Karbonifer : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: simple:Carboniferous
D Robot ouzhpennet: hr:Karbon (geološko razdoblje); Kemm dister
Linenn 3:
{{fanerozoeg}}
 
Pempvet marevezh ar [[Paleozoeg]] eo ar '''c'harbonifer''' . Mont a ra eus diwezh an [[Devonian]], 359,2 milion a vloavezhioù 'zo betek deroù ar [[Permian]], 299,0 milion a vloavezhioù 'zo. Evel evit darn vrasañ ar marevezhioù koshañ eo anavezet mat ar gwiskadoù maen a verk e zeroù hag e ziwezh met diresis eo e deiziadur. Hervez ar gweleadoù [[glaou]] a furmas en e gerzh eo anvet ar c'harbonifer. Ar [[Missisippian]] eo anvet lodenn gentañ ar c'harbonifer hag eben zo badezet [[Pennsilvanian]]
 
== Isrannadurioù ==
 
Rannet eo ar c'harbonifer e daou ismarevezh, ar [[Mississippian]] hag ar [[Pennsilvanian]], hag en un niver bras a ismareadoù:
 
=== Pennsylvanian diwezhat Kasimovian ===
* Klazminskian
* Dorogomilovksian/Virgilian
* Chamovnicheskian/Cantabrian/Missourian
* Krevyakinskian/Cantabrian/Missourian
 
=== Pennsylvanian krenn Moscovian ===
* Myachkovskian/Bolsovian/Desmoinesian
* Podolskian/Desmoinesian
* Kashirskian/Atokan
* Vereiskian/Bolsovian/Atokan
 
=== Pennsylvanian abred Bashkirian/Morrowan ===
* Melekesskian/Duckmantian
* Cheremshanskian/Langsettian
* Yeadonian
* Marsdenian
* Kinderscoutian
 
=== Mississippian diwezhat Serpukhovian ===
* Alportian
* Chokierian/Chesterian/Elvirian
* Arnsbergian/Elvirian
* Pendleian
 
=== Mississippian krenn Visean ===
* Brigantian/St Genevieve/Gasperian/Chesterian
* Asbian/Meramecian
* Holkerian/Salem
* Arundian/Warsaw/Meramecian
* Chadian/Keokuk/Osagean/Osage
 
=== Mississippian abred Tournezian (koshañ) ===
* Ivorian/Osagean/Osage
* Hastarian/Kinderhookian/Chautauquan/Chouteau
 
== Douaroniezh ==
 
Kiladeg ar morioù a verkas dibenn an [[Devonian]] ne badas ket. E-pad ar [[Misisippian]] e oa goloet darn vrasañ an izeldirioù gant morioù bas. Ar wrez a zigreskas war-dro penn-ahel ar su, avat, ha skornet e chomas su [[Gondwana]] e-pad an holl varevezh. N'anavezer ket hag e o ar skornegoù-se peurrest re dibenn an devonian pe o-doa en em furmet e-pad ar c'harbonifer. Levezon ebet war hiniad an trovanoù o-deus, avat. Koadegoù lagennek a greske 30° hepken diouzh bevenn ar skornegoù.
 
E krenn ar marevevezh e tigreskas adarre live ar morioù ar pezh a voe abeg ul lazhadeg vihan. Da get ez eas un lodenn vras eus ar [[krinoid|grinoided]] hag eus an [[ammonit]]où. Merkout a ra an darvoud-se an harzhoù etre ar Misisippian hag ar Pennsilvanian.
Linenn 59:
* [[Meurvor Rak-Thethy]] (Serret gant stokad Sina an Norzh ha Siberia)
 
== Reier ha glaou ==
 
En Europa ez a gwiskadoù [[raz]], [[krag]], [[skiltr]] ha [[glaou]] d'ober reier ar c'harbonifer. Asambles e furmont ar pezh a vez anvet ''cyclothems'' er [[Stadoù-Unanet]] ha ''coal measures'' e [[Breizh-Veur]]. Goueledennoù ar c'harbonifer abred a vez morel ar peurliesañ, ar pezh a zispleg disrannadur ar c'harbonifer e Amerikan an Norzh. Ar glaou furmet e-pad ar c'harbonifer a bourvezas darn vrasañ an trelosk evit an [[dispac'h greantel]] hag ur pouez armerzhel bras en-deus c'hoazh hiziv.
 
