Ofis ar Brezhoneg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D logo
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
'''Ofis ar Brezhoneg''' a zo ur [[kevredigezh|gevredigezh]] savet e 1999 evit diorren ar brezhoneg. [[Lena Louarn]] a zo bet dilennet da brezidantez adalek an deiz kentañ.<br>
 
 
Krouet eo bet Ofis ar Brezhoneg e miz [[Mae]] [[1999]] e [[ti-kêr]] [[Karaez-Plougêr]]. Ur [[kevredigezh|gevredigezh]] bet savet diwar [[youl]] [[Rannvro Breizh]] eo. Kemeret he deus lec'h ha [[kefridi]]où ''Servij ar Brezhoneg'', a oa ur rann eus [[Skol-Uhel ar Vro]]. Diorren ar [[Brezhoneg]], skoazellañ ar [[strollegezh]]ioù, an [[embregerezh]]ioù, ar c'hevredigezhioù hag an [[hinienn]]où da ober gantañ, dastum [[roadenn]]où war [[saviad]] ar [[brezhoneg]] eo palioù pennañ an Ofis. Arc'hantaouet eo gant [[Rannvro Breizh]], Ministrerezh ar Sevenadur, pemp [[departamant]] [[Breizh]] ha [[kêr]]ioù pennañ ar vro. E [[2006]] e laboure 20 den evitañ ha 100 [[youlad|ezel a-youl vat]] bennak a oa. Abaoe [[2007]] eo sikouret en e vont en-dro gant [[Rannvro Broioù-al-Liger]] ivez.