroù an hoalad Choson]
 
{{kregiñboest}}
{{boestwarlec’hidi|years=1418&ndash;14501418–1450|title=[[Impalaer Korea]]'''<br />([[Tierniezh Joseon]])|a-raok=[[Taejong a Joseon|Taejong]]|war-lerc’h=[[Munjong a Joseon|Munjong]]}}
{{echuiñboest}}
 
Linenn 51:
 
[[ar:سيه جونغ]]
[[bg:Седжон]]
[[ca:Sejong el Gran]]
[[csb:Sejong Wiôldżi]]