Dor : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: io:Pordo
D Robot ouzhpennet: ga:Doras; Kemm dister
Linenn 1:
[[Skeudenn:House front door.jpg|right|thumb|Dor-dal kinklet.]]
[[ImageSkeudenn:Lleida-Seu_Vella_porta.jpg|thumb|Dor eskopti kozh [[Lleida]], e Katalonia]]
Un '''nor''' ( ''dor'' en [[unander]], ''dorioù'' pe ''dorozioù'', ''dorojoù'' , ''dorejoù'' el [[liester]]) a zo ur [[panell|banell]] staget war un tu pe riklus lakaet war un [[toull]] war ur [[moger|voger]] pe ur [[speur]].
Heloc'h eo an dorioù evit an [[tremen]], met gallout a reont bezañ serret da herzel an dud da vont war an tu ma klasker lakaat anezhañ e surentez. Kavet e vez an dorioù kazi e pep rann eus ar [[bed]] ha lakaet e pep seurt a [[savadur]]ioù, en [[ti]]ez koulz hag ar savadurioù a bep seurt. Da skouer e c'heller kavout dorioù e [[tour]]ioù teknikel, [[karr heloc'h|kirri heloc'h]], [[armel]]ioù, [[kael]]ioù, [[riboul]]où, etc...
Abegoù evit digor un nor :
* tremen an dud, al [[loened]] hag an [[traezenn]]où
* [[avelerezh]]
 
Abegoù evit serriñ un nor:
* herzel an aer diavaez ha diabarzh mont tre ken e c'heller tommañ pe yenañ un egor klos
* chom e [[prevez]] ha kontroliñ an tremen
* herzel an [[trouz]] mont tre
* herzel an [[tan]] mont pelloc'h pa vez un [[tan-gwall]] oc'h ober e reuz
 
== Dorojoù a bep seurt ==
* [[dor-borzh]]
* [[dor-brenestr]]
* [[dor-dal]]
* [[dorikell]]
* [[dor-volz]]
* [[dor-winterez]], a zo [[porzh-gwint]] ivez war ur [[kreñvlec'h|c'hreñvlec'h]].
 
== Porzh ==
* '''Perzhier''' (liester [[porzh]] ) a veze gwechall, ha n'eo ket dorojoù, da vont tre er c'hêrioù [[moger]]iet.
* '''Rederezed''' a veze graet eus dorioù ar [[gwele]] kloz, hervez TBP 2 [[Jules Gros]] (pajenn 437).
 
== Troioù-lavar ==
* ''Prennañ un nor'' a veze graet gwechall gant un tamm [[prenn]]. Hiriv e e talv kement hag ''alc'hweziañ un nor'', hag e vez graet gant un [[alc'hwez]].
* Toull an nor: damheñvel ouzh an [[treuzoù]]
** ''Chom e toull an nor'', a zo chom hep mont pe dont en ti.
*** met er c'hrennlavar ''Brud vat a chom e toull an nor'' e talv kement ha ''chom hep mont pelloc'h eget toull an nor''.
 
* ''Na gaout dorejoù war e holl doulloù'' a dalv kement ha ''bezañ re hir e [[teod|deod]] '', kaozeal re, chom hep [[tevel]] pa vez ret.
 
== Distagadur ==
Hervez a lenner e TBP 2 [[Jules Gros]] (pajenn 278) e vez distaget ''t'' e-lec'h ''d'' en droienn: ''ur gozh dor gozh''.
 
{{commonscat|Doors}}
 
[[Rummad:Savadurioù]]
[[Rummad:Tier]]
Linenn 61 ⟶ 62:
[[fi:Ovi]]
[[fr:Porte (architecture)]]
[[ga:Doras]]
[[gd:Doras]]
[[gl:Porta]]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/wiki/Dor »