Odo Akitania : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: fi:Odo (Akvitania)
D Robot kemmet: eu:Oto I.a Handia; Kemm dister
Linenn 1:
[[ImageSkeudenn:Frankish Empire 481 to 814-fr.svg|thumb|Akitania en impalaeriezh frank]]
''' Odo Akitania ''', pe '''Odo Veur''' (anvet ivez ''Eudes'', pe ''Eudo'', pe ''Otto''), ganet war-dro 650 pe 660, ha marvet war-dro 735, a oa ur priñs [[frank]], dug [[Akitania]], hag a voe trec'h war ar Vuzulmaned e [[Toloza]] e 721 .
 
Mab e oa moarvat da [[Lupus Iañ Akitania]] (''[[Loup]]'' e galleg, ''[[Otsoa]]'' en euskareg) , a renas marteze war-lerc'h ar [[patris]] [[Felix]].
 
Dug Akitania e oa, eus al [[Liger]] betek ar [[Pireneoù]], ha [[Toloza]] e oa e gêrbenn. Digant rouaned [[Neustria]] hag [[Aostrazia]] e tiframmas ar broioù anvet goude [[Nivernais]], [[Vivarais]], hag ul lodenn eus [[Provañs]], en-dro da [[Arle]].
 
Emglev a reas gant [[Chilperig II (roue ar Franked)|Chilperig II]], roue Neustria, ha [[Ragenfrid]], [[maer ar palez]], a-enep [[Karl Martel]], maer palez Aostrazia. Nemet faezhet e voent e-tal [[Soissons]] d'ar [[14 a viz Here]] [[718]].
 
E [[721]] e voe trec'h war an emir [[Al-Samh ibn Malik al-Khawlani]], en [[emgann Toloza (721)]], etre Toloza ha [[Carcassonne]], ha div wech c'hoazh goude war an emir [[Ambiza|Anbasa ibn Suhaym Al-Kalbi]], e [[725]] ha [[726]].
 
E 731 e voe tamallet dezhañ gant Karl bezañ torret an emglev graet ganto e 720: ha Karl da dreuziñ al [[Liger]] ha da breizhata kêr [[Bourges]].
 
Dimeziñ a reas e verc'h da ''Uthman ibn Naissa'' anavezet ivez evel [[Munuza]], gouarnour [[Cerdanya]].
 
E 732 en em savas Munuza a-enep [[wali]] Spagn [[Abd al-Rahman ibn Abd Allah al-Rhafiqi|Abd-er-Rahman]], ha lazhet e voe gant armeoù Gehdi ben Zeyan.
 
Neuze e voe kaset div arme gant Spagn da aloubiñ douaroù ar [[Franked]]. An eil a eas a-hed traonienn ar [[Ron]] betek [[Sens]]. Eben, a oa renet gant Abd-er-Rahman, a dreuzas ar Pireneoù, a lakaas freuz ha reuz en Akitania, a gemeras [[Bourdel]], hag a drec'has war Odo en [[Emgann Bourdel]], war lez ar [[Garona]] pe an [[Dordogna]].
Tec'hel a reas dug Akitania da c'houlenn skoazell digant e enebour kozh [[Karl Martel]]. Dont a reas maer ar palez gant un arme, e miz Here 732, hag e [[Emgann Poitiers (732)|Poitiers]] e voe trec'h war an arme vuzulmat.
 
Dilezel ar galloud a reas Odo e 736. E vab [[Hunald]] a renas war e lerc'h.
 
== Lennadurezh ==
* Blade, ''Eudes, duc d’Aquitaine'', Paris, 1892
* [[Charles Oman|Oman, Charles]]. ''The Dark Ages, 476–918476–918''. London: Rivingtons, 1914.
 
[[Rummad: dugedDuged Akitania]]
 
[[Rummad: duged Akitania]]
{{Link FA|ru}}
 
Linenn 33 ⟶ 34:
[[en:Odo the Great]]
[[es:Odón el Grande]]
[[eu:EudonOto I.a Handia]]
[[fi:Odo (Akvitania)]]
[[fr:Eudes d'Aquitaine]]