Nine Inch Nails : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: sr:Nine Inch Nails
D Robot ouzhpennet: hr:Nine Inch Nails; Kemm dister
Linenn 1:
[[Skeudenn:NineInchNails.jpg|left|350px|thumb|Sonadeg Nine Inch Nails d'an 31/03/05.]]
 
'''Nine Inch Nails''', anavezet ivez dre NIИ, a zo ur strollad [[indus rock]] krouet e [[1988]] gant [[Trent Reznor]]. Unan eus perzhioù ar strollad a zo bezañ graet hag implijet leun a zoareoù sonerezh (synth pop, metal, electronica...) evit ober ur son dibar en deus bet ul levezon bras-kenañ war strolladoù a erruo er bloavezhiou 90 ([[Rammstein]], [[Marilyn Manson]], [[Stabbing Westward]]...). '''Nine Inch Nails''' a zo ivez brudet evit bezañ lakaet ar sonerezh indus da vezañ anavezet gwelloc'h.
 
== Sonerien ar strollad ==
 
Nine Inch Nails a zo kentoc'h raktres solo Trent Reznor eget ur strollad gwirion: skrivañ a ra eñ ar c'homzoù, ar sonerezh, seniñ a ra pep benveg, enrollañ ha meskañ a ra an albomoù e studio. Met ur bern sonerien a zo bet er strollad evit ar sonadegoù pe evit an enrolladennoù:
 
=== Taboulinerien: ===
 
* [[Josh freese]] (bepred er strollad).
* Alex Carapetis (erlec'hier etre Gwengolo ha Kerzu e 2005).
* [[Jerome Dillon]] (1999-2002 ha 2004-2005).
* Stephen Perkins (labouret en deus war [[The Downward Spiral]]).
* Bill Rieflin (labouret en deus war [[The Fragile]]).
* Chris Vrenna (1987-1990 ha 1992-1996).
* Jeff Ward (1991).
* [[Dave Grohl]] (labouret en deus war [[With Teeth]]).
 
=== Touchennaouegerien ===
 
* [[Alessandro Cortini]] (abaoe an droiad With Teeth betek bremañ).
* [[Charlie Clouser]] (1995-2002).
* [[Mike Garson]] (labouret en deus war [[The Fragile]]).
* David Haynes.
* Lee Mars (troiad [[Pretty Hate Machine]]).
* James Wooley (1991-1995).
 
=== Sonerien Gitar ===
 
* [[Aaron North]] (abaoe an droiad With Teeth betek bremañ).
* [[Adrian Belew]] (labouret en deus war [[The Downward Spiral]] ha war [[The Fragile]]).
* [[Robin Finck]] (1993-1995 ha 1999-2000).
* [[Page Hamilton]] (labouret en deus war [[The Fragile]]).
* [[Richard Patrick]] (1989-1993).
 
=== Gitar bout ===
 
* [[Jeordie white]], anvet ivez dindan al lesanv Twiggy Ramirez, soner gitar boud [[Marilyn Manson]].
* [[Danny Lohner]] (1992-1997 ha 1999-2002, seniñ a ra ivez gitar ha touchennaoueg).
 
== Etimologiezh ==
 
* ''Axcess magazine'' en devoa aterset Trent goude bezañ lakaet er-maez [[The Downward Spiral]] e 1994. Goulennet e oa bet digantañ eus pelec'h e teue an anv-mañ, ha setu ar pezh en doa respontet:
 
"N'ouzon ket m' ho peus klasket soñjal e anv ur strollad, met soñjal a rez tamm-pe-damm kaout unan dispac'h, sellout a rez dioutañ an deiz war-lerc'h ha nul eo. Bez e oa ganin tro-dro 200. Nine Inch Nails en deus tremenet test eus an 2 sizhunvezh, seblantout a rae dispar, en un doare grafikel hag aes da ziverrañ. N'en doa rezont ebet literal. Seblantout a ra bezañ spontus. Kalet ha gour! Ur gwallhuñvre eo reiñ un anv d'ur strollad."
 
* Nine Inch Nails ha dalvezfe tach pe ivin 9 biz-meud (war-dro 22 cm). Gallout a rafe bezañ urn dave d'an tachoù en deus kroaz-krouget [[Jezuz Christ]]; an tachoù-mañ a zo implijet ivez evit serriñ ar sarkofaj.
 
== Pladennoù ==
 
=== Man Or Machine ===
 
"Nine Inch Nails is Rent Reznor": ar frazenn-mañ skrivet e levrig an albom [[Pretty Hate Machine]] a ziskouez splann eo bet graet an albom gant Trent e-unan.
Ur wech bezañ krouet ar strollad e 1987, sinañ a reas buan e TVT Records e-lec'h ma'z aio er-maez [[Pretty Hate Machine]] e 1989, ur bladenn kentoc'h indus ha na anavezo nemet brud adalek 1991 pa grogas Trent (gant e sonerien ha mignoned a son e NIN) an droiad [[Lollapalooza]].
 
[[Rummad:Strolladoù sonerezh indus rock]]
[[Rummad:Strolladoù sonerezh SUA]]
 
{{Liamm PuB|en}}
{{Liamm PuB|hu}}
 
{{Liamm PuB|pt}}
 
[[Rummad:Strolladoù sonerezh indus rock]]
[[Rummad:Strolladoù sonerezh SUA]]
 
[[bg:Найн Инч Нейлс]]
Linenn 78 ⟶ 77:
[[gl:Nine Inch Nails]]
[[he:Nine Inch Nails]]
[[hr:Nine Inch Nails]]
[[hu:Nine Inch Nails]]
[[id:Nine Inch Nails]]