Evit daou abeg e voe furmet glaou ar c'harbonifer. E-pad ar marevezh-se e tiwanas ar gwez kentañ gant plusk met ar bakteri barrek da ismoriñ al [[lignin]]. Mat tre e oa ar marevezh evit kreskadeg koadegoù geunniek bras. Daoust ma oa uhel a-walc'h live ar morioù izeloc'h e oa eget e-pad an [[devonian]], ar pezh a frankizas kelc'hiadoù-aod bras. Kalz karbon a voe beuziet er reier, a pezh a voe kaoz d'ur c'hresk eus ar feur oksigen en [[atmosferenn]]. 35% a dizhas, war a greder, ar pezh a zegasas tanioù-gwall hag a aesaas diorrodigezh amprevaned ramz.
Linenn 67:
E biz [[Amerika]] e vez boutinoc'h ar gweleoù morel e-pad deroù ar c'harbonifer eget e fin ar marevezh.
 
== Buhez ar c'harbonifer ==
 
=== Divellkeineged ar morioù ===
 
Er meurvorioù e oa ar strolladoù pennañ ar [[foraminifera]]e, [[Anthozoa]]e, [[bryozoa]]e, [[brac'hiopod]]où, [[ammonoid]]ed, [[ec'hinoderm]]ed ([[krinoid]]ed dreist holl),ha [[C'hondric'hthy]]ed (ar bleizi-mor hag o c'herent).
Linenn 75:
Evit ar wech kentañ e furme ar foraminiferae darn vrasañ eus faon ar morioù. Fonnus e oa ar [[fusulina]]e er pezh a zo hiziv [[Rusia]], [[Sina]], [[Japan]] ha [[Norzh-Amerika]]. Ar genadoù pennañ arall a oa ''[[Valvulina]]e'', ''[[Endothyra]]e'', ''[[Archaediscus]]ed'', ha ''[[Saccammina]]e'' Kavout a reer kregin a [[radioloaria]]e e [[chertoù]] ar [[Chulm]] e [[Devon]] hag e [[Kernev-Veur]].
 
Anavezet e vez ar spoue dre o [[spikul]]où dreist holl. Ar genadoù pouezusañ a a zo [[Cotyliscus]] ha [[Girtycoelia]]. Paotiñ a ra ar c'houral. Ar furmoù pennañ a zo [[rugosa]] ( [[Canina]], [[Corwenia]], [[Neozaphrentis]]) ha [[Tabulata]]. Ar [[Bryozoa]] a zo fonnus e rannvroioù 'zo. Ar c'herentiad fonnusañ a zo ar [[fenestellida]]e hag a endalc'h ar [[Fenestella]]e, [[Polypora]], hag an [[Archimedes]]ed.
 
Fonnus e oa ar [[brac'hyopodoù]] ivez. Enderc'hel a raent ar [[produktid|broduktided]], a dizhas reoù'zo, evel ar [[Gigantoproductus]], tra m'o-doa reoù rall evel ar [[Chonetes]] furmoù hengouneloc'h. An [[athyridid]]ed, ar [[spiriferid]]ed, ar [[rhynchonellid]]ed, ha an [[Terebratulided|derebratulided]] a zo boutin.
Linenn 81:
[[Annelided]] evel [[Spirorbis]] ha [[Serpulites]] a zo boutin ivez e-barzh an holl rannvroioù. E-touez ar [[blodeg|vlodeged]] e kreskas e niver ha pouez an [[divgrogeneg]]ed. Ar genadoù boutinañ a ''zo Aviculopecten, Posidonomya, Nucula, Carbonicola, Edmondia'', ha ''Modiola''. Ar [[rostrokonc'h]]ed evel Conocardium a zo boutin ivez.
 
== Liammoù diavaez ==
 
[http://www.palaeos.com/Paleozoic/Carboniferous/Carboniferous.htm Ar c'harbonifer war Palaeos.org]
Linenn 101:
[[gl:Carbonífero]]
[[he:קרבון]]
[[hr:Karbon (geološko razdoblje)]]
[[hu:Karbon]]
[[id:Karbon (periode)]